Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/594

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
592
eil lizer san̄t paol abostol

nied gan-én̄, na gafchen̄t ac’hanoc’h dibaré, ha na zeûchen̄t da rusia (évit na livirimp két é vé c’houi) diwar-benn kémen̄t-sé.

5. Réd em eûz kavet éta pidi hor breûdeûr da von̄d d’hô kavout em raok, évit ma vézô daré ann aluzen é oac’h en em wéstlet da ôber, hôgen ével eur bennoz, ha nann ével dré bizôni.

6. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz néb a had gan̄t pizôni, a védô pan̄t pizôni, ha néb a had gan̄d founder, a védô gan̄t founder.

7. Ra rôi pép-hini ar pez en dévézô lékéad enn hé galoun da rei, nann gan̄t tristidigez, pé ével dré rédi ; râk Doué a gâr ann hini a rô gan̄t lévénez.

8. Ha Doué a zô galloudek évid hô karga a béb seurt grasou, évit pa hô pézô é péb amzer hag é pép trâ kémen̄t ha ma hoc’h eûz ézomm, hô pézô gan̄t founder péadrâ da brédéria a bép seurt mâd-ôberiou :

9. Ével ma eo skrivet : Darnaoui a ra hé vadou ; hô rei a ra d’ar béorien : hé wirionez a badô da virvikenn.

10. Ann hini a rô ann hâd d’ann hader, a rôi d’é-hoc’h bara da zibri, hag a greskô taoliou frouez hô kwirionez ;

ll. Évit ma viot pinvidik é pép-trâ ha gan̄t pép largen̄tez ; ar péz hol laka da drugarékaat stard Doué.

12. Râg ar péz a rôit dré hon daouarn-ni, na zalc’h két léac’h hép-kén da ziouér ar Zen̄t, hôgen ivé é founna dré ann holl drugarézou a zigas da Zoué ;

13. Hag ar ré hô deûz lôd enn hô largen̄tez dré hon daouarn, a veûl Doué eûz ann doujan̄s a an̄savit évid Aviel ar C’hrist, hag eûz ar vadélez gan̄t péhini é rôit lôd eûz hô madou, ha d’ézhô, ha d’ar ré all holl ;

14. Hag a béd évid-hoc’h, hag a c’hoan̄ta hô kwélout, enn abek dar c’hrâs c’houék hoc’h eûz béd digan̄d Doué.

15. Ra vézô meûlet Doué eûz hé rô dilavaruz.


————
X. PENNAD.


1. Hôgen mé va-unan Paol, é pédann ac’hanoc’h dré gun̄vélez ha dré boell ar C’hrist, mé péhini pa’z ounn bézan̄d a zô dislébet dira-z-hoc’h, ha pa’z ounn ézvézan̄d a zô her enn hô kén̄ver ;

2. É pédann ac’hanoc’h na vézô két réd d’in, pa vézinn bézan̄d, d’en em réna gan̄d herder, ével ma venneur, é-kén̄ver hiniennou, péré a laka enn hô fenn pénaoz é kerzomp hervez ar c’hîk.

3. Râk pétrâ-bennâg ma kerzomp er c’hîk, na stourmomp két hervez ar c’hîk.

4. Armou hor soudarded-ni n’in̄t két kiguz ; hôgen gallouduz in̄t é Doué évid diskara ar c’hestel, hag évit terri ar c’huzuliou,

5. Ha kémen̄d a zâv ré huel a-énep gwiziégez Doué, hag évit lakaad é sklavérez ann holl spéréjou é doujan̄s ar C’hrist ;

6. Pa hon euz étré hon daouarn ar galloud da wana ann holl zizen̄tidigez, pa vézô leûniet hô sen̄tidigez.

7. Sellid ouc’h ann traou diouc’h ann doaré. Ma venn eur ré enn-han̄ hé-unan pénaoz éma d’ar C’hrist, ra vennô ivé enn-han̄ hé-unan pénaoz, ével ma éma d’ar C’hrist, émomb ivé d’ar C’hrist.

8. Râk, ha pa en em veûlfenn muioc’h eûz ar galloud en deûz rôed ann Aotrou d’é-omp évit rei ken̄tel vâd d’é-hoc’h, ha nann évid hô tiskar, na zeûjenn kéd da rusia.

9. Hôgen évit na vézô két krédet pénaoz é fell d’é-omp hô spoun̄ta gan̄t lizéri :

10. Râk lizéri Paol, émé-z-hô, a zô poelluz ha kré ; hôgen pa éma bézan̄d, hé gorf a zô gwân, hag hé lavar a zô dister :

11. Ra vennô ann hini a lavar ével-sé, pénaoz ével ma komzomp enn hol lizéri ha ni ezvézan̄d, enn hévélep doaré en em rénomp enn hon ôbériou ha nî bézan̄d.

12. Râk na grédomp két en em lakaad é ren̄k hiniennou péré en em