Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/552

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LIZER


SANT PAOL ABOSTOL


D’AR ROMANED.


————


I. PENNAD.


1. Paol, servicher Jézuz-Krist, galvet Abostol, dilennet évit prézégi Aviel Doué,

2. En doa diouganet araok gan̄d hé Broféded er Skrituriou sakr,

3. Diwar-benn hé Vâb, a zô bét ganet d’ézhan̄ eûz a wenn David hervez ar c’hîk ;

4. A zô bét ken̄d-dileûret da Vâb da Zoué er galloud, hervez ar Spéred a zan̄télez, dré ann dazorc’hidigez a douez ar ré varô eûz a hon Aotrou Jézuz-Krist :

5. Dré béhini eo deûed d’é-omp ar c’hrâs hag ann Abostoliez évit lakaad ann holl vrôadou da zen̄ti oud ar feiz enn hé hanô ;

6. É-mesk péré émoc’h ivé c’houi, ô véza bét galvet gan̄t Jézuz-Krist :

7. D’é-hoc’h holl, c’houi péré a zô é Rom, a zô karet stard gan̄d Doué, ha galvet da véza sen̄t : Ra zeûi d’é-hoc’h ar c’hrâs hag ar péoc’h digan̄d Doué hon Tâd, ha digan̄t Jézuz-Krist hon Aotrou.

8. Da gen̄ta é trugarékaann va Doué dré Jézuz Krist évid-hoc’h holl, ô véza ma eo brudet hô feiz dré ar béd holl.

9. Râg ann Doué a zervichann em spéred é Aviel hé Vâb, a zô tést d’in pénaoz em eûz koun ac’hanoc’h héb éhan ;

10. O c’houlenni bépréd digan̄t-han̄ em pédennou ma tigôrô d’in enn-divez, mar-d-eo hé ioul, eunn hen̄t mâd évit mon̄d étrézeg enn-hoc’h.

11. Râk c’hoan̄t braz em eûz d’hô kwélout, évit rei lôd d’é-hoc’h eûz ar c’hrâs spéréduz d’hô krévaat ;

12. Da lavaroud eo, évit béza fréalzet kévret gan-é-hoc’h, dré eur feiz a zô hoc’h hini ha va hini.

13. Râk na fell kéd d’in na oufac’h két pénaoz em eûz kenniget meûr a wéach don̄d d’hô kwélout évit kaoud eur frouez-bennâg enn hô touez, ével é-touez ar brôadou all, hôgen miret eo bét ouz-in bété vréma.

14. Dléour ounn d’ar C’hrésianed ha d’ann dûd gouéz, d’ar ré wiziek ha d’ar ré ziwiziek.

15. Ével-sé, é kémen̄t a zell ouz-in, ounn daré da brézégi ann Aviel d’é-hoc’h, c’houi péré a zô é Rom.

16. Râk n’em eûz kéd a véz euz ann Aviel ; râk ners Doué eo évit savétei ar ré holl a gréd, da gen̄ta ar Iuzevien, ha goudé ar Jen̄tiled.

17. Ha gwirionez Doué a zô diskleriet d’é-omp enn-han̄ eûz ar feiz er feiz, hervez ma eo skrivet : Ann dén-gwirion a vév eûz ar feiz.