Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/608

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
606
lizer san̄t paol abostol

da gen̄ta er c’hévrennou douna eûz ann douar ?

10. Ann hini a zô diskennet eo ivé ann hini a zô bét piñet dreist ann holl Én̄vou, évit sévéni pép-trâ.

11. Hâg hén̄ eo en deûz rôet lôd da Ébestel, lôd da Broféded, ré all da Aviélérien, ré all da Bastored, ré all da Zoktored ;

12. Évit klôkaad ar zen̄t é labour hô c’harg, hag évit sével korf ar C’hrist ;

13. Bété ma tizimp holl unvez ar feiz, hag anaoudégez Mâb Doué, enn eunn dén klôk, é kemm ann oad eûz a leûnder ar C’hrist ;

14. Évit na vézimp mui ével bugalé arvaruz, ha na vézimp két trôzouget gan̄t péb avel ann deskadurez, dré zrougiez ann dûd, ha dré ann touellérez gant péhini é tougon̄d d’ar fazi ;

15. Hôgen oc’h heûlia ar wirionez er garan̄tez, ma kreskimp é pép-trâ é Jézuz-Krist, péhini eo hor penn ;

16. Dré béhini ar c’horf holl frammet hag unvanet dré bép mell, a zigémer ar c’hresk, hervez ar ven̄t a zéré da bép-hini eûz ann izili, évit ma savô ével-sé dré ar garan̄tez.

17. Hel lavaroud a rann éta d’é-hoc’h, ha tést ounn eûz a gémen̄t-sé dirâg ann Aotrou, pénaoz na gerzot mui ével ma kerz ar Jen̄tiled all, é fougé hô ménoz,

18. Péré hô deûz hô skian̄t leûn a dévalien, péré a zô pelléet eûz a vuez Doué ; enn abek d’ann diwiziégez a zô enn-hô, ha da zallen̄tez hô c’haloun :

19. Péré ô véza kollet pép fisian̄s gan̄t-hô, a zô en em rôet d’al lousdôni, évid en em deûrel gan̄t fô é péb hudurnez, hag er bizôni.

20. Hôgen c’houi, né kéd ar péz hoc’h eûz desket é skôl ar C’hrist,

21. Pa eo gwîr hoc’h eûz klevet ha desket énô, hervez ar wirionez eûz a gélénnadurez Jézuz :

22. Pénaoz é tléit kâs-kuit ann dén kôz, hervez hô puez ken̄ta, péhini a zeû da vreina dre ar c’hoan̄tou touelluz ;

23. Hag en em névézi é spéred hô ménoz,

24. Ha gwiska ann dén nevez, péhini a zô krouet hervez Doué er wirionez hag é san̄télez ar wirionez.

25. Dré-zé ô tisteûrel pép gaou, ra lavarô pép-hini ar wirionez d’hé nésa, ô véza ma’z omp ann izili ann eil eûz égilé.

26. Buanékait, ha na béc’hit két : na guzet két ann héol war hô puanégez.

27. Na rôit kéd a léac’h d’ann diaoul :

28. Néb a laéré, na laéret mui ; hôgen labouret, ha gréat eunn dra-bennâg a vâd gan̄d hé zaouarn, évit ma en dévézô péadrâ da rei d’ar ré a zô diénez gan̄t-hô.

29. Na zeûet er-méaz eûz hô kénou lavar droug é-béd : hôgen na zeûet némét lavariou mâd évit sével ar feiz, hag évid digas ar c’hrâs d’ar ré hô sélaou.

30. Ha na dristait két Spéred-San̄tel Doué, é péhini oc’h bét arouézet évit deiz ann dasprénadurez.

31. Taolid er-méaz ac’hanoc’h pép c’houervder, péb buanégez, pép frouden, pép garmérez, pép téôdad, ha pép drougiez.

32. Hôgen bézit mâd ann eil é-kén̄ver égilé : bézit trugarézuz, ha distaolit hô kwallou ann eil d’égilé, ével ma en deûz Doué distaoled d’é-hoc’h é Jézuz-Krist.


————
V. PENNAD.


1. Bézit éta heûlierien Doué, ével bugalé karet-mâd :

2. Ha kerzit er garan̄tez, ével ma en deûz ar C’hrist hor c’haret, hag en em rôed hé-unan évid-omp da Zoué, ével eur c’hinnig hag eunn hostiv a c’houés vâd.

3. Hôgen na vézet két klevet hanô enn hô touez nag eûz a c’hadélez, nag eûz a lousdôni é-béd, nag eûz a bizôni, ével ma téré da zen̄t :

4. Na komsiou hudur, na ré foll, na ré farsuz, ar péz na zéré kéd oud ho stâd ; hôgen ken̄toc’h livirit trugarez.

5. Râg gwézid ervâd pénaoz kémen̄d hini a zô gadal, pé hudur, pé ré biz, ar péz a zô azeûli ann idolou, na zeûi