Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
ann eksod.

23. Râg ann Aotrou a dréménô hag a skôi gan̄d ann Éjiptianed ; ha pa wélô ar goâd war ar gourin, ha war ann daou bost, é tréménô é-biou d’hô tî, ha na lézô két ar gwaster da von̄d enn hô tiez, ha da skei gan-é-hoc’h.

24. Mir ar gér-man̄ ével eunn dra reiz évid-od, hag évid da vugalé da-vikenn.

25. Ha pa viot éat enn douar a rôi d’é-hoc’h ann Aotrou, hervez hé c’hér, é mirod al lidou-zé.

26. Ha pa lavarô d’é-hoc’h hô pugalé : Pétrâ eo al lîd-zé ?

27. É léverrot d’ézhô : Viktim tréménadur ann Aotrou éo, pa dréménaz é-biou da diez bugalé Israel enn Éjipt, pa skôaz gan̄d ann Éjiptianed ha pa zieûbaz hon tiez. Neûzé ar bobl a stouaz hag a azeûlaz ann Aotrou.

28. Ha bugalé Israel ô véza éat-kuît, a réaz ével m’en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez ha da Aaron.

29. Hôgen wardrô hanter-nôz, ann Aotrou a skôaz gan̄d pép ken̄ta-ganet é brô ann Éjipt, adalek ken̄ta-ganet Faraon, péhini a oa azézet war hé drôn, bété ken̄ta-ganet ar sklavez, péhini a oa er vac’h, ha pép ken̄ta-ganet al loéned.

30. Faraon a zavaz a-zoug ann nôz, hén hag hé holl zervicherien, hag ann holl Éjiptianed ; hag eur c’harm brâz a zavaz enn Éjipt ; râk né oa ti é-béd é péhini n’en em gavé eunn dén marô.

31. Ha Faraon ô véza galvet Moizez hag Aaron enn hévélep nôz, a lavaraz d’ézhô : Savit, hag it-kuît eûz a greiz va fobl, c’houi ha bugalé Israel ; ît, ha grîd eur sakrifiz d’ann Aotrou, ével ma livirit.

32. Kasit gan-é-hoc’h hô tén̄ved hag hô saoud, ével ma hoc’h eûz hé c’houlennet, hag ô von̄t-kuît bennigit ac’hanoun.

33. Ann Éjiptianed a zifrée ivé ar bobl da von̄t buan er-méaz eûz ar vrô, ô lavarout : Holl é varvimp.

34. Ar bobl a géméraz ann toaz ken̄t ma oa gô ; ha goudé béza hé éréet enn hô diḻad, hel lekéjon̄t war hô diskoaz.

35. Bugalé Israel a réaz ivé ar péz en dôa gourc’hémennet Moizez ; hag hî a c’houlennaz digan̄d ann Éjiptianed listri arc’han̄t hag aour, ha kalz a ziḻad.

36. Hag ann Aotrou a lékéaz hé bobl da gaout trugarez dirâg ann Éjiptianed évit ma rajé ar ré-man̄ dudi d’ézhô : hag hî a zibourc’haz ann Éjiptianed.

37. Ha bugalé Israel a iéaz-kuît eûz a Ramésez da Zokot, hag hî war-drô c’houéch kan̄t mil dén war droad, hép nivéri ar vugalé.

38. Hôgen béz’ éz oa enn hô mesk eul lôd brâz a bobl, ha kalz a zén̄ved, a zaoud, hag a loéned a bép rumm.

39. Hag hî a boazaz ann toaz hô dôa digaset a névez oa eûz ann Éjipt ; hag é réjon̄t baraou dic’hoell poazet dindân al ludu ; râk n’hô dôa két gellet hô lakaad da c’hôi, ô véza ma hô rédié ann Éjiptianed da von̄t-kuit ha n’hô lezen̄t két da zaléa ; ha n’hô dôa két gellet ken-nébeût aoza boéd é-béd évid ann hen̄t.

40. Hôgen ann amzer ma oa choumet bugalé Israel enn Éjipt, a oé eûz a bévar-c’han̄t trégon̄t vloaz ;

41. Goudé péré, enn hévélep deiz holl armé ann Aotrou a iéaz er méaz eûz ann Éjipt.

42. Ann nôz-zé é péhini ann Aotrou en deûz hô zennet eûz ann Éjipt, a dlé béza miret d’ann Aotrou : miret é tlé béza gan̄t holl vugalé Israel, ha gan̄t hô gwenn.

43. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez ha da Aaron : Chétu aman̄ lid ar Pask. Diavésiad é-béd na zébrô anézhan̄.

44. Pép sklâv a vézô bét prénet, a vézô amdrouc’het, ha goudé-zé é tebrô anézhan̄.

45. Ann diavésiad hag ar gôpraer na zebrin̄t két anézhan̄.

46. Enn eunn ti hepken é vézô debret. Na zougot két eûz hé gîk er-méaz ; ha na dorrot askourn é-béd d’ezhan̄.

47. Holl strollad Israel a rai anezhan̄.

48. Mar fell da eunn diavésiad en em unani gan-é-hoc’h, hag ôber Pask ann Aotrou, ra vézô amdrouc’het pép