Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/571

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
569
ken̄ta lizer san̄t paol abostol d’ar gorin̄tied.

18. Râg ar gér eûz ar groaz a zô follén̄tez évîd ar ré a ia da goll : hôgen évid ar ré a zô savétéet, da lavaroud eo évid-omp eo ners Doué.

19. Râk skrived eo : Kolla a rinn furnez ar ré fûr, ha disteûrel a rinn poell ar ré boellek.

20. Péléac’h éma ann dén-fur ? Péléac’h éma ar skrib ? Péléac’h éma en̄klasker ar béd-man̄ ? Ha n’en deûz kéd Doué lékéad da follen̄tez furnez ar béd-man̄ ?

21. Râk Doué ô wélout pénaoz ar béd gan̄d hé furnez n’en deûz kéd anavézet Doué enn hé furnez, a zô felled d’ézhan̄ savétei dré follen̄tez ar brézégen ar ré a grédfé enn-han̄.

22. Ar Iuzevien a c’houlenn arouésiou, hag ar Jen̄tiled a glask ar furnez :

23. Hôgen nî a brézeg ar C’hrist lékéad oud ar groaz : ar péz a zô eur gwall-skouér évid ar Iuzevien, hag eur follen̄tez évid ar Jen̄tiled ;

24. Ar C’hrist péhini eo ners Doué ha furnez Doué, d’ar ré a zô galvet Iuzevien ha Jen̄tiled ;

25. Râg ar péz a zô follen̄tez é Doué war hô ménoz, a zô furoc’h éget furnez ann dûd ; hag ar pez a zô gwander é Doué war hô ménoz, a zô kréoc’h éget ners ann dûd.

26. Sellit, va breûdeûr, oud hô kalvédigez ; nébeûd ac’hanoc’h a zô fûr hervez ar c’hîk, nébeud a zô galloudek, nébeûd a zô nobl.

27. Hôgen Doué en deûz dilennet a ré a zô foll hervez ar béd, évit mézékaad ar ré fûr ; Doué en deûz dilennet ar ré wân hervez ar béd, évit mézékaat ar ré gré.

28. Doué en deûz dilennet ar péz a ioa ann distéra hag ann displéta hervez ar béd, hag ar péz né oa nétrâ, évit kâs-da-nétra ar péz a ioa :

29. Évit na zeûjé nép dén da fougéa dira-z-han̄.

30. Dré énô eo oc’h lékéat é Jézuz-Krist, péhini a zô bét rôet gan̄d Doué d’é-omp évit béza hor furnez, hor gwirionez, hor san̄télédigez hag hon dasprénadurez ;

31. Évit, ével ma eo skrivet : Mar teû eur ré da fougéa, ra fougéô enn Aotrou.


————
II. PENNAD.


1. Évid-oun-mé, va breûdeûr, pa ounn deûet étrézég enn-hoc’h, évid diskleria d’é-hoc’h Aviel ar C’hrist, n’ounn kéd deûet gan̄t komsiou hélavar, gan̄t komsiou ar furnez.

2. Râk n’ouon kéd en em varnet gwiziek enn hô touez é nétrâ, néméd é-kén̄ver Jézuz-Krist, ha Jézuz-Krist staget oud ar groaz.

3. Hag é-pâd ounn bét enn hô touez, ounn bét bépréd er gwander, er spoun̄t hag er c’hrén.

4. Hag em c’homsiou, hag em prézégennou, n’ém eûz két lékéat geriou ken̄drec’huz furnez ann̄ dén, hôgen diskleriadur ar spéred hag ann ners ;

5. Évit n’en em gavô kéd hô feiz é furnez ann dûd, hôgen é ners Doué.

6. Hôgen nî a brezeg ar furnez d’ar ré zinam, nann furnez ar béd-man̄, na furnez prin̄sed ar béd-man, péré a ia é disman̄t :

7. Hôgen prézégi a réomp furnez Doué er mister, péhini a zô kuzet, hag en deûz ken̄d-dileûret Doué a-raog ann amzeriou évid hor gloar ;

8. Péhini n’eo bét anavézet gan̄d hini eûz a brin̄sed ar béd-man̄ : rak ma hô défé hé anavézet, n’hô défé biskoaz staged oud ar groaz Aotrou ar c’hloar.

9. Hôgen ével ma eo skrivet : Al lagad n’en deûz két gwélet, ar skouarn n’é deûz két klevet, kaloun ann dén n’é deûz két poellet ar péz en deûz aozed Doué évid ar ré a gâr anézhan̄.

10. Hôgen Doué en deûz hé ziskleriet d’é-omp dré hé Spéred. Râg ar Spéred a furch pép-trâ bétég ann traou douna eûz a Zoué.

11. Râk piou eûz ann dûd a oar ar péz a zô enn dén, néméd spéred ann dén, a zô enn-han̄ ? Ével-sé dén na anavez ar péz a zô é Doué, néméd Spéred Doué.

12. Hôgen nî, n’hon eûz két digéméret spéred ar béd, hôgen Spéred Doué, évit ma wézimp ar péz a zô rôed d’é-omp gan̄d Doué.

13. Ha nî a brézeg ann dra-zé, nann gan̄d ar geriou a zesk furnez