Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/420

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
418
aviel san̄tel jézuz-krist

é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, na gollô kéd hé c’hôbr.

41. Ha piou-bennâg en dévézô rôet gwall skouér da unan eûz ar vugaligou-zé péré a gréd enn-oun : gwelloc’h é vé d’ézhan̄ é vé staged ouc’h hé gouzoud eur méan milin, hag é vé taoled er môr.

42. Ha ma rô da zourn gwall skouér d’îd, trouc’h-hen̄ : gwell eo d’îd mqn̄t moñ er vuez, éget kaout da zaou zourn ha mon̄d enn ifern, enn tân peur-baduz :

43. É péléac’h hô frén̄v na varv két, hag ann tân na voug két.

44. Ha ma rô da droad gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄ : gwell eo d’îd mon̄t kamm er vuez peûr-baduz, égét kaout da zaou droad ha mon̄d enn ifern, enn tân peûr-baduz,

45. É péléac’h hô frén̄v na varv két, hag ann tân na voug két.

46. Ha ma rô da lagad gwall skouér d’îd, diframm-hén̄ : gwell eo d’îd mon̄t born é rouan̄télez Doué, égét kaout da zaou lagad ha mon̄d enn ifern :

47. É péléac’h hô frén̄v na varv két ; hag ann tân na voug két.

48. Râk pép dén a vézô sallet gan̄d ann tân, ha péb anéval a vezô sallet gan̄d ar c’hoalen.

49. Ar c’hoalen a zô mâd : hôgen mar teû ar c’hoalen da véza dizall, gan̄t pétrâ é sallot-hu anézhan ? Hô pézet c’hoalen enn-hoc’h, hag hô pézet ar péoc’h étré-z-hoc’h.


————


X. PENNAD.


1. Ha Jézuz ô von̄t-kuît ac’hanô a zeûaz war harzou Judéa, enn tû all d’ar Jourdan : hag ar bobl en em strollaz adarré war hé drô : ha diouc’h hé voaz, é kélennaz adarre anézhô.

2. Hag ar Farizianed a dôstaaz out-han̄, hag a c’houlennaz out-han̄, évit hé dempti, ma oa aotréed da eunn ozac’h kuitaat hé c’hrég.

3. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô : Pétrâ en deûz gourc’hémennet d’é-hoc’h Moizez ?

4. Hag hî a lavaraz d’ézhan̄ : Moizez en deûz aotréet kâs-kuîd hé c’hrég, goudé béza rôed d’ézhi eur skrid-rann.

5. Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : O wélout kaléder hô kaloun eo en deûz Moizez skrivet ar gourc’hémenn-zé évid-hoc’h.

6. Râk er penn ken̄ta euz ar béd, Doué a réaz ann dén pâr ha parez.

7. Dré-zé ann ozac’h a zilézô hé dâd hag hé vamm, hag en em stagô oud hé c’hrég,

8. Hag é vézin̄d daou enn eur c’hik hép-kén. Ével-sé né d-in̄t mui daou, hôgen eur c’hik hépkén.

9. Arabad eo éta d’ann dén ranna ar péz a zô bét frammet gan̄d Doué.

10. Ha pa oan̄d enn ti, hé ziskibled a réaz adarré goulennou d’ézhan̄ diwar-benn ann hévélep tra.

11. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, hag a zimézô gan̄d eunn all, a gouézo enn avoultriez enn hé c’hénver.

12. Ha mar kas eur c’hrég hé ozac’h kuît, ha mar timez gan̄d eunn all, é kouéz hî enn avoultriez.

13. Neûzé é oé kaset d’ézhan̄ bugalé bihan évit ma lakajé hé zaouarn war-n-ézhô. Hôgen hé ziskibled a grôzé enn eunn doaré dichek ar ré hô c’hasé.

14. Pa wélaz Jézuz kémen̄t-sé, é savaz droug enn-han̄, hag é lavaraz d’ézhô : List ar vugaligou da zon̄d d’am c’havout, ha na virit kéd out-hô : râk rouan̄télez Doué a zô évid ar ré a zô hén̄vel out-hô.

15. É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h : Piou-bennâg na zigémérô két rouan̄télez Doué ével eur bugel bihan, n’az ai kéd ébarz.

16. Ha goudé béza hô briatet, é lékéaz hé zaouarn war-n-ézhô, hag hô binnigaz.

17. Hag ével ma oa éad er-méaz évit mon̄d enn hen̄t, chétu eunn dén a zirédaz, en em daolaz war hé zaoulin dira-z-han̄, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ : Mestr mâd, pétrâ a dléann-mé da ober évit kaoud ar vuez peur-baduz ?

18. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄ :