Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/404

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402
aviel san̄tel jézuz-krist

39. Hôgen ar ré a dréméné, a zrouk-pédé gan̄t-han̄ enn eur heja hô fennou,

40. Hag ô lavarout : Té péhini a zisman̄tr templ Doué, hag her sâv a nevez a-benn tri deiz : en em zavété da-unan. Mar d-oud Mâb Doué, diskenn euz ar groaz.

41. Prin̄sed ar véléien, ar skribed hag ann hénaoured a réa ivé goab anézhan̄, ô lavarout :

42. Ar ré all en deûz savétéet, ha na hell kéd en em zavétei hé-unan. Mar-d-éo roué Israel, diskennet bréma eûz ar groaz  ; ha nî a grédô enn-han̄.

43. Fisioud a ra é Doué ; ra zeûi éta bréma d’hé zieûbi, mar kâr : râk lavared en deûz : Mâb Doué ounn.

44. Al laéroun a ioa staged oud ar groaz gan̄t-han̄, a réa d’ézhan ann hévéleb rébéchou.

45. Hôgen adaleg ar c’houec’hved heur bétég ann naved, é oé gôlôed ann douar holl a dévalien.

46. Hag é-trô ann naved heûr é c’harmaz Jézuz gan̄d eur vouéz gré, ô lavarout : Éli, Éli, lamma sabaktani ? da lavaroud eo : Va Doué, va Doué, perâg éc’h eûz-dé va dilézet ?

47. Hôgen hiniennou péré a ioa choumed énô, hag a glevé anézhan̄, a lavaraz : Élias a c’halv hé-man̄.

48. Ha râk-tâl unan anézhô a rédaz, hag ô véza kéméred eur spoué, hé leûniaz a wîn-egr, hé lékéaz é penn eur gorsen, hag hé rôaz dézhan̄ da éva.

49. Hôgen ar ré all a lavaré : List da ôber, gwélomp mar teûi Éliaz d’hé zieûbi.

50. Neûzé Jézuz ô c’harmi adarré gan̄d eur vouéz gré, a rôaz hé spéred.

51. Ha chétu gwél ann templ a rogaz é diou gévren, adaleg al lein bétég ar gwéled ; hag ann douar a grénaz ; hag ar vein a fraḻaz.

52. Hag ar bésiou a zigoraz ; ha kalz a gorfiou sen̄t, péré a ioa kousket, a zavaz eûz a varô da véô.

53. Hag ô von̄d er-méaz eûz hô bésiou, goudé ma oa saved-hén̄, é teûjond er géar zan̄tel, hag en em ziskouézjon̄d da galz a dûd.

54. Hôgen ar c’han̄téner, hag ar ré a ioa gan̄t-han̄, ô virout Jézuz, pa wéljon̄d ar c’hrén-douar ha kémen̄d a ioa c’hoarvézet, a oé spoun̄tet-brâz, hag a lavaraz : Hé-man̄ évit-gwîr a ioa Mâb Doué.

55. Béz’ éz oa ivé énô kalz a verc’hed a zellé a bell, péré hô doa heûliet Jézuz adaleg Galiléa, oc’h hé zervicha :

56. É-touez péré é oa Mari Madalen, ha Mari mamm Jakez ha Jozef, ha mamm mipien Zébédé.

57. Hôgen war ar pardaez, é teûaz eunn dén pinvidig eûz a Arimatéa, hanvet Jozef, péhini a ioa ivé diskibl da Jézuz.

58. Hé-man̄ a iéaz da gavout Pilat, hag a c’houlennaz digan̄t-han̄ korf Jézuz. Neûzé Pilat a c’hourc’hémennaz rei ar c’horf.

59. Ha Jozef ô véza kéméred ar c’horf, hé c’hôlôaz gan̄d eul liénen c’hlân.

60. Hag é lékéaz anézhan̄ enn hé véz nevez hé-unan, pehini en doa lékéad da doulla er roc’h. Ha goudé béza ruḻed eur méan brâz ouc’h dôr ar béz, éz éaz-kuît.

61. Hôgen Mari Madalen, hag ar Mari all a ioa azézed énô é-kichen ar béz.

62. Hag an̄trônôz, péhini a ioa ann deiz goudé ar gousper, prin̄sed ar véleien hag ar Farizianed en em strollaz hag a iéaz da gavout Pilat.

63. Hag é léverjon̄d dézhan̄ : Aotrou, deûed eo da goun d’é-omp pénaoz ann toueller-zé en deûz lavaret, hag hén̄ c’hoaz béô : Goudé tri deiz é savinn a varô da véô.

64. Gourc’hémenn éta ma vézô mired ar béz bétég ann trédé deiz ; gan̄d aoun na zeûfé hé ziskibled d’hé laéra, ha da lavaroud d’ar bobl : Saved eo a varô da véô ; hag ar fazi divéza a vézô gwâz égéd ar c’hen̄ta.

65. Pilat a lavaraz d’ézhô : Gwarded hoc’h eûz. Id, ha mirit-hén ével ma kerrot.

66. Mon̄d a réjon̄d éta kuît, hag évit miroud ar béz é stageljon̄t ar méan, hag é lékéjon̄t gwarded war hé drô.