Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
89
ann eksod.



XXII. PENNAD.


Lézennou diwar-benn al laéron̄si, ar c’hadélez, ann in̄tan̄vézed, etc.


1. Ma laer eur ré eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, ha ma hô lâz, pé ma hô gwerz, é tistôlô pemb éjenn évid eunn éjenn, ha pévar dan̄vad évid eunn dan̄vad.

2. Mar béz kavet eul laer ô tispenna pé ô toulla eunn tî, ha goudé béza bét glazet mar teû da vervel, néb en dévezô skôet gan̄t-han̄ na vézô két tamallet hé c’hoad d’ézhan̄.

3. Ma en deûz gréat kémen̄t-sé goudé sav-héol, en deûz gréat eul laz-dén, hag hén̄ a dlé mervel. Ma n’en deûz két al laer péadrâ da zisteûrel ar péz en deûz laéret, é vézô gwerzet hé-unan.

4. Mar béz kavet ez béô enn hé di ar péz en deûz laéret, pé eunn éjenn, pé eunn azen, pé eunn dan̄vad, é tistôlô daou-c’hémen̄t all.

5. Mar teû eur ré da wasta eur park pé eur winien, ô lakaad hé loen da beûri ar péz n’eo két d’ézhan̄, é tistôlô évid ann dic’haou a vézô prizet, ar péz a vézô gwella enn hé bark pé enn hé winien hé-unan.

6. Mar béz lékéat ann tân̄ da grégi enn drein, ha mar teû da zévi ar berniou éd, pé ann éd a zô c’hoaz er parkou, néb en dévézô lékéad ann tân̄ da grégi a zistôlô ar gaou.

7. Ma eo deûz eur ré fisiet enn hé viñoun arc’han̄t, pé eul léstr-bennâg, évid hé virout, ha mar d-eo bét laéret é-ti ann hini da béhini é oa bét rôet, mar béz kavet al laer, é tistôlô daou-c’hémen̄t all.

8. Ma na gaveur két al laer, perc’hen ann tî a iélô da gaout ar varnerien, hag a douô pénaoz n’en deûz két astennet hé zourn war drâ hé amézek,

9. Évid ôber gaou out-han̄, pé enn hé éjenn, pé enn hé azen, pe enn hé zan̄vad, pé enn hé ziḻad, pé enn eunn dra all en défé kollet ; abek pép-hini a vézô évéséet-mâd out-hi dirâg ar varnérien ; ha ma varnon̄t enn hé énep, é tistôlô daou-c’hémen̄t all d’hé amezek.

10. Ma en deûz eur ré fisiet enn hé amézek eunn azen, pé eunn éjenn, pé eunn dan̄vad, pé eul loen all ; ha mar teû da vervel pé da fallaat, pé da véza kéméret gan̄d ann énébourien, héb béza bét gwélet gan̄d dén ;

11. É touô dirâg ar varnérien, pénaoz n’en deûz két astennet hé zourn war drâ hé amézek ; hag ar perc’hen a gémérô da vâd al lé-zé, hag égilé na vézô két red d’ézhan̄ disteûrel nétra.

12. Mar d-eo skrapet gan̄d al laer, é tistôlô ann dic’haou d’ar perc’hen.

13. Mar d-eo loun̄ket gan̄d al loen ferô, é tiskouézô d’ar perc’hen pénaoz eo bét lazet, ha na zistôlô két.

14. Ma emprést eur ré unan eûz ar ré-man̄ oud hé amézek, ha mar teû da fallaat pé da vervel, pa na oa két hé berc’hen énô, é vézô réd d’ézhan̄ disteûrel.

15. Mar d-éma ar perc’hen énô, na zistôlô két égilé, dreist-holl ma en deûz hé gaset évit tenna gounid diout-han̄.

16. Mar teû eur ré da walla eur plac’h-iaouan̄k ha na vézô két c’hoaz dimézet, ha mar kousk gan̄t-hî, éc’h argouraouô anézhî, hag hé c’hemérô da c’hrég.

17. Ma na fell két da dâd ar plac’h-iaouan̄k hé rei d’ézhan̄, é rôi-hén̄ d’ann tâd ann arc’han̄t a rôeur peûr-vuia d’ar plac’hed-iaouan̄k évid hô dimézi.

18. Na lézot két hô buez gand ar strobinellérien.

19. Piou-bennâg en em barô gan̄t eul loen (M), a vézô lékéad d’ar marô.

20. Néb a azeûlô douéed all néméd ann Aotrou hép-kén, a vézô lazet.

21. Na zoaniot két ha na c’hlac’harot két ann diavésiad ; râk diavésidi oc’h bét hoc’h-unan é brô ann Éjipt.

22. Na réot kéd a c’haou oud ann in̄tan̄vez nag oud ann emzivad.

23. Ma rît gaou out-hô, é c’harmin̄t étrézég enn-oun, ha mé a zélaouô hô garmou ;

24. Ha drouk a zavô enn-oun enn hoc’h énep (T), ha mé hô lakai da vervel gan̄d ar c’hlézé, hag hô kragez a