Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/383

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
381
hervez san̄t vazé.

13. Pa glevaz Jézuz kémen̄t sé, é tec’haz ac’hanô enn eur vag, hag en em dennaz a dû enn eul léac’h distrô : ha pa glevaz ar bobl ann dra-zé, é heûliaz anézhan̄ war droad eûz ar c’heriou.

14. Ha pa’z éa-kuît Jézuz, é wélaz eul lôd brâz a dûd ; hag en doé truez out-hô, hag é iac’héaz hô c’hlan̄vourien.

15. Hôgen ar pardaez ô véza deûet, hé ziskibled a zeûaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : al léac’h-man̄ a zô distrô, hag ann heur a ia é-biou. Kas-kuîd ar bobl, évit ma’z ain̄t er bourc’hiou, ha ma prénin̄t boéd évit-hô.

16. Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô : Né két réd éz afen̄d dî ; rôit c’houi da zibri d’ézhô.

17. Lavaroud a réjon̄d d’ézhan̄ : N’hon eûz aman̄ némét pemp tors vara, ha daou bésk.

18. Hag hén a lavaraz d’ézhô : Digasit-hô aman̄ d’in.

19. Ha goudé béza gourc’héménned d’ar bobl azéza war ar géot, é kémeraz ar bemp dors vara, hag ann daou bésk ; hag ô véza saved hé zaou-lagad étrézég ann én̄v, é vinnigaz anezhô, hô zorraz, hag é rôaz ann torsiou bara d’ho ziskibled, péré hô rôaz d’ar bobl.

20. Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag é kaschon̄t gan̄t-hô daouzék paner leûn gan̄d ann tammou a oa choumed enn hô dilerc’h.

21. Hôgen euz ar ré a zebraz éz oa ann niver eûz a bemp mil dén, némed ar gragez hag ar vugalé.

22. Ha kerken̄t Jézuz a rédiaz hé ziskibled da biña er vâg, ha da von̄d enn hé raog enn tu all d’al lagen, é-pâd ma kasché-kuîd ar bobl.

23. Ha goudé béza kaset-kuîd ar bobl, é piñaz war eur ménez hé-unan evit pedi. Hôgen ar pardaez ô véza deûed, édo énô hé-unan.

24. Hôgen ar vâg a ioa hejet gan̄d ar c’hoummou é-kreiz ar môr : hâg ann avel a ioa énep.

25. Hôgen d’ar pévaré dihun eûz ann nôz, é teûaz d’hô c’havout ô kerzoud war ar môr.

26. Ha pa weljon̄d anézhan̄ ô kerzoud war ar môr, é saouzanjon̄d, hag é léverjon̄t : Eunn teûz eo. Hag é c’harmchon̄t gan̄d aoun.

27. Ha kerken̄t Jézuz a gomzaz out-hô, enn eul lavarout : Hô pézet fisian̄s : mé eo, n’hô pézet kéd a aoun.

28. Hôgen Per a respoun̄taz d’ézhan̄ ô lavarout : Aotrou, mar d-eo té, kémenn d’in mon̄d d’az kavout war ann doureier.

29. Hag hén̄ a lavaraz : Deûz. Ha Per ô tiskenna eûz ar vâg, a gerzé war ann dour évit mon̄d da gavout Jézuz.

30. Hôgen pa wélaz eunn avel gré, en doé aoun : hag ével ma téraoué gwélédi, é c’harmaz ô lavarout : Aotrou, savéta ac’hanoun.

31. Ha râk-tâl Jézuz oc’h astenna hé zourn, a grogaz enn-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Dén a nébeûd a feiz, pérâg éc’h eûz-té diskrédet ?

32. Ha pa oen̄t piñed er vâg, ann avel a baouézaz.

33. Hôgen ar ré a ioa er vâg a dôstaaz, hag a azeûlaz anézhan̄, ô lavarout : Évit-gwîr Mâb Doué oud.

34. Ha goudé m’hô doa treûzed al lagen, é teûjon̄t é douar Jénésar.

35. Ha pa zeuaz tûd al léac’h-zé d’hé anaout, é kaschon̄t dré ann holl vrô, hag é tigaschon̄d dézhan̄ ann holl dûd klân̄.

36. Hag é péden̄t anézhan̄ d’hô lézel da steki héb-kén out penn-pil hé zaé. Ha kémen̄d hini a stokaz out-han, a oé iac’héet.


————


XV. PENNAD.


1. Neûzé Skribed ha Farizianed a zeûaz d’hé gavoud eûz a Jéruzalem, hag a lavaraz d’ézhan̄ :

2. Pérâk da ziskibled a drémen-hi dreist kéménnadurézou a-c’hénou ar ré-gôz ? Râk na walc’hon̄t kéd hô daouarn pa zebron̄t bara.

3. Hôgen hén̄ a respoun̄taz d’ézhô ô lavarout : Pérâk c’houi é tréménit-hu dreist gourc’hémenn Doué évid hô kéménnadurézou a-c’hénou ? Râk Doué en deûz lavaret :