Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/369

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
367
hervez san̄t vazé.

azézed énô, hé ziskibled a dostaaz out-han̄.

2. Hag ô prézégi (M), é kélenné anézhô, ô lavarout :

3. Euruz ar ré baour a spéred ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô d’ézho.

4. Euruz ar ré a zô habaak ; rag ann douar a biaouin̄t.

5. Euruz ar ré a lén̄v ; râk dic’hlac’hared é vezin̄t.

6. Euruz ar ré hô deûz naoun ha séc’hed eûz ar wirionez ; râg hô gwalc’h hô dévézô.

7. Euruz ar ré a zô trugarézuz ; râk trugarez a gavin̄d hô-unan.

8. Euruz ar ré hô deûz eur galoun c’hlan ; râk Doué a wélin̄t.

9. Euruz ar ré a gar ar péoc’h ; rak bugalé Doué é vézin̄t hanvet.

10. Euruz ar ré a c’houzan̄v heskin évid ar wirionez ; râk rouan̄télez ann én̄vou a zô d’ézho.

11. Euruz oc’h pa zeûi ann dûd da zrouk pédi gan-é-hoc’h, d’hoc’h heskina, ha da lavaroud é-gaou pép droug ac’hanoc’h enn abek d’in.

12. En em laouénait, ha tridit, râg hô kôbr a vézô brâz enn én̄vou : râg ével-sé eo béd heskined ar Broféded a zô béd enn hô raok.

13. C’hoalen ann douar oc’h. Ma teû ar c’hoalen da golla hé ners, gan̄t pétrâ é vézô sallet ? N’eo mui mâd néméd da véza taoled er-méaz, ha da véza mac’het gan̄t treid ann dûd.

14. Goulou ar béd oc’h. Eur géar savet war eur ménez na hell két béza kuzet.

15. Ha na énaoueur kéd eur c’hleûzeur, évid hé lakaad dindân ar boézel ; hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma sklerai holl dud ann tî.

16. Ra zeûi ével-sé hô koulou da luc’ha dirâg ann dûd, évit ma wélin̄t ho mâd-ôberiou, ha ma teûin̄d da veûli hô Tâd péhini a zô enn én̄vou.

17. Na vennit kéd é venn deûed évit terri al lézen, pe ar broféded : n’ounn kéd deûed évit terri ; hôgen évit peûr-ôber.

18. Râg évit gwîr hel lavarann d’é-hoc’h, abarz ma tréméno ann én̄v hag ann douar, na vézô két tenned eûz al lézen, eul lizéren nâg eur rouden, ken na vézô sévénet pep-tra.

19. Piou-bennâg eta a dorrô ann distéra eûz ar gourc’hemennou-man̄, hag a zeskô kémen̄t-sé d’ann dûd, hen-nez a vézô galved ann divéza e rouan̄télez ann én̄vou : hôgen ann hini a rai hag a zeskô kémen̄t-sé, hen-nez a vézô galvet brâz é rouan̄télez ann én̄vou.

20. Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h : Ma né két brasoc’h hô kwirionez égéd hini ar Skribed hag ar Farizianed, n’az éot két é rouan̄télez ann én̄vou.

21. Kleved hoc’h euz pénaoz eo bét lavaret d’ar ré-gôz : Na lazi két ; râk piou-bennâg a lazô a zellézô béza barnet.

22. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg a vuanékai oud hé vreûr, a zellézo béza barnet. Piou-bennâg a lavaro d’hé vreur, Raka, a zellézo béza kélennet. Piou-bennâg a lavarô d’ézhan̄ : Dibenn oud, a zellézô béza taoled é tân ann ifern.

23. Pa ginnigez éta da wéstl d’ann aoter, ma teûez énô da gouna en deûz da vreûr eunn dra-bennag a-énep d’id :

24. Lez énô da wéstl dirâg ann aoter, ha kéa da gen̄ta d’en em unvani gan̄d da vreûr, ha goudé pa vézi distrôet é kinnigi da wéstl.

25. Béz a-unan râk-tal gan̄d da énébour é-pâd ma émoud enn hen̄t gan̄t-han̄, gan̄d aoun n’as lakafé da énébour ac’hanod étré daouarn ar barner, n’az lakafé ar barner étré daouarn ar ministr, ha na véz lékéad er vâc’h.

26. É gwirionez hel lavarann d’id, na zeûi ket kuîd ac’hanô, ken na vézô distaolet gan̄-éz ann divéza gwennek.

27. Kleved hoc’h eûz pénaoz eo bét lavared d’ar ré-gôz : Avoultriez na rî két.

28. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg en dévézo selled oud eur vaouez gan̄t c’hoan̄tégez anézhi, hen-nez en deûz gréad avoultriéz gan̄t-hi enn hé galoun.

29. Ma teû da lagad deou da rei gwall skouer d’id, diframm hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id : râk gwell eo