Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/141

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
ann eksod.



XXXVI. PENNAD.


Largen̄tez ré vrâz ann Israélited. Ann tabernakl.


1. Béséléel éta, hag Ooliab, ha kémen̄d dén gwiziek da béhini en dôa rôed ann Aotrou ar furnez hag ar poell évid ôber al labouriou a oa réd, hag a oa gourc’hémennet gan̄d ann Aotrou évid ar san̄tuar, en em lékéaz da laboura.

2. Ha pa en dôé Moizez hô galvet, ha kémen̄d dén gwiziek da béré en dôa ann Aotrou rôed ar furnez, hag ar ré a oa en em genniget hô-unan évid ôber al labour,

3. É rôaz d’ézhô holl rôou bugalé Israel. Ha p’az éa ar ré-man̄ enn hô labour, ar bobl a gennigé bép min̄tin rôou all.

4. Râk sé al labourérien a zeûaz,

5. Hag a lavaraz da Voizez : Mui é kennig ar bobl égét n’eo réd.

6. Moizez a c’hourc’hémennaz éta ma vijé disklériet gan̄t mouéz eunn embanner, na vijé kenniget mui nétrâ na gan̄t goaz, na gan̄t maouez, évid ôber ar san̄tuar. Evel-sé é oé éhanet kenniga rôou,

7. O véza ma oa bét kenniget a-walc’h, ha dreist-réd zô-kén.

8. Ar ré holl a oa leûn hô c’haloun a furnez évid ôber labour ann tabernakl, a réaz éta dég gwél lien moan trôet, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gan̄t meûr a labour a vroudérez.

9. Pép-hini anézhô é dôa eiz ilinad war-n-ugen̄t a héd, ha pévar ilinad a léd ; hag ann holl wéliou a ioa eûz ann hévélép men̄t.

10. Hag hén̄ a stagas pemp gwél ann eil oud ébén, hag ar pemp all ivé ann eil oud ébén.

11. Ober a réaz ivé liammou a liou glâz out béven unan eûz ar gwéliou a bép tû, hag é béven ar wél all enn hévélép doaré ;

12. Évit ma en em gafché al liammou ann eil dirâg égilé, ha ma vé staget ar gwéliou kévret.

13. Râk sé é teûzaz ivé hanter-kan̄t lagaden aour, é péré éz ajé liammou ar gwéliou, ha na rajen̄t néméd eunn tabernakl.

14. Ober a réaz ivé unnék pallen bléô gevr évit gôlei gorré ann tabernakl.

15. Ann héd eûz a eur ballen a ioa eûz a drégon̄t ilinad, hag al léd eûz a bévar ilinad ; eûz a eur ven̄t é oa ann holl ballennou.

16. Pemp anézhô a stagaz ann eil ouc’h ébén, hag ar c’houéac’h all a stagaz ivé war eunn tû.

17. Ober a réaz ivé han̄ter-kan̄t liamm out béven unan eûz ar pallennou, hag han̄ter-kan̄t out béven ébén, évid hô staga kévret.

18. Ober a réaz c’hoaz han̄ter-kan̄t lagaden arem, évid hô staga oud ann dôen, hag évid ôber eûz ann holl ballennou eur ballen hép-kén.

19. Ober a réaz ivé eur gôlô évid ann tabernakl gan̄t krec’hin maout livet é rûz, ha war-c’horré eur gôlô all a grec’hin livet é glâz-rûz.

20. Ober a réaz ivé elfennou koat sétim, évit lakaad enn hô zâ oud ann tabernakl.

21. Pép-hini eûz ann élfennou é dôa dég ilinad a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

22. É péb elfen é oé gréat diou c’haran, évid hô framma ann eil gan̄d ébén. Hag ann holl elfennou a oe reizet ével-sé.

23. Ugen̄t a oa anézhô enn tû a zellé oud ar c’hresteiz,

24. Gan̄t daou-ugen̄t steûden arc’han̄t. Péb elfen a oa douget war ziou steûden, a bép tû eûz ar c’horniou, el léac’h ma en em gav ann diou c’haran.

25. Ugen̄t elfen a réaz ivé évid ann tû eûz ann tabernakl a zellé oud ann han̄ter-nôz.

26. Gan̄d daou-ugen̄t steûden arc’han̄t, diou steûden dré béb elfen.

27. Hôgen war-zû ar c’hûz-héol, da lavaroud eo war-zû ann tabernakl a zellé oud ar môr, é réaz c’houéac’h elfen,

28. Ha diou all é korniou adré ann tabernakl.

29. Hag hî a oé frammet adaleg ar sôl bétég al léin, ha gan̄d eunn hévé-