Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/551

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
549
obériou ann ébestel.

feiz Jézuz dré lézen Moizez ha dré ar Broféded.

24. Ha lôd a grédé er péz a lavaré, ha lôd all na grédé két.

25. Hag ô véza na hellen̄t két en em glevoud étré-z-hô, éz éan̄t-kuît ; ha Paol na lavaré néméd ar gér-man̄ : Komzet mâd en deûz ar Spéred-San̄tel d’hon tadou dré c’hénou ar Profed Izaiaz,

26. O lavarout : Kéa étrézég ar bobl-zé, ha lavar d’ézhô : Sélaoui a réot gan̄d hô tiskouarn, ha na glevot két ; selloud a réot gan̄d hô taou-lagad, ha na wélot két.

27. Râk kaloun ar bobl-man̄ a zô pounnéréet, hag hô diskouarn a zô deûet pounner-gleô, hag hô daou-lagad hô deûz serret : gan̄d aoun na zeûjé hô daou-lagad da wélout, hô diskouarn da glevout, hô c’haloun da boella, na gemjen̄d a vuez, ha na zeûjenn d’hô iac’haat.

28. Gwézid éta pénaoz ar zilvidigez-sé eûz a Zoué a zô kased d’ar Jen̄tiled, hag hî a sélaouô.

29. Ha goudé m’en doé lavaret kémen̄t-sé, ar Iuzevien a dec’haz diout-han̄ gan̄d eunn dael brâz étré-z-hô.

30. Paol a choumaz daou vloaz krenn enn eunn ti en doa gôpret évit-han̄ hé-unan : hag énô é tigéméré kémen̄d hini a zeûé d’hé wélout,

31. O prézégi rouan̄télez Doué, hag ô teski ar péz a zell ouc’h ann Aotrou Jézuz-Krist, gan̄t péb herder, hag hép na viré dén out-han̄.


————