Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/110

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
76
ann eksod.

Faraon, péhini na lézaz két bugalé Israel da von̄t-kuît eûz hé vrô.


————


XII. PENNAD.


Oan bask. Bara dic’hoell. Marô ar ré gen̄ta-ganet eûz ann Éjipt.


1. Ann Aotrou a lavaraz ivé da Voizez ha da Aaron, é douar ann Éjipt :

2. Ar mîz~man̄ a vézô évid-hoc’h ar c’hen̄ta eûz ar misiou ; ar c’hen̄ta é vézô eûz a visiou ar bloaz.

3. Komzit oud holl bagad bugalé Israel, ha livirid d’ézhô : D’ann dékved deiz eûz ar mîz-man̄, ra gémérô pép-hini eunn oan évid hé dûd hag évid hé dî.

4. Hôgen ma n’eûz két a-walc’h a dûd enn tî évit dibri ann oan, é kémérô é tî hé amézek, ann tosta d’hé hini, ann niver a dûd a vézô red évid dibri ann oan.

5. Ann oan a vézô dinam, pâr ha bloasiad. Béz’ é hellot ivé kéméroud eur menn-gaour, gan̄t ma vézô ével sé.

6. Ha c’houi hé virô bétég ar pévarzékved deiz eûz ar mîz-zé ; hag ann niver brâz eûz a vugalé Israel a lazô anézhan̄ war ar pardaez.

7. Hag hî a gémérô eûz hé c’hoad, hag a lakai war ann daou bost ha war c’hourinou ann ôriou eûz ann tiez é péré é tebrin̄t anézhan̄.

8. Hag ar c’hig a zebrin̄t enn nôz-zé, goudé béza hé rostet oud ann tân, ha baraou dic’hoell, gan̄t lezégézed c’houéz.

9. Na zebrot anézhan̄ nétrâ a griz, na poazet enn dour, hôgen hép-kén rôstet oud ann tân ; dibri a réot hé benn, gan̄d hé dreid hag hé vouzellou.

10. Ha na choumô nétrâ anézhan̄ bétég ar min̄tin. Mar choum eunn dra-bennâg, hel loskot enn tân.

11. Hôgen ével-henn hen debrot : hô tigroazel a c’hourizot, péb a ré voutou hô pézô enn hô treid, hag eur vâz enn hô tourn, hag é tebrot buan, râg ar Pask eo, da lavaroud eo, tréménadur ann Aotrou.

12. Ha mé a dréménô dré vrô ann Éjipt enn nôz-zé, hag a skôi gan̄t pép ken̄ta-ganet é douar ann Éjipt, adaleg ann dén, bétég al loen ; ha mé a zougô va barn war holl zouéou ann Éjipt, mé péhini eo ann Aotrou.

13. Hôgen ar goâd a vézô d’é-hoc’h da arouéz enn tiez é péré é viot ; ha pa wélinn ar goâd, é tréméninn é-biou d’é-hoc’h ; hag ar gouli gwastuz na gouézô két war-n-hoc’h, pa skôinn war zouar ann Éjipt.

14. Ann deiz-man̄ a vézô da vének d’é-hoc’h, ha c’houi her mirô da c’houel d’ann Aotrou a-wenn-é-wenn dré eul lid peûr-baduz.

15. É-pâd seiz dervez é tebrot bara dic’hoell. Adaleg ann deiz ken̄ta na vézô kéd a c’hoell enn hô tiez ; ha piou-bennâg a zébrô bara goell adaleg ann deiz ken̄ta bétég ar seizved deiz, a gollô hé vuez enn Israel.

16. Ann deiz ken̄ta a vézô san̄tel ha liduz, hag ar seizved deiz a vézô ivé eur gouel kenn énoruz hag égilé. Na réot labour é-béd enn deisiou zé, némed é kémen̄d a zell oud ar boéd.

17. Miroud a réod éta gouel ar bara dic’hoell ; râg enn deiz-zé eo é tigasinn hoc’h armé er-méaz eûz a vrô ann Éjipt ; hag é mirot ann deiz-zé a-wenn-é-wenn dré eul lid peûr-baduz.

18. Er miz ken̄ta, d’ar pevarzekved deiz eûz ar mîz, war ar pardaez, é tebrot bara dic’hoell, bétég ann unan war-n-ugen̄t eûz ann hévélep mîz war ar pardaez.

19. E-pâd seiz dervez na vézô két kavet a c’hoell enn hô tiez. Piou bennâg a zebrô bara goell, a gollô hé vuez é-kreiz Israel, kenn ann dûd a-ziavéaz, kenn tûd ar vrô. (T).

20. Na zebrot nétra a vé goell enn-han̄ (T) ; enn hô tiez holl é tebrot bara dic’hoell.

21. Hôgen Moizez a c’halvaz ann holl ré gôz eûz a vugalé Israel, hag a lavaraz d’ézhô : It ha kémérid eunn oan dré bép tiad, ha lazid ar Pask.

22. Soubit eur vôdennik sikadez er goâd a zô war-harz ann ôr, ha sparfit gan̄t-han̄ ar gourin, hag ann daou bost. N’az aet hini ac’hanoc’h er-méaz eûz a zôr hé di abarz ar min̄tin.