Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/572

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
570
ken̄ta lizer san̄t paol abostol

ann dén, hôgen gan̄d ar ré a zesk ar Spéred, oc’h hévélébékaad gan̄t spéred ann traou spéréduz.

14. Hôgen ann dén anéval na hell kéd digéméroud ann traou a zeû eûz a Spéred Doué : râk follen̄tez in̄t évit-han̄, ha na hell két hô foella : râk enn eunn doaré spéréduz eo é tléeur hô ardamézi.

15. Hôgen ann dén spéréduz a varn pép-trâ : hag hén̄ n’eo barnet gan̄d dén.

16. Râk piou a anavez mennoz ann Aotrou, ha piou a hell hé gélenna ? Hôgen nî hon eûz mennoz ar C’hrist.


————
III. PENNAD.


1. Évid-oun-mé, va breûdeûr, n’em eûz két gellet komza ouz-hoc’h ével out tûd spéréduz, hôgen ével out bugaligou er C’hrist.

2. Rôed em euz d’é-hoc’h léaz da éva, ha n’em eûz két rôed a voéd ; râk na hellec’h kéd dibri : na na hellit két bréma ; rak tûd kiguz oc’h c’hoaz.

3. Râk pa éz euz étre-z-hoc’h hérez ha strivou, ha n’oc’h-hu két tûd kiguz, ha na gerzit-hu két hervez ann dén ?

4. Ha pa lavar unan : Mé a zô da Baol ; hag eunn all : Mé a zô da Apollo, ha n’oc’h-hu két tûd kiguz ? Piou éta eo Paol, ha piou eo Apollo ?

5. Servicherien in̄t d’ann hini é péhini hoc’h eûz krédet, ha pép-hini hervez ar péz a zô bét rôed d’ézhan̄ gan̄d Doué.

6. Mé em eûz plan̄tet, Apollo en deûz douret : hôgen Doué eo en deûz rôed ar c’hrésk.

7. Ével-sé ann hini a blan̄t n’eo nétrâ, kennébeût hag ann hini a zoura ; hôgen Doué péhini a rô ar c’hrésk.

8. Hôgen ann hini a blan̄t, hag ann hini a zoura n’in̄t néméd unan ; ha pép-hini en dévézô hé c’hôbr hé-unan, hervez hé labour.

9. Râk nî a zô ken-ôberourien Doué ; ha c’houi a zô ar park a c’hounid Doué, ann tî a zav Doué.

10. Hervez ar c’hrâs en deûz rôed Doué d’in, ével eur penn-masouner fûr em eûz taoled ann diazez : eunn all a vasoun war-c’horré. Hôgen gwélet pép-hini pénaoz é vasounô war-c’horre.

11. Râk dén na hell lakaad diazez all é-béd, néméd ann hini a zô lékéat, péhini eo Jézuz-Krist.

12. Mar masoun eur ré war ann diazez-zé aour, arc’han̄t, mein skéduz, koat, foenn, kôlô ;

13. Labour pép-hini a vézô anat : râk deiz ann Aotrou hel lakai da véza skléar, ô véza ma vézô dizôlôet gan̄d ann tân : hag ann tân a ziskouezô pétrâ é vézô labour pép-hini.

14. Mar choum héb béza devet al labour en dévézô savet unan-bennâg, hé-man̄ en dévézô gôbr.

15. Mar d-eo devet labour eur ré, é c’houzan̄vô ar c’holl : hôgen hén̄ a vézô salvet, ével ô tréménout dré ann tân.

16. Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz oc’h templ Doué, ha Spéred Doué a choum enn-hoc’h ?

17. Hôgen mar teû eur ré da zaotra templ Doué, Doué her c’hollô. Râk templ Doué a zô san̄tel, ha c’houi eo a zô ann templ-zé.

18. N’en em douellet dén hé-unan : mar d-eûz hini enn hô touez hag ha grédfé béza fûr hervez ar béd-man̄, ra zeûi foll évit ma teûi fûr.

19. Râk furnez ar béd-man̄ a zô follen̄tez dirak Doué ; ével ma eo skrivet : Mé a zalc’hô ar ré fûr enn hô follen̄tez.

20. Ha c’hoaz : Ann Aotrou a anavez ménosiou ar ré fûr, hag a oar pénaoz in̄t gwân.

21. Na fougéet éta dén enn dûd.

22. Râk pép-trâ a zô d’é-hoc’h, pé Paol, pé Apollo, pé Réfaz, pé ar béd, pé ar vuez, pé ar marô, pé ann traou a-vréma, pé ann traou da-zon̄t : pép-trâ a zô d’é-hoc’h ;

23. Ha c’houi a zô d’ar C’hrist, hag ar C’hrist a zô da Zoué.


————
IV. PENNAD.


1. Ra zellô ann dûd ac’hanomp ével