Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/549

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
547
obériou ann ébestel.

21. Hag ô veza ma oa pell amzer n’hor boa két debret, Paol a zavaz enn hô chreiz, hag a lavaraz d’ézhô : Gwelloc’h é vije bet, ô tudoû, béza va sélaouet, ha béza choumet é Kréta, hag hor bijé tec’het dioud ar boan hag ar c’holl-man̄.

22. Hôgen bréma éc’h aliann ac’hanoc’h da gémérout kaloun ; râk dén é-béd ac’hanoc’h na vézô kollet : na vézô kollet néméd al léstr.

23. Râg enn nôz-man̄ eunn Éal eûz ann Aotrou da biou ounn, hag a zervichann, a zô en em ziskouézet din,

24. O lavarout : N’az péz kéd a aoun, Paol, réd eo en em zizkouézfez dirâk Sézar : ha chétu en deûz Doué rôed d’îd ar ré holl a zô ô verdéi gan-éz.

25. Râk-sé, tudou, kalounékait : râk mé em eûz ar gréden-zé é Doué, pénaoz é c’hoarvézô ével ma eo bét lavared d’in.

26. Hôgen réd eo d’é-omp béza taolet war eunn énézen.

27. Ar pevarzékved nôzvez, ével ma verdééjemp war vôr Adria, ar vôrdéidi war-drô han̄ter-nôz a vennaz é wélen̄t eunn douar-bénnâg.

28. Hag hî ô véza taoled ar ploum, a gavaz ugen̄t gouréd : hag eunn nébeût pelloc’h, é kavchon̄t pemzék gouréd.

29. Neûzé gan̄d aoun n’az ajemp da skei war eur garrek-bennâg, é taolchon̄t pevar héôr eûz a ziadré al léstr, hag é c’hortojon̄t ann deiz.

30. Hogen ô véza ma klaské ar vôrdréidi mon̄t-kuît eûz al léstr, ha m’hô doa diskennet ar vâg war ar môr, war zigarez mon̄d da deûrel héôriou é penn-araog al léstr,

31. Paol a lavaraz d’ar c’han̄téner ha d’ar zoudarded : Ma na choum kéd ar ré-man̄ el lestr, na heliit kéd en em savétei.

32. Neûzé ar zoudarded a drouc’haz kerdin ar vâg, hag hé lézaz da gouéza.

33. Ha pa zéraouaz ann deiz, Paol a erbédaz anézhô holl da gémérout boéd, ô lavarout : Béz’ éz eûz hiriô pevarzék dervez émoc’h war iûn, ha n’hoc’h eûz kéméret nétrâ.

34. Râk-sé éc’h erbédann ac’hanoc’h da gémérout boéd évit gelloud en em zavétei : râk na gouézô kéd eur vléven eûz a bénn hini ac’hanoc’h.

35. Goudé béza lavaret kément-sé, é kéméraz bara, hag ô véza trugarékéet Doué dirâg ann holl, é torraz anézhan̄, hag é téraouaz hé zibri.

36. Ar ré all holl a galounékéaz, hag a géméraz boéd.

37. Hôgen béz’ é oamb el léstr daou c’han̄t c’houézék dén ha tri-ugen̄t enn-holl.

38. Pa hô doé debret a-walc’h, é skan̄vajon̄t al léstr, ô teûrel ar gwiniz er môr.

39. Pa oé deued ann deiz, na anavézchon̄t két pé zouar é oa : hôgen gwéloud a réjon̄d eur plég-vôr é péhini é oa eunn aot, é lékéjon̄t enn hô fennou, mar geljen̄t, lakaad al léstr da steki énô.

40. Ha goudé béza savet ann héôriou, ha béza laosket stagou ar sturiou en em rojon̄d d’ar môr : ha goudé béza savet gwél ar wern-volosk hervez ann avel, é teûjon̄t étrézég ann aot.

41. Hag ô véza kavet eur bék-douar étré daou vôr, é lékéjon̄d al léstr da steki énô : hôgen ann diaraog ô véza éad-doun enn douar a choumaz diflach ; hag ann diadré en em freûzé gan̄d ann er eûz ar môr.

42. Ménoz ar zoudarded ô oa laza ar brizounerien ; gan̄d aoun na zeûjé eur ré da dec’hout-kuît enn eur neûi.

43. Hôgen ar C’han̄téner a viraz out-hô, dré ma fellé d’ézhan̄ savétei Paol : hag é c’hourc’hémennaz d’ar ré a hellé neûi, en em deûrel da gen̄ta er môr, ha tec’hout étrézég ann douar :

44. Ar ré all en em lékéaz war blen̄ch, pé war dammou diframmet eûz al léstr. Ével-sé é c’hoarvezaz pénaoz é tizchon̄t holl ann douar.


————
XXVIII. PENNAD.


1. Pa oemp savétéet, éc’h anavézchomp pénaoz ann énez-zé a oa hanvet Mélita. Hag ann dûd-c’houéz a