Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/381

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
379
hervez san̄t vazé.

19. Piou-bennâg a glev gér ar rouan̄télez, ha na boell két, é teû ann drouk, hag é skrâp ar péz a zô bed hadet enn hé galoun : hen-nez eo a zô béd haded a-héd ann hen̄t.

20. Hôgen ann hini a zô béd haded enn eul léac’h meinek, hen-nez eo ann hini a zélaou ar gér, hag hen digémer kerkén̄t gan̄t laouénidigez.

21. Hôgen n’en deûz kéd a c’hrisien enn-han̄ hé-unan : ha n’éma néméd évid eunn amzer : ha pa zeû eunn en̄krez pé eunn heskin-bennâg enn abek d’ar gér, kerken̄t é kémer gwall skouér.

22. Ann hini a zô béd haded é-touez ann drein, hen-nez eo ann hini a zélaou ar gér ha préder ar béd-man̄ : ha touellérez ar madou a voug ar gér, hag hen laka da véza difrouez.

23. Hôgen ann hini a zô béd hadéd é douar mâd, hen-nez eo ann hini a sélaou ar gér, hag a boell, hag a zigas frouez, hag a rô lôd kan̄t kémen̄d all, lôd trî-ugent, lôd trégon̄t.

24. Eur barabolen all a ginnigaz d’ézhô, enn eul lavarout : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eunn dén en deûz hadet hâd mâd enn hé bark.

25. Hôgen é-pâd é oa kousked ann dûd, é teûaz hé énébour, hag a hadaz draok é-touez ar gwiniz, hag az éaz-kuît.

26. Hôgen pa oé kresket ar iéot, ha deûed ô frouez, neûzé en em ziskouésaz ivé ann draok.

27. Hôgen mévellou ar penn-ti a iéaz d’hé gavout, hag a lavaraz d’ézhan̄ : Aotrou, ha n’éc’h eûs-té kéd hadet hâd mâd enn da bark ? Pénaoz éta éz eûz draok enn-han̄ ?

28. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô : Eunn dén hag a zô énébour d’in eo en deûz gréad ann dra-zé. Hôgen hé vévellou a lavaraz d’ézhan̄ : Ha té a fell d’id éz ajemp d’hé gutuḻa ?

29. Hag hén̄ a lavaraz : Nann ; gan̄d aoun ô kutuḻa ann draok, na zic’hrisienfac’h ar gwiniz gan̄t-han̄.

30. List-hô hô-daou da griski bétég ar médérez, hag enn amzer ar médérez é livirinn d’ar védérien : Kutuḻid da gen̄ta ann draok hag éreit-hén̄ a hordennou évid hô zevi ; hôgen dastumid ar gwiniz em solier.

31. Eur barabolen all a ginnigaz d’ézhô enn eul lavarout : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud eur c’hreûnen sézô, péhini a zô kéméret gan̄d eunn dén hag a hâd anézhi enn hé bark.

32. Hé-man̄ a zô évit-gwîr ar bihana euz ann holl hadou : hôgen pa eo kresket, éz eo brasoc’h éged ann holl louzou, hag é teû da véza eur wézen, enn hévélep doaré ma teû laboused ann én̄v, ha ma neision̄t enn hé skourrou.

33. Eur barabolen all a lavaraz d’ézhô : Rouan̄télez ann én̄vou a zô hén̄vel oud ar goell a gémer eur vaouez évid hé guza é trî feûr bleûd, bété ma teûi holl da c’hôi.

34. Jézuz a lavaraz kémen̄t-sé d’ar bobl gan̄t parabolennou : ha na gomzé kéd out-han̄ hép parabolen,

35. Évit ma vije sévénet ar péz a oa bét diouganet gan̄d ar profed ô lavarout : Digeri a rinn va génou gan̄t parabolennou ; diskleria a rinn traou kuzet abaoé ma eo kroued ar béd.

36. Neûzé Jézuz, ô véza kaset-kuît ar bobl, a zeûaz enn tî ; hag hé ziskibled ô-tôstaad out-han̄ a lavaraz : Displég d’é-omp parabolen draog ar park.

37. Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz dézhô : Néb a hâd ann hâd mâd, eo Mâb ann dén.

38. Hôgen ar park, eo ar béd. Ann hâd mâd, eo bugalé ar rouan̄télez. Hag ann draok, eo ar vugalé drouk.

39. Hôgen ann énébour en deûz hé hadet, eo ann diaoul : ar médérez, eo ann divez eûz ar béd ; hag ar védérien, eo ann éled.

40. Ével éta ma kutuḻeur ann draok, ha ma teveur anézhan̄ enn tân, ével-sé é c’hoarvézô é divez ar béd.

41. Mâb ann dén a gasô hé éled, péré a lakai er-méaz eûz hé rouan̄télez ann holl wall-skouériou, hag ar ré a ra drouk :

42. Hag é kasin̄d anézhô enn eur fourn dân. Énô é vézô gwélvan, ha skriñ den̄t.

43. Neûzé ann dûd gwirion a lu-