Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
ann eksod.

7. Ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz, ha koat sétim ;

8. Hag éôl évid aoza ar gleûzeûriou, hag évid ôber trétou, hag a bép louzou c’houés-vâd ;

9. Mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évit kin̄kla ann éfod hag ar rational.

10. Kémen̄d hini ac’hanoc’h a zô gwiziek, deûet, ha graet ar péz en deûz gourc’hémennet ann Aotrou ;

11. Da lavaroud eo, ann tabernakl, gan̄d hé dôen hag hé c’houlc’her, hé lagadennou, hé elfennou, hé sparlou, hé beûliou, hag hé steûdennou ;

12. Ann arc’h, hag hé sparlou, hag hé goulc’her, hag ar wél a vézô a-ispiḻ dira-z-hi ;

13. Ann daol gan̄d hé sparlou, hag hé listri, hag ar baraou a gennig ;

14. Ar c’han̄toler évit dougen ar goulaouennou, hé listri hag he gleûzeûriou, hag ann éôl évid énaoui ann tân ;

15. Aoter al louzou c’houés-vâd, hag hé sparlou, hag oléô ar sakradur, hag al louzou c’houés-vâd ; hag ann telt é-tâl dôr ann tabernakl ;

16. Aoter ar sakrifiz-losk, hag hé gael arem, hé sparlou hag hé listri, ar véol hag hé zroad ;

17. Gweliou al leûr, gan̄d ar peûliou hag hô steûdennou, hag ann telt é dôr ar pors ;

18. Ha peûliouigou ann tabernakl hag eûz al leur, gan̄d hô c’herdinigou ;

19. Ar wiskou a lékéeur é lid ar san̄tuar, gwiskou Aaron ar bélék-brâz hag hé vipien, évit ma rain̄t ar garg a véleien d’in.

20. Pa oé éat-kuît ann holl strollad eûz a vugalé Israel a zirâk Moizez,

21. É kennigchon̄t d’ann Aotrou, a galoun vâd hag a ioul fran̄k, hô rôou ken̄ta, évid al labour a ioa da ôber d’ann tabernakl a désténi ; hag évit kémen̄t a oa réd évid al lîd hag ar wiskou san̄tel ;

22. Ar goazed gan̄d ar merc’hed a rôaz hô lagadennou-bréac’h, hag hô lagadennou-skouarn, hag hô bizou, hag hô c’helc’hennou ; ann holl listri aour a oé lékéad a dû évit béza kenniget d’ann Aotrou.

23. Néb en dôa mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan, ha bléô gevr, ha krec’hin maout livet é rûz, ha krec’hin glâz-rûz,

24. Hag arc’han̄t, hag arem, a gennigaz anézhô d’ann Aotrou, gan̄t koat sétim évid ôber meûr a drâ.

25. Ar merc’hed gwiziek a rôaz ivé mézer glâz, ha limestra, ha tané, ha lien moan ;

26. Ha bléô gevr hô dôa nézet hô-unan ; hag é rôjon̄t holl a galoun vâd.

27. Hôgen prin̄sed ar bobl a gennigaz mein oniks, ha mein talvouduz-brâz évid ann éfod hag ar rational ;

28. Ha louzou c’houés-vâd, hâg éôl évid aoza ar gleûzeûriou, hag évid ôber trétou, hag a bép louzou c’houés-vâd.

29. Ann holl oazed hag ann holl verc’hed a réaz hô rôou a galoun vâd, évid ôber al labouriou en dôa gourc’hémennet ann Aotrou dré c’hénou Moizez. Hag holl vugalé Israel a wéstlaz kémen̄t-sé d’ann Aotrou a ioul fran̄k.

30. Neûzé Moizez a lavaraz da vugalé Israel : Chétu en deûz ann Aotrou galvet dré hé hanô Béséléel, mâb Uri, mâb Hur eûz a vreûriez Juda.

31. Hag hé garget en deûz eûz a spéred Doué, a furnez, a boell, a wiziégez hag a bép kélen,

32. Évit kavout hag évit ôber pép labour gan̄d aour, gan̄d arc’han̄t, ha gan̄d arem ;

33. Évit kizella ar vein, hag évit kilvizia ; kémen̄d a hell béza gréat er c’hôvell,

34. En deûz lékéad enn hé spéred ; hag é spéred Ooliab, mâb Akisamek eûz a vreûriez Dan.

35. Hô leûniet en deûz a furnez, évid ôber labour ar c’halvez, ar gwiader, ar brouder, gan̄t mézer glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, ha lien moan ; m’hô gwéin̄t holl, ha ma rain̄t traou névez.


————