Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
aviel san̄tel jézuz-krist

eûz a eunn dén, é valé dré lec’hiou séac’h, ô klaskout ann arzaô, ha n’hé c’hâv két.

44. Neûzé é lavar : Distrei a rinn d’am zî eûz a béléac’h ounn deuet. Hag ô ton̄d dî é kâv anézhan̄ goullô, skubet ha kempennet.

45. Neûzé éz â, hag é kémer gan̄t-han̄ seiz spéred all gwasoc’h égét-han̄, hag ô von̄d enn ti-zé é choumon̄d énô : hag ar stad nevez eûz ann dén-zé a zeû gwasoc’h égéd ar c’hen̄ta. Evel-sé a c’hoarvézé gan̄d ar wenn fall-zé.

46. Pa gomzé c’hoaz oud ann en̄groez, chétu hé vamm hag hé vreûdeûr a ioa er-méaz, hag a c’houlenné komza out-han̄.

47. Hôgen unan-bennâg a lavaraz d’ézhan̄ : Chétu da vamm ha da vreûdeur a zô er-méaz hag a glask ac’hanod.

48. Hag hén̄ ô respoun̄ta da néb a gomzé out-han̄, a lavaraz : Piou eo va mamm, ha piou eo va breûdeûr ?

49. Hag oc’h astenna hé zourn war hé ziskibled, é lavaraz : chétu va mamm, ha va breûdeûr,

50. Râk piou-bennâg a ra ioul va Zâd péhini a zô enn én̄vou, hen-nez a zô va breûr, va c’hoar, ha va mamm.


————


XIII. PENNAD.


1. Enn deiz-zé Jézuz ô véza éad er-méaz eûz ann tî, a azézaz é-harz ar môr.

2. Hag eul lôd brâz a dûd en em zastumaz war hé drô ; enn hévélep doaré ma piñaz war eur vag ha ma azézaz énô ; hag ann holl en̄groez a joumaz war ann aot :

3. Hag é lavaraz d’ézhô kalz traou dré barabolennou ô komza ével-henn : Chétu ann hader a zô éad er-méaz da hada.

4. Hag é-pad ma hadé, lôd euz ann had a gouézaz a-héd ann hen̄t, ha laboused ann én̄v a zeûaz hag hé zebraz.

5. Lôd all a gouézaz enn eul léac’h meinek, é péléac’h né oa két kalz a zouar : hag é savaz kerken̄t, dré né oa kéd a zounder douar.

6. Hôgen pa zavaz ann héol é oé losket : hag ô véza n’en doa kéd a c’hrisien, é sec’haz.

7. Lôd all a gouézaz é-touez ann drein : hag ann drein a greskaz, hag a vougaz anézhan̄.

8. Lôd all a gouézaz é douar mâd : hag é rôaz frouez, lôd kan̄t kémen̄d all, lôd tri-ugen̄t, lôd trégon̄t.

9. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.

10. Hag hé ziskibled ô tôstaad a lavaraz d’ézhan̄ : Pérâg é komzez-té out-hô dré barabolennou ?

11. Hag hén̄ a respoun̄taz d’ézhô, ô lavarout : Dré ma’z eo rôed d’é-hoc’h da anaout traou-kuzet rouan̄télez ann én̄vou : hôgen né d-eo két rôed d’ézhô.

12. Râk piou-bennâg en deûz, é vézô rôed d’ézhan̄, hag é founnô : hôgen piou-bennâg n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄ kémen̄d en deûz.

13. Dré-zé é komzann out-hô dré barabolennou ; râg ô wélout na wélon̄t két, hag ô klevout na glevon̄t két, ha na boellon̄t két.

14. Ha diougan Izaiaz a zô sévéned enn-hô, pa lavar : Sélaoui a réot gan̄d hô tiskouarn ha na glevot-két : selloud a réot gan̄d hô taoulagad, ha na wélot két.

15. Râk kaloun ar bobl-man̄ a zô pounnéréet, hag hô diskouarn a zô deût pounner-gleô, hag hô daou-lagad hô deûz serret : gan̄d aoun na zeûjé hô daou-lagad da wélout, hô diskouarn da glevout, hô c’haloun da boella, na gemjen̄d a vuez, ha na zeûenn d’hô iac’haat.

16. Hôgen hô taou-lagad-hu a zô euruz dré ma wélon̄t, hag hô tiskouarn dré ma klevon̄t.

17. Râg é-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h, pénaoz kalz a Broféded hag a dûd-gwirion hô deûz hétet gwéloud ar péz a wélit, ha n’hô deûz két gwélet ; ha klevoud ar péz a glevit, ha n’hô deûz két klevet.

18. Klévit ’ta c’houi parabolen ann hader.