Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
ann eksod.

8. Ann héd eûz a eur ballen a vézô eûz a drégon̄t ilinad, hag al léd a vézô eûz a bévar ilinad ; eûz a eur ven̄t é vézô ann holl ballennou.

9. Pemp anézhô a stagi ann eil ouc’h ébén, hag ar c’houeac’h all a stagi ivé ann eil ouc’h ében, enn hévélep doaré ma plégi daou-han̄ter ar c’houec’hved é penn gorré ann tabernakl.

10. Lakaad a ri ivé han̄ter-kan̄t liamm out béven unan eûz ar pallennou, évit ma vézô gellet hé staga oud ébén, hag han̄ter kan̄t liamm out béven ann eil, évid hé staga oud ann hini gen̄ta.

11. Ober a ri ivé han̄ter-kan̄t lagaden arem, a vézô staget oud ar pallennou, évit ma vézô gréat gan̄t-hô holl eur gôlô hép-kén.

12. Hôgen gan̄d ar péz a choumô goudé béza gôlôet ann tabernakl, da lavaroud eo eur ballen a vézô ouc’h-penn, é liki ann han̄ter da c’hôlei ann diadré eûz ann tabernabl.

13. Eunn ilinad a vézô a-ispiḻ enn eunn tû, hag eunn ilinad enn eunn tû all, hag ar péz a vézô ouc’h-penn er pallennou, a c’hôlôi ann daou dû eûz ann tabernakl.

14. Ober a ri ivé eur gôlô all gan̄t krec’hin maout livet é rûz ; ha war hen-nez c’hoaz eur gôlô all a grec’hin, livet é glâz-rûz.

15. Ober a ri ivé elfennou koat sétim évit lakaad enn hô zâ oud ann tabernakl.

16. Pép-hini eûz ar ré-man̄ é devézô dég ilinad a héd, hag eunn ilinad han̄ter a léd.

17. War gostésiou ann elfennou é vézô gréat diou c’haran, gan̄t péré é vézô frammet ann eil elfen gan̄d ébén ; hag ann holl elfennou a vêzô reizet ével-sé.

18. Ugen̄t anézhô a vézô enn tû a zell oud ar c’hrésteiz.

19. Lakaad a ri teûzi daou-ugen̄t steûden arc’han̄t, évit ma vézô douget péb elfen war ziou steûden a skôrô ann daou gorn anézhô.

20. Ugen̄t elfen a vézô ivé enn eil dû eûz ann tabernakl, péhini a zell oud ann han̄ter-nôz.

21. Daou-ugent steûden archan̄t hô dévézô, péb elfen ô véza douget war ziou steûden.

22. É kostez ann tabernakl a zell oud ar c’hûs-héol, é rî c’houéac’h elfen,

23. Ha diou all a vézô savet er c’horniou adré ann tabernakl.

24. Hag hî a vézô frammet adaleg ar sôl bétég al lein, ha gan̄d eunn hévélep framm é vézin̄t dalc’het. Eunn hévélep framm a zalchô ivé ann diou elfen a vézô lékéad er c’horniou.

25. Eiz elfen a vézô enn holl, péré hô dévézô c’houézék steûden archan̄t ; diou steûden a nivéri évid eunn elfen.

26. Ober a ri ivé sparlou gan̄t koat sétim, pemp évid derc’hel ann elfennou enn eur c’hostez eûz ann tabernakl,

27. Pemb all er c’hostez all, hag ann hévélep niver war-zû ar c’hûs-heol ;

28. Hag ar ré-man̄ a iélô a dreûz d’ann holl elfennou, eûz ann eil penn d’égilé.

29. Gan̄d aour é c’hôlôi ann elfennou, hag é liki out-hô lagadennou aour, évit derc’hel ar sparlou gan̄t-hô ; ar ré-man̄ a c’hôlôi ivé gan̄t taolennou aour.

30. Sével a rî ann tabernakl hervez ar skouér a zô bét diskouézet d’id war ar ménez.

31. Ober a ri ivé eur wél a liou glâz, ha limestra, ha tané diou wéach livet, gréat gan̄t lien moan trôet, war béhini é vézô gréat labour broudérez é meûr a zoare.

32. Hé skourra a ri out pévar peûl koat sétim, péré a vézô gôlôet gan̄d aour ; hag hô fennou a vézô a aour hag hô steûdennou a arc’han̄t.

33. Ar wél a vézô dalc’het gan̄t lagadennou. Enn diabarz anézhi é liki arc’h ann déstini ; hag ar wél a rannô ar San̄t diouc’h San̄t ar Zen̄t.

34. Lakaad a ri ivé ar goulc’her war arc’h ann désténi é San̄t ar Zen̄t.

35. Lakaad a ri ann daol enn diavéaz eûz ar wél ; hag ar chan̄toler dirâg ann daol é tû ann tabernakl a zô er c’hrestiez ; râg ann daol en em gavô é tû ann han̄ter-nôz.

36. Ober a ri ivé eunn telt dirâk