Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/384

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
382
aviel san̄tel jézuz-krist

4. Énor da dâd ha da vamm ; hag ivé : Piou-bennâg a zrouk-pédô gan̄d hé dâd pé gan̄d hé vamm a dlé béza lékéad d’ar marô.

5. Hôgen c’houi a lavar : Piou-bennâg en dévézô lavared d’hé dâd, pé d’hé vamm : Pép rô a zeûi ac’hanoun, ra vézô talvoudek d’îd,

6. Ha na énorô kéd hé dâd pé hé vamm : hag ével-sé hoc’h eûz lékéad da véza didalvez gourc’hémenn Doué évid hô kéménnadurézou a-c’hénou.

7. Pilpouzed, diouganet mâd en deûz diwar hô penn Izaiaz, ô lavarout :

6. Ar bobl-zé a énor ac’hanoun a-c’hénou : hôgen hô c’haloun a zô pell diouz-in.

9. Hôgen enn-aner eo éc’h énoron̄t ac’hanoun, ô teski lézennou ha gourc’hémennou ann dûd.

10. Hag ô véza strolled ar bobl enn-drô d’ézhan̄, é lavaraz dézhô : Klevit, ha poellit.

11. Né kéd ar péz a ia er génou a zaotr ann dén : hôgen ar péz a zeû er-méaz eûz hé c’hénou eo a zaotr ann dén.

12. Neûzé hé ziskibled a dôstaaz out-han̄, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a oar pénaoz ar Farizianed ô klevoud ar péz éc’h euz lavaret hô deûz kaved abek.

13. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô : Kémen̄t plan̄ten ha na vézô két bét plan̄tet gan̄t va Zâd péhini a zô enn én̄v, a vézô dic’hriziennet.

14. List-hô : tûd dall in̄t hag a gâs tûd dall. Hôgen mar teû eunn dén dall da gâs eunn dén dall, é kouézon̄d hô daou er poull.

15. Hôgen Per a respoun̄taz d’ézhan̄ ô lavarout : Displég d’é-omp ar barabolen-zé.

16. Ha Jézuz a lavaraz : Ha béz’ émoc’h-hu c’hoaz hép poell ?

17. Ha na boellit-hu két, pénaoz kémen̄d a ia er génou, a ziskenn er c’hôf, hag a véz taoled é léac’h distrô ?

18. Hôgen ar péz a ia euz ar génou, a zeû eûz ar galoun ; hag ann dra-zé eo a zaotr ann dén :

19. Râg eûz ar galoun eo é teû ar goall vénosiou, al lazéresiou, ann avoultriésiou, ar gadelésiou, al laéron̄siou, ar fals testeniou, ann touadellou.

20. Ann traou-zé eo a zaotr ann dén. Hôgen debri héb béza gwalc’hed hé zaouarn na zaotr kéd ann dén.

21. Ha Jézuz ô véza éad ac’hanô, en em dennaz étré Tîr ha Sidon.

22. Chétu eur c’hrég eûz a Ganaan hag a zeûé euz ar vrô-zé en em lekéaz da c’harmi, ha da lavaroud d’ézhan̄ : Aotrou, Mab David, az péz truez ouz-in : va merc’h a zô gwall en̄krézet gan̄d ann diaoul.

23. Hôgen na lavaraz kéd eûr gér d’ézhi. Hag hé ziskibled ô tôstaad out-han̄ hé bédé enn eul lavarout : Kâs-hi-kuît ; râk garmi a ra war hon lerc’h.

21. Hag hén̄ a respoun̄taz hag é lavaraz : N’ounn bét kaset néméd étrézég ann dénved kollet eûz a dî Israel.

25. Hôgen hî a zeûaz, hag a azeûlaz anézhan̄, ô lavarout : Aotrou, kennerz ac’hanoun.

26. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz : Né két mâd kémérout bara ar vugalé, hag hé rei d’ar chas.

27. Hag hî a lavaraz : Gwîr eo, Aotrou : hôgen ar chas bihan a zebr ar bruzun a gouéz eûz a daol hô mistri.

28. Neûzé Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi : Grég, da feiz a zô brâz : ra vézô gréad d’id ével ma c’hoan̄téez. Hag hé merc’h a oé iac’héet war ann heur.

29. Ha Jézuz ô véza éad ac’hanô, a zeûaz a-héd môr Galiléa : hag ô véza piñet war eur ménez, éc’h azézaz énô.

30. Hag é tôstaaz out-han̄ eul lôd brâz a dud, péré hô doa gan̄t-hô muded, dalled, kammed, tad wân, ha kalz ré all : hag é lékéjon̄d anézhô oud hé dreid, hag hén̄ hô iac’héaz.

31. Enn hévélep doaré ma oé souézed ann dûd pa wéljon̄d ar vuded ô komza, ar c’hammed ô kerzout, ann dalled ô wélout : hag é veûlen̄t Doué Israel.

32. Hôgen Jézuz ô véza galvet hé ziskibled a lavaraz : Truez em eûz oud ar bobl-zé, râk trî deiz zô é chou-