Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/489

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
487
hervez san̄t iann.

45. Ar zoudarded a zistrôaz éta étrézég ar Véleien hag ar Farizianed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô : Pérâk n’hoc’h eûs-hu kéd hé zigaset ?

46. Ar zoudarded a respoun̄taz : Biskoaz dén na gomzaz ével ann dén-zé.

47. Ar Farizianed a lavaraz d’ézhô : Ha n’oc’h kéd ivé touellet ?

48. Ha n’eûz kéd unan-bennâg eûz ar Brin̄sed, pé eûz ar Farizianed hag a grédché enn-han̄ :

49. Râg évid ar bobl-man̄, péhini na anavez kéd al lézen, milliged eo.

50. Nikodémuz, ann hini a ioa éad d’hé gavout é-pâd ann nôz, hag a ioa unan eûz he ziskibled, a lavaraz d’ézhô :

51. Hag hol lézen a varn dén, hép ma eo bét sélaouet da gen̄ta, hag bép ma anavézeur pétrâ en deûz gréat ?

52. Ar ré-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha Galiléad oud-dé ivé ? Lenn gan̄t préder ar Skrituriou, ha gwél pénaoz na zâv kéd a Brofed eûz a C’haliléa.

53. Ha pép-hini en em dennaz enn hé dî.


————


VIII. PENNAD.


1. Hôgen Jézuz a iéaz war Ménez Olived :

2. Ha da c’houlou-deiz é teûaz adarré enn templ, hag ann holl bobl a zeûaz d’hé gavout, hag ô véza azézet é kélenné anézhô.

3. Neûzé ar Skribed hag ar Farizianed a gasaz d’ézhan̄ eur vaouez péhini a ioa bét kéméret enn avoultriez : hag ô véza hé lékéad é-kreiz,

4. É léverjon̄d da Jézuz : Mestr, ar vaouez-man̄ a zô bét kéméret enn avoultriez.

5. Hôgen Moizez en deûz gourc’hémennet d’é-omp el lézen labéza ann hévélep tûd-zé. Ha té, pétrâ a lévérez ?

6. Hôgen kémen̄t-man̄ a lavaren̄t évid hé dempti, hag évit gelloud hé damallout. Ha Jézuz ô taou-bléga a skrivé gan̄d hé vîz war ann douar.

7. Ével éta ma ken̄dalc’hen̄t ôber goulennou out-han̄, é savaz, hag é lavaraz d’ézhô : Ann hini ac’hanoc’h a zô dibéc’hed ra daolô ar c’hen̄ta méan out-hi.

8. Hag ô taou-bléga adarré, é skrivaz war ann douar.

9. Hôgen pa glefchon̄t kémen̄t-sé, éz éjon̄t-kuît ann eil goudé égilé, ar ré gôsa ô von̄d da gen̄ta : ha Jézuz a joumaz hé-unan, gan̄d ar c’hrég a ioa é-kreiz.

10. Neûzé Jézuz a zavaz, hag a lavaraz d’ézhi : Grég, péléac’h ema ar ré a damall ac’hanod ? Ha dén n’en deûz-hén̄ da varnet ?

11. Hag hî a lavaraz : Dén, Aotrou. Hôgen Jézuz a lavaraz : Ha mé na varninn kéd ac’hanôd ken-nebeût ; kéa, ha na bec’h mui hivizikenn.

12. Hôgen Jézuz a gomzaz adarré oud ar bobl, ô lavarout : Goulou ar béd oun ; néb a zeû war va lerc’h na valé kéd enn amc’houlou, hôgen goulou ar vuez en dévézô.

13. Hôgen ar Farizianed a lavaraz d’ézhan̄ : Té a rô testéni ac’hanod da-unan ; da desténi né két gwîr.

14. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Pétrâ-bennâg ma rôann testéni ac’hanoun va-unan, va desténi a zô gwîr : râg gouzoud a rann a-béléac’h é teûann, ha péléac’h ez ann. Hôgen c’houi na ouzoc’h nag a béléac’h é teûann, na péléac’h éz ann.

15. C’houi a varn hervez ar c’hîk ; évid-oun-mé na varnann dén.

16. Ha ma varnann, va barn a zô gwîr, râk n’ounn két va-unan ; hôgen mé, ha va Zâd péhini en deûz va c’haset.

17. Hag enn hô lézen eo skrivet, pénaoz testéni daou zén a zô gwîr.

18. Mé a rô tésténi ac’hanoun va-unan ; ha va Zâd péhini en deûz va c’haset a rô ivé testéni ac’hanoun.

19. Hôgen hî a lavaraz d’ézhan̄ : Péléac’h éma da Dâd ? Jézuz a respoun̄taz : Na anavézit na mé na va Zâd ; mar anavézchac’h ac’hanoun, éch anazvéchac’h ivé va Zâd.

20. Jézuz a lavaré kémen̄t-sé ô kélenna enn templ, el léac’h ma édo ann tenzor : ha dén na grogaz enn-han̄, râg hé heur né oa kéd deûet c’hoaz.