Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/419

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
417
hervez san̄t vark.

15. Hag hén̄ a c’houlennaz digan̄t-hô : Diwar-benn pétrâ é strivit-hu étré-z-hoc’h ?

16. Hag unan eûz a douez ar bobl a respoun̄taz, hag a lavaraz : Mestr, digased em eûz d’îd va mâb, péhini a zô trec’het gan̄d eur spéred mûd :

17. Hag é pé léac’h-bennâg ma krog enn-han̄, é taol anézhan̄ oud ann douar, hag hé-man̄ a éon, a laka hé zend da skriña, hag a zizec’h. Lavared em eûz d’az diskibled hé gâs-kuît, ha n’hô deûz két gellet.

18. Hag hén̄ a respoun̄taz, hag a lavaraz d’ézhô : Gwenn diskrédik, pé vété keit é vézinn-mé gan-é-hoc’h ? Pé vété keit é c’houzan̄vinn-mé ac’hanoc’h ? Digasit-hén̄ d’in.

19. Hag hen kaschon̄d d’ézhan̄. Ha pa wélaz Jézuz, ar spéred a héjaz anézhan̄, hé daolaz oud ann douar, hag hén̄ en em ruḻé oc’h éoni.

20. Ha Jézuz a c’houlennaz oud hé dûd : Pégeid amzer a zô abaoé ma c’hoarvez kémen̄t-sé gan̄t-han̄ ? Hag hén̄ a lavaraz : A-vihanik.

21. Hag ar spéred a daol aliez anézhan̄ enn tân, hag enn dour, évid hé lakaad da vervel. Hôgen mar gellez eunn dra-bennâg, kennerz ac’hanômp, hag az péz truez ouz-omp.

22. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ : Mar gellez kridi, pép trâ a hell ann néb a gréd.

23. Ha râk-tâl tâd ar bugel, enn eur c’harmi, hag enn eur wéla, a lavaraz : Kridi a rann, Aotrou : kennerz ac’hanoun em digrédoni.

24. Ha Jézuz ô welout pénaoz ar bobl a zirédé enn eunn taol brâz, a c’hourdrouzaz ar spéred louz, ô lavaroud d’ézhan̄ : Spéred bouzar ha mûd, mé eo hen gourc’hémenn d’îd, kéa er-méaz eûz ar bugel-zé : ha na zistrô mui enn-han̄.

25. Hag ar spéred enn eur c’harmi, ha goudé béza hé hejet kaer, a iéaz er-méaz eûz ar bugel, hag hé-man̄ a zeuaz ével eunn dén marô, enn hévélep doaré ma lavaré kalz a dûd pénaoz é oa marô.

26. Hôgen Jézuz ô véza kéméred hé zourn, a loc’haz anézhan̄, hag é savaz enn hé zî.

27. Ha pa oé éat Jézuz enn tî, hé ziskibled a c’houlennaz digan̄t-han̄ a dû : Pérâg n’hon eûz-ni két gellet hé c’hâs-kuît ?

28. Hag é lavaraz dézhô : Ar wenn-zé na hell béza kaset-kuît, némét gan̄d ar béden, ha gan̄d ar iûn.

29. Goudé béza éad ac’hanô, éz éjon̄d a dreûz da C’haliléa : ha na fellé két d’ézhan̄ é vijé gwézet gan̄d dén.

30. Hôgen kélenna a rea hé ziskibled, hag é lavaré d’ézhô : Mâb ann dén a vézô lékéad étré daouarn ann dûd : hag é lazin̄d anézhan̄, hag ann trédé deiz é savô a varô da véô.

31. Hôgen hî na wien̄t két pétrâ a fellé d’ézhan̄ da lavarout, ha na gréden̄t két goulenn digan̄t-han̄.

32. Hag é teûjon̄d da Gafarnaom. Ha pa oan̄d éad enn tî, Jézuz a c’houlennaz digan̄t-hô : Diwar-benn pétrâ é strivac’h-hu é-pâd ann hen̄t ?

33. Hôgen hî a davé ; râk strived hô doa étré-z-hô é-pâd ann hen̄t, évit gouzout péhini anézhô é oa ar brasa.

34. Hag hén̄ a azézaz, hag a c’halvaz ann daouzék, hag a lavaraz d’ézhô : Mar fell da eur ré béza ar c’hen̄ta, é vézô ann divéza holl, ha mével ann holl.

35. Neûzé é kéméraz eur bugel, hag é lékéaz anézhan̄ enn hô c’hreiz : ha goudé béza hé vriatet, é lavaraz d’ézhô :

36. Piou-bennâg a zigémer em hanô eur bugel bihan ével hé-man̄, am zigémer-mé : ha piou-bennâg a zigémer ac’hanoun, né két mé a zigémer, hôgen ann hini en deûz va c’haset.

37. Neûzé Iann a lavaraz d’ézhan̄ : Mestr, gwéled hon eûz eunn dén péhini a gasé-kuit ann diaoulou enn da hanô, pétrâ bennâg n’éma két war hon lerc’h, hag hon eûz mired out-han̄.

38. Hôgen Jézuz a lavaraz : Na virit kéd out-han̄ : râk n’euz dén a gémen̄d en défé gréad eur burzud em hanô, a helfé kerken̄t drouk-komza ac’hanoun.

39. Nép né két a-énep d’é-hoc’h, a zô évid-hoc’h.

40. Piou-bennâg en dévézô rôed da éva d’é-hoc’h eur wérennad dour em hanô : dré m’az oc’h d’ar C’hrist,