Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/593

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
591
d’ar gorin̄tied.

4. O pidi ac’hanomp gant kalz a striv da zigémérout hô aluzennou, ha da gémérout lôd eûz a bréder ar ré hô c’hasé d’ar Zen̄t.

5. Ha n’hô deûz két gréat hép-kén ar péz a c’hédemp, hôgen en em rôed in̄t hô-unan da gen̄ta d’ann Aotrou, ha goudé d’é-omp-ni dré ioul Doué.

6. Enn hévélep doaré ma hon eûz pédet Tituz, ével ma en deûz déraouet, da beûr-ôber ar c’hrâs-zé enn-hoc’h.

7. Hôgen ével ma founnit é pép-trâ, é feiz, é geriou, é gwiziégez, é pép préder, hag ouc’h-penn er garan̄tez hoc’h eûz évid-omp, é founnot ivé er c’hrâs-zé.

8. Na lavarann két koulskoudé ann drâ-man̄ évid ôber eur gourc’hémenn d’é-hoc’h : hôgen hép-kén évid hô tougen dré ar skouér eûz a bréder ar ré all, da rei merkou mâd eûz hô karan̄tez.

9. Râk c’houi a anavez madélez hon Aotrou Jézuz-Krist, péhini, hag hén̄ pinvidik, a zô deûed da véza paour enn abek d’é-hoc’h, évit ma teûjac’h da binvidik dré hé baouren̄tez.

10. Eunn ali eo a rôann aman̄ d’é-hoc’h, ô véza ma eo gouniduz d’é-hoc’h ; c’houi péré hoc’h eûz déraouet nann hép-kén d’hé ôber, hôgen ivé d’hé iouli adaleg ar bloaz all.

11. Peûr-c’hrit éta bréma ar péz hoc’h eûz déraouet ; évit, ével ma eo bét téar hoc’h ioul da ôber vâd d’hô preûdeûr, ével-sé ivé é teûod d’hé sévéni gan̄d ar péz hoc’h eûz.

12. Râk mar d-eo téar ioul eur ré, é véz digéméret évid ar péz en deûz, ha nann évid ar péz n’en deûz két.

13. Ha na fell kéd d’in é vé diboaniet ar ré all, hag é vec’h ré garget ; hôgen kémen̄d-ha-kémen̄t.

14. Ra zalc’hô léac’h bréma hô founder d’hô faouren̄tez, évit ma vézô fréalzet hô paouren̄tez gan̄d hô founder, ha ma teûi ar geit,

15. Ével ma eo skrivet : Ann hini a zastumas kalz, n’en doé két muioc’h, hag ann hini o zastumaz nébeût, n’en doé két nébeûtoc’h.

16. Hôgen trugarékaad a rann Doué, ô véza ma en deûz rôed da galoun Tituz ann hévélep préder em eûz évid-hoc’h.

17. Râk digéméret mâd eo va féden gan̄t-han̄ ; hag ô véza lékéat c’hoaz muioc’h a bréder, eo éat d’hô kavout anézhan̄ hé-unan.

18. Kaset hon euz ivé gan̄t-han̄ hor breûr, péhini a zô meûlet brâz dré ann Aviel enn holl Ilizou ;

19. Ha péhini ouc’h-penn a zô dilennet gan̄d ann Ilizou évit mon̄t gan-é-omp enn hen̄t, er c’hrâs-man̄ a réomp évit gloar ann Aotrou, hag évit skoazia hon ioul vâd.

20. Hag é fell d’é-omp miront na vemp tamallet évid ar founder-zé hon eûz méret.

21. Râg ôber a reomb ar mâd gan̄d évez brâz, nann hép-kén dirâk Doué, hôgen ivé dirâg ann dûd.

22. Kaset hon euz c’hoaz gan̄t-hô hor breûr, péhini hon eûz anavézet évit béza évésiek é meur a zarvoud : ha kalz eo évésiékoch bréman̄, nî a esper ervâd hen digémérot,

23. Hag ivé Tituz, péhini a zô va eil, ha va skoazel enn hô kounid, hag ivé hor breûdeûr all, Ébestel ann Ilizou, gloar ar C’hrist.

24. Diskouézid éta d’ézhô dirâg ann Ilizou pétrâ eo hô karan̄tez, ha pénaoz é tellézit ar meûleûdi hon eûz rôed d’é-hoc’h.


————
IX. PENNAD.


1. Didalvez é vé d’in skriva c’hoaz d’é-hoc’h diwar-benn ann aluzennou a dléeur da rei d’ar zen̄t.

2. Râg gouzoud a rann pénaoz hô kaloun a zô trumm : ha dré-zé eo en em veûlann ac’hanoc’h dirâg ar Vasédonied, ô lavaroud d’ézhô pénaoz ann Akaia a zô daré abaoé ar bloaz tréménet, ha pénaoz hô ken̄damouez é deûz ken̄traouet meûr a hini.

3. Râk-sé em eûz kaset hor breûdeûr : évit n’am bézô két hô meûlet enn-aner diwar-benn kémen̄t-sé, ha ma viot kavet daré, ével ma em eûz hé lavaret :

4. Gan̄d aoun, pa zeûi ar Vasédo-