Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/129

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
ann eksod.

dôr ann tabernakl, hag ann telt a vézô a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez.

37. Skourra a ri ann telt out pemp peûl sétim gôlôet a aour ; ha pennou ar ré-man̄ a vézô a aour, hag hô steûdennou a arem.


————


XXVII. PENNAD.


Ann Aoter. Leûr ann ôr-dâl.


1. Ober a ri ivé eunn aoter gan̄t koat sétim, péhini en dévézô pemb ilinad a héd, ha kémen̄d all a léd, da lavaroud eo é vézô pévar-c’hornek, ha tri ilinad a uc’helder.

2. Pévar c’horn a zavô eûz a bévar c’horn̄ ann aoter ; hag hé gôlei a ri gan̄d arem.

3. Ober a ri évid ézommou ann aoter pézéliou évid dastumi al ludu, ha gévellou, ha gultaniou, ha pézéliou-tân ; ha gan̄d arem é ri ann holl listri-zé.

4. Ober a ri ivé eur gael arem é doaré eur roued ; hag é pévar c’horn anézhi é vézô péder lagaden arem,

5. Péré a liki dindân oaled ann aoter ; hag ar gael a ielô bété kreiz ann aoter.

6. Ober a ri ivé évid ann aoter daou sparl koat sétim a c’hôlôi gan̄t taolennou arem ;

7. Hô lakaad a ri el lagadennou enn daou dû eûz ann aoter, évid hô dougen.

8. Na ri kéd ann aoter fétiz ; hôgen goullo ha kleûz é vézô, ével ma eo bét diskouézet d’id war ar ménez.

9. Ober a ri ivé leûr ann tabernakl ; hag é tû ar c’hrésteiz é vézô teltou a lien moan trôet ; pép tû en dévézô kan̄t ilinad a héd.

10. Béz’ é vézô ugen̄t peûl arem gan̄d hô steûdennou ; hag hô fennou gan̄d hô kizéladuriou a vézô a arc’han̄t.

11. Béz’ é vézô ivé é tû ann han̄ter-nôz teltou a gan̄t ilinad a héd, ugen̄t peûl, ha kémen̄d all a steûdennou arem ; hag hô fennou gan̄d hô c’hizéladuriou a vézô a arc’han̄t.

12. War léd al leûr a zell oud ar c’hûs-héol, é vézô teltou péré hô dévézô han̄ter-kan̄t ilinad, ha dék peûl, gan̄t kémen̄d all a steûdennou.

13. Léd al leûr a zell oud ar sav-héol, a vézô ivé eûz a han̄ter-kan̄t ilinad.

14. Lékéad é vézô war eunn tû teltou a bemzek ilinad, gan̄t tri peûl, ha kémen̄d all a steûdennou ;

15. Hag enn tû all é vézô lékéat teltou a bemzék ilinad, gan̄t tri peûl, ha kémen̄d all a steûdennou.

16. É porz al leûr é ri eunn telt a ugen̄t ilinad, a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, ha gôlôet a vroudérez ; pévar peûl en dévézô, ha kémen̄d all a steûdennou.

17. Ann holl beûliou eûz al leûr a vézô gwisket trô-war-drô gan̄t taolennou arc’han̄t ; hô fennou a vézô a arc’han̄t, hag hô steûdennou a arem.

18. Al leûr en dévézô kan̄t ilinad a héd, han̄ter-kan̄t a léd ha pemp a uc’helder ; hé wéliou a vézô a lien moan trôet hag hé steûdennou a arem.

19. Holl listri ann tabernakl enn holl gisiou hag enn holl lidou, kenn évid ar peûliou, kenn évid al leûr, a vézô gread a arem.

20. Kémenn da vugalé Israel digas d’id éol ar glana eûz a wéz olived, a vézô bét pilet enn eul laouérik, évit ma loskô bépréd ar c’hleûzeûriou,

21. É tabernakl ann désténi, er-méaz eûz ar wél a zô a-skourr oud arc’h ann désténi. Aaron hag hé vipien a aozô anézhô évit ma c’houlaouin̄t bétég ar min̄tin dirâg ann Aotrou. Al lîd-zé a badô bépréd a-wenn-é-gwenn é-touez bugalé Israel.


————


XXVIII. PENNAD.


Gwiskou ar véleien.


1. Laka Aaron da vreûr hag hé vipien da dôstaad ouz-id eûz a greiz