Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/490

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
488
aviel san̄tel jézuz-krist

21. Jézuz a lavaraz c’hoaz d’ézhô : Mon̄d a rann kuît, hag é klaskod ac’hanoun, hag é varvot enn hô péc’hed. Na hellot kéd don̄t el léac’h ma’z ann.

22. Hôgen ar Iuzevien a lavaré : Hag hén̄ en em lazô hé-unan, pa en deûz lavaret : Na hellot kéd don̄t el léac’h ma’z ann ?

23. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : C’houi a zô eûz a-îz ; ha mé a zô eûz a-ûz. C’houi a zô eûz ar béd-man̄ ; ha mé n’ounn kéd eûz ar béd-man̄.

24. Lavared em eûz éta d’é-hoc’h pénaoz é varvot enn hô péc’héjou : râk ma na grédit két pénaoz ounn ar péz éz ounn, é varvot enn hô péc’hed.

25. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Piou oud-dé ? Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ar penn-ken̄ta, mé péhini a gomz ouz-hoc’h.

26. Kals a draou em eûz da lavaroud ac’hanoc’h, ha da damallout : hôgen ann hini en deûz va c’haset, a zô gwirion ; ha mé a lavar er béd ar péz em eûz klevet gan̄t-han̄.

27. Ha na anavezchon̄t két pénaoz é lavaré ez oa Doué hé Dâd.

28. Jézuz a lavaraz éta d’ézhô : Pa hô pézô gorroet Mâb ann dén, neûzé éc’h anavézchot piou ounn, ha pénaoz na rann nétrâ ac’hanoun va-unan ; hôgen ma komzann ével m’en deûz va Zâd desked d’in.

29. Hag ann hini en deûz va c’haset, a zô gan-én̄ ; ha n’en deûz két va lézet va-unan, ô véza ma rann bépred ar péz a blij d’ézhan̄.

30. Pa lavaraz kémen̄t-sé, kalz a grédaz enn-han̄.

31. Jézuz a lavaraz éta d’ar Iuzevien a grédé enn-han̄ : Mar mirit va gér, é viot va gwîr ziskibled.

32. Hag éc’h anavézchot ar wirionez, hag ar wirionez hô tieûbô.

33. Hag hî a responn̄taz d’ézhan̄ : Eûz a wenn Abrabam omp, ha biskoaz n’omp bét sklaved da zén : pénaoz éta é lévérez é vézimp dieûbet ?

34. Jézuz a respoun̄taz d’ézhô : É-gwirionez, é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz piou-bennâg a ra ar pec’hed, a zô sklâv d’ar péc’hed.

35. Hôgen ar sklâv na choum ket bépréd enn tî, hag ar mâb a choum bépréd.

36. Mar tieûb éta ar mâb ac’hanoc’h, é viot dieûb évit-gwîr.

37. Gouzoud a rann pénaoz oc’h bugalé da Abraham : hôgen va laza a fell d’é-hoc’h, ô véza na gouéz két va lavar enn-hoc’h.

38. Évid-oun-mé a lavar ar péz em eûz gwélet gan̄t va Zâd : ha c’houi a ra ar péz hoc’h eûz gwélet gan̄d hô tûd.

39. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Abraham eo hon tâd. Jézuz a lavaraz d’ézhô : Mar d-oc’h bugalé da Abraham, grîd ar péz en deûz gréad Abraham.

40. Hôgen bréma c’houi a glask ann tû da laza ac’hanoun, mé pehini a zô eunn dén hag em eûz lavared d’é-hoc’h ar wirionez em eûz klevet gan̄d Doué : Abrabam n’en deûz két gréat kémen̄t-sé.

41. C’houi a ra ar péz en deûz gréat hô tâd. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : N’omp két ganet eûz ar c’hadelez : eunn tad n’hon eûz kén péhini eo Doué.

42. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Ma vé Doué hô tâd, c’houi a garfé ac’hanoun ; râk mé a zô savet ha deûet eûz a Zoué : ha n’ounn két deûet ac’hanoun va-unan, hôgen hén eo en deûz va c’haset.

43. Pérak na anavézit-hu két va lavar ? O véza na hellit két sélaoui va frézégen.

44. Eûz a eunn tad diaoul oc’h : hag é fell d’é-hoc’h ôber ioulou hô tâd. Lazer-dén eo bét adaleg ar penn-ken̄ta, ha né két choumet er wirionez ; râg ar wirionez n’éma kéd enn-han̄ : pa lavar gaou, é lavar ar péz a zô enn-han̄, râg gaouiad eo, ha tâd ar gevier.

45. Hôgen mé, ma lavarann ar wirionez, na grédit kéd d’in.

46. Piou ac’hanoc’h a damallô ac’hanoun a béc’hed ? Ma lavarann d’é-hoc’h ar wirionez, pérâk na grédit kéd d’in ?

47. Néb a zô a Zoué a zélaou geriou Doué. Dré-zé eo n’hô sélaouit két, ô véza n’oc’h kéd a Zoué.

48. Hôgen ar Iuzevien a respoun̄taz