Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/548

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
546
obériou ann ébestel.

27. O Roué Agrippa, ha té a gréd er Broféded ? Mé a oar é krédez enn hô.

28. Hag Agrippa a lavaraz da Baol : Évit nébeûd a drâ é lakajez ac’hanoun d’en em ôber Kristen.

29. Ha Paol a lavaraz d’ézhan̄ : Plijet gan̄d Doué é teûfez, hag eunn nébeût, ha kalz, nann té hép-kén, hôgen ar ré holl a zélaou ac’hanoun, hén̄vel ouz-in, néméd ann éréou-man̄.

30. Neûzé ar Roué, ar Mérer ha Berenis, hag ar ré a ioa azézet gan̄t-hô a zavaz.

31. Ha goudé béza en em dennet a dû é komzchon̄t étré-z-hô, hag é léverchon̄t : Ann dén-zé n’en deûz gréat nétrâ hag a zellézfé ar marô pé ann éréou.

32. Neûzé Agrippa a lavaraz da Festuz : Ann dén-zé a hellfé béza kaset-kuît, ma n’en divijé galved da Gézar.


————
XXVII. PENNAD.


1. Hôgen pa oé bét kéméred ann dézô da gâs Paol dré vôr d’ann Itali, ha d’hé lakaat gan̄d ar brizounerien all étré daouarn eunn dén hanvet Juliuz, kan̄téner é kohort Aogustuz,

2. É piñchomp war eul léstr eûz a Adrumet, hag é savchomp ann héôr évit ribla douarou ann Azia, ha gan-é-omp Aristarkuz Masédoniad eûz a Dessalonika.

3. An̄trônôz éc’h arrujomb é Sidon. Ha Juliuz ô véza hégarad é-kén̄ver Paol, a aotréaz d’ézhan̄ mon̄d da wéloud hé viñouned, hag en em brédéria hé-unan.

4. Ha goudé béza éad ac’hanô, é verdééjomp dindân Kipruz, ô véza ma oa ann avel énep.

5. Ha goudé béza treûzet môr Silisia ha Pan̄filia, é teûjomp da Listra kéar a Lisia :

6. Hag énô ar c’han̄téner ô véza kavet eul léstr eûz a Aleksan̄dria hag a iéa d’ann Itali, hol lékéaz ébarz.

7. Don̄d a réjomp gan̄t gorrégez é-pâd meûr a zervez, hag é teûjomp gan̄t béac’h é-kén̄ver Guiduz, hag ann avel ô viroud ouz-omp, é riblchomp énez Kréta war-zû Salmoné.

8. Hag enn eur von̄t gan̄t béac’h a-héd ann aot, é touarchomp enn eul léac’h hanvet Porsiou-mâd é-kichen péhini édo ar géar a Dalassa.

9. Hôgen ô véza ma oa tréménet kalz a amzer, ha ma teûé riskluz ar verdéadurez, dré ma oa éad é-biou amzer ar iûn, Paol a fréalzé anézhô,

10. Hag a lavaraz d’ézhô : Tudou, gwéloud a rann pénaoz ar verdéadurez a ia da zon̄d diez ha riskluz brâz, nann hép-kén évid al léstr hag hé fard, hôgen ivé évid hor buésiou.

11. Hôgen ar c’han̄tener a grédé ken̄toc’h d’ar sturier ha da berc’hen al lestr, égéd d’ar péz a lavaré Paol.

12. Hag ô véza né oa két mad ar pors-sé évit goan̄vi, kalz anézhô a aliaz distrei war ar môr, évit mon̄t, ma helljen̄t, da c’hoan̄vi é Fénisé, péhini a zô eur porz eûz a Gréta, hag a zell oud ar merven̄t hag oud ar gwalarn.

13. Hôgen avel ar c’hresteiz ô véza deûed da c’houéza, é venchont pénaoz é teûjen̄d a-benn eûz hô dézô, hag ô véza saved ann héôr eûz a Asson, éz éjon̄t a-héd énez Kréta.

14. Nébeud amzer goudé é c’houézaz ann avel étré ar sâv-héol hag ann han̄ter-nôz, a hanveur bîz.

15. Hag ô véza ma oa kaset al léstr gan̄d ann avel, ha na hellemp két miroud out-han̄, hel lézchomp da von̄d a ioul ann avel.

16. Rédeg a réjomp war-zû eunn énézen hanvet Rôda, hag hor boa béac’h ô terc’hel ar vâg.

17. Goudé béza hé zennet alesé, gan̄t kalz a boan, éc’h éréjon̄d al léstr trô-war-drô, gan̄d aoun na ven̄t taolet war eunn tréazen, ha goudé béza diskaret ar wern é oan̄d douget ével-sé.

18. Hôgen ével ma oamp gwall gaset gan̄d ar stourm, an̄trônôz é taoljon̄t ar varc’hadourez er môr.

19. Trî dervez goudé é taoljon̄d ivé gan̄d hô daouarn hô-unan kerdin ha gwéliou al léstr.

20. Na wéljomp nag ann héol nag ar stéred é-pâd meûr a zervez, hag ar stourm ô véza bépréd ker gwaz, é koljômp ar géd d’en em zavétei.