Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
88
ann eksod.

é rôiô d’ar plac’h hé gwîr dimézi, hag hé diḻad, ha na nac’hô két out-hi gôpr hé gwerc’hted.

11. Ma na ra két ann teir dra-zé, hî a iélô-kuît, hép rei arc’han̄t.

12. Néb a skôi gan̄d eunn dén gan̄d ar c’hoan̄t d’hé laza, a vézô lékéat d’ar marô.

13. Hôgen é-kén̄ver ann hini n’en deûz két aozet spiou d’ézhan̄, hôgen é daouarn péhini eo bét lékéat gan̄d Doué, é tiskouézinn d’id eul léac’h é péhini é hellô tec’hout.

14. Ma laz eur ré hé nésa a-zévri ha gan̄t touellérez, é tennot anézhan̄ eûz va aoter, évid hé gâs d’ar marô.

15. Néb en dévézô skôet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézô lékéat d’ar marô.

16. Néb en dévézô laéret eunn dén, hag en dévézô hé werzet, mar d-eo ken̄drec’het war ar gwall, a vézô lékéat d’ar marô.

17. Néb en dévézô drouk-pédet gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm, a vézô lékéat d’ar marô.

18. Mar teû daou zén d’en em ren̄daéla, ha mar skô unan war égilé gan̄d eur méan, pé gan̄t hé zourn serret, ha ma n’eo két marô hé-man̄, hôgen mar d’eo gourvézet war hé wélé ;

19. Mar saô, ha ma valé er-méaz war bouez hé vâz ; néb en dévézô skôet gan̄t-han̄ a vézô didamall eûs hé varô ; koulskoudé é tistaolô d’ézhan̄ al labour en dévézô kollet, hag ar péz en dévézô paéet d’al louzaouerien.

20. Mar skô eur ré war hé vével pé war hé vatez gan̄d eur wialen, ha ma varvon̄t étré hé zaouarn, é vézô tamalluz a wall.

21. Hôgen mar bévon̄t goudé eunn deiz pé zaou, na vézô két kastizet, ô véza ma’z in̄t hé drâ.

22. Mar teû tûd d’en em ren̄daéla, ha mar skô eur ré gan̄d eur c’hreg vrazez, ha ma hé laka da zioc’hani, hép ma varv-hî, é ran̄kô rei évit digoll kémen̄d ha ma c’houlennô ann ozac’h, ha kémen̄d a reizô ar varnerien.

23. Hôgen mar teû hî da vervel, é rôiô hén̄ buez évit buez,

24. Lagad évit lagad, dan̄t évid dan̄t, dourn évid dourn, troad évit troad,

25. Losk évit losk, gouli évit gouli, blon̄s évit blon̄s.

26. Mar skô eur ré war lagad hé vével pé hé vatez, ha ma hô laka da véza born, hô laoskô da von̄t-kuît, évid al lagad en dévézô tennet.

27. Mar tenn ivé eunn dan̄t d’hé vével pé d’hé vatez, hô laoskô ivé da von̄t-kuît.

28. Mar skô eunn éjenn gan̄d hé gerniel war eur goaz pé war eur vaouez, ha mar teûon̄t da vervel, é vézô labézet ann éjenn, ha na vézô két debret eûz hé gik ; ha perc’hen ann éjenn a vézô didamall.

29. Mar d-eo techet ann éjenn da skei gan̄d hé gerniel pellik-zô ; ma na zerr két hé berc’hen anézhan̄, goudé ma eo bét aliet ; ha mar teû da laza eur goaz pé eur vaouez, ann éjenn a vézô labézet, hag ar perc’hen a vézô lazet.

30. Ma c’houlenneur dic’haou digan̄t-han̄, é rôiô évid daspréna hé vuez kémen̄d a vézô goulennet digan̄t-han̄.

31. Mar skô gan̄d hé gerniel war eur paotr pé war eur verc’h, ann hévéleb barnédigez a vézô douget.

32. Mar skô war eur mével pé war eur vatez, é vézô rôet d’hô ferc’hen trégon̄t sikl arc’han̄t, hag ann éjenn a vézô labézet.

33. Ma en deûz eur ré digoret eur pun̄s, pé kleûzet eur pun̄s, héb hé c’hôlei, ha mar d-eo kouézet enn-han̄ eunn éjenn pé eunn azen,

34. Perc’hen ar pun̄s a zistôlô talvoudégez al loéned, hag al loen marô a vézô d’ézhan̄.

35. Mar teû éjenn eur ré da c’hlaza éjenn eunn all, ha ma varv hé-man̄, hî a werzô ann éjenn béo, hag é rannin̄t ann dalvoudégez anézhan̄ ; ranna a rain̄t ivé ann éjenn marô étré-z-hô.

36. Hôgen ma wié ar perc’hen pénaoz é skoé ann éjenn gan̄d hé gerniel pellik a ioa, ha ma n’en deûz két hé zerret, é rôiô hén̄ éjenn évid éjenn, hag ann éjenn marô a vézô holl d’ézhan̄.


————