Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/609

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
607
d’ann éfézied.

kéd da her da rouan̄télez ar C’hrist ha Doué.

6. Na douelled dén ac’hanoc’h gan̄t komsiou gwân ; râg enn abek da gémen̄t-sé eo é kouéz buanégez Doué war vugalé diskrédik.

7. Na vézit kéd éta kévrenneien gan̄t-hô.

8. Râk ken̄t é oac’h enn dévalien, hôgen bréma oc’h goulou enn Aotrou. Kerzid ével bugalé ar goulou ;

9. Râk frouez ar goulou a zô é pép mâd, enn eeunder, hag er wirionez.

10. En̄klaskid ar péz a zô hétuz da Zoué ;

11. Ha na gémérit kéd a lôd é ôberiou difrouez ann dévalien, hôgen enn-énep tamallit-hô.

12. Râk mézuz é vé zô-kén lavarout ar péz a réon̄t enn disgwél.

13. Hôgen kémen̄d a hell béza tamallet, a zô skléréet gan̄d ar goulou ; rak kémen̄d a sklera, a zô goulou.

14. Dré-zé eo bét lavaret : Saô, té péhini a zô kousket, saô eûz a douez ar ré varô, hag ar C’hrist a c’houlaouô ac’hanod.

15. Likid évez éta, va breûdeûr, da gerzout gan̄t furnez ; nann ével tud diboell,

16. Hôgen ével tûd poellek, péré a zasprén ann amzer ; râg ann deisiou a zô drouk.

17. Na vézit kéd éta diévez, hôgen poellit pétrâ eo ioul Doué.

18. Ha na vezvit két gan̄t gwin, é péhini éma al likaouérez ; hôgen en em leûñit eûz ar Spéred-San̄tel,

19. O komza étre-z-hoc’h eûz a zalmou, eûz a himnou, hag eûz a ganaouennou spéréduz ; ô kana hag ô salmi enn hô kalounou meûleûdiou ann Aotrou :

20. O trugarékaat bépréd eûz a bép-trâ Doué ann Tâd, é hanô hon Aotrou Jézuz-Krist.

21. O pléga ann eil d’égilé é doujan̄s ar C’hrist.

22. Ra blégô ar gragez d’hô ézec’h, ével d’ann Aotrou ;

23. Râg ann ozac’h a zô ar penn eûz ar c’hrég, ével ma eo ar C’hrist ar penn eûz ann Iliz ; hag hén̄ a zô ivé salver hé c’horf.

24. Ével éta ma plég ann Iliz d’ar C’hrist, ével-sé é tlé ivé ar gragez pléga d’hô ézec’h é pép-trâ.

25. Ézec’h, karid hô kragez, ével ma en deûz ar C’hrist karet hé Iliz, ha ma’z eo en em rôed hé-unan évit-hi,

26. Évid hé san̄téla, goudé béza hé glanet é kibel ann dour dré ar gér a vuez ;

27. Évit ma hé lakajé da zon̄d dira-z-han̄ leûn a c’hloar, hép namm, hép roufen, ha nétrâ all ével-sé, hôgen ô véza san̄t ha dinamm.

28. Ével sé ann ézec’h a dlé karoud hô gragez ével hô c’horf hô-unan. Néb a gâr hé c’hrég, en em gar hé-unan.

29. Râk dén na gasa népréd hé gîk hé-unan : hôgen hé vaga hag hé gen̄derchel a ra, ével ma ra ar C’hrist é-kén̄ver hé Iliz ;

30. Râk nî a zô izili hé c’horf, gréat eûz hé gîk hag eûz hé eskern.

31. Dré-zé ann ozac’h a guitai hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég ; hag é vézin̄d daou enn eur c’hîk hép-kén.

32. Ar sakraman̄t-zé a zô brâz ; mé a lavar er C’hrist hag enn Iliz.

33. Hôgen ra garô pép-hini ac’hanoc’h hé c’hrég ével-t-han̄ hé-unan ; ha ra zoujô ar c’hrég hé ozac’h.


————
VI. PENNAD.


1. Bugalé, sen̄tit ouc’h hô tadou hag ouc’h hô mammou enn Aotrou ; rag eunn dra dléed eo.

2. Énor ha dâd ha da vamm (ar chen̄ta gourc’hémenn eo da béhini en deûz Doué diouganet eur gôbr) ;

3. Évit ma teûiô mâd d’îd, ha ma vévi pell war ann douar.

4. Ha c’houi, tadou, na hégit két hô pugalé ; hôgen savid anézhô oc’h hô deski hag oc’h hô zamallout hervez ann Aotrou.

5. Mévellou, sen̄tit oud ar ré a zô hoc’h aotrounez hervez ar c’hik, gan̄d aoun ha gan̄d doujan̄s, é eeunder hô kaloun, ével oud ar C’hrist hé-unan :

6. Nann évid hô servicha hép-kén