Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/403

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
401
hervez san̄t vazé.

Jézuz a lavaraz dézhan̄ : Hé lavaroud a réz.

12. Hag ô véza bét tamallet gan̄t prin̄sed ar véleien, ha gan̄d ann hénaoured, na respoun̄taz nétrâ.

13. Neûzé Pilat a lavaraz d’ézhan̄ : Ha na glevez-té két pégémen̄d a desténiou a lavar ann dûd-zé enn da énep ?

14. Ha na respoun̄taz kéd eur gér d’ézhan̄, enn hévelep doaré ma oé souézet-meurbed ar mérer.

15. Hôgen ar mérer en doa ar boaz da leûskel d’ar bobl, enn eunn deiz goél-brâz, ann hini eûz ar brizounierien a venné d’ézhô.

16. Ha neûzé éz oa eur prizounier brudet brâz, a c’halved Barabbaz.

17. Hôgen Pilat ô véza hô strollet a lavaraz d’ézhô : Pehini a vennit-hu a laoskfenn d’é-hoc’h, Barabbaz, pé Jézuz, a c’halveur Krist ?

18. Râg gouzoud a réa pénaoz dré érez oa hô doa hé werzet.

19. Hôgen é-pâd édo war hé gador a varnédigez, hé c’hrég a gasaz eur ré da lavaroud d’ézhan̄ : Na vézet nétrâ étré ann dén dinam-zé ha té. Râk gwall heskinet ounn béd hiriô gan̄d eur wélédigez enn abek d’ézhan̄.

20. Hôgen prin̄sed ar véleien, hag ann hénaoured a aliaz ar bobl da c’houlenni Barabbaz, ha da lakaat Jézuz da golla hé vuez.

21. Mérer ar vrô a lavaraz éta d’ézhô : Péhini anézhô hô daou a vennit-hu a laoskfenn d’é-hoc’h ? Hag hî a lavaraz : Barabbaz.

22. Pilat a lavaraz d’ézhô : Pétrâ a rinn éta euz a Jézuz, a zô galvet Krist ?

23. Holl é léverjon̄t : Ra vézô staget ouc’h ar groaz. Ar mérer a lavaraz d’ézhô : Pé droug éta en deûz-hén̄ gréat ? Hag hî a c’harmé kréoc’h, ô lavarout : Ra vézô staget ouc’h ar groaz.

24. Pilat ô wélout pénaoz na c’hounézé nétrâ, hôgen é kreské ann dispac’h, a géméraz dour, hag a walc’haz hé zaouarn dirâg ar bobl, ô lavarout : Didamall ounn eûz a c’hoad ann dén dinam-zé : war-n-hoc’h é kouézô.

25. Hag ann holl bobl a respoun̄taz hag a lavaraz : Ra gouézô hé c’hoad war-n-omp-ni, ha war hor bugalé.

26. Neûzé é laoskaz d’ézhô Barabbaz : ha goudé béza lékéat skourjéza Jézuz, é lékéaz anézhan̄ étré hô daouarn évit béza staget ouc’h ar groaz.

27. Neûzé soudarded ar mérer ô véza kaset Jézuz é léz ar varn, é stroljon̄t war hé drô ann holl vrézélidi :

28. Hag hî ô véza hé ziwisket, a lékéaz war hé drô eur van̄tel tané.

29. Hag ô véza gwéet eur gurunen gan̄t spern, é lékéjon̄d anézhi war hé benn, gan̄d eur gorsen enn hé zourn déou. Hag ô pléga ar glin dira-z-han̄, é réan̄t goab anézhan̄, ô lavarout : Dématîd, roué ar Iuzevien.

30. Hag ô véza skoped out-han̄, é kémerjon̄d ar gorsen hag é skojon̄t gan̄t-han̄ war hé benn.

31. Ha goudé béza gréat goab anézhan̄, é tennjon̄d ar van̄tel diwar-n-ézhan̄, hag ô véza hé wisket gan̄d hé ziḻad hé-unan, é kaschon̄d anézhân̄ évid hé lakaad oud ar groaz.

32. Hôgen pa’z éan̄d er-méaz é kavchon̄t eunn dén eûz a Ziren, hanvet Simon ; hag é lékéchon̄d anézhan̄ da zougen hé groaz.

33. Hag é teujon̄d enn eul léac’h galvet Golgota, da lavaroud eo, Kalvar.

34. Hag é rôjon̄d d’ézhan̄ da éva gwîn ha béstl mesket gan̄t-han. Ha p’én doé tan̄véet, na fellaz kéd d’ézhan̄ éva.

35. Hôgen goudé m’hô doé hé staged ouc’h ar groaz, é rannjon̄d hé ziḻad étré-z-hô, oc’h hô deûrel d’ar sort ; évit ma vijé sévénet ar péz a zô bét lavaret gan̄d ar Profed ével-henn : Ranned hô deûz va diḻad étré-z-hô, hag hô deûz taolet va zae d’ar sort.

36. Hag ô véza azézet é tiwallen̄d anézhan̄.

37. Hag é lékéjon̄t a-ziouc’h d’hé benn eur skrid war béhini é oa ann abeg eûz hé varnédigez : HÉ-MAN EO JÉZUZ ROUÊ AR IUZEVIEN (G).

38. Neûzé é oé lékéad oud ar groaz gan̄t-han̄ daou laer ; unan war ann dourn déou, hag eunn all war ann dourn kleiz.