Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/370

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
aviel san̄tel jézuz-krist

d’îd kolla unan eûz da izili, égét gwéloud da gorf holl taoled enn ifern.

30. Ha ma teû da zourn déou da rei gwall skouér d’îd, trouc’h-hén̄, ha taol-hén̄ pell diouz-id : rak gwell eo d’îd kolla unan euz da izili, égét gwéloud da gorf holl taoled enn ifern.

31. Lavared eo bét-c’hoaz : Piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, a dlé rei d’ézhi eur skrid dré béhini hé c’hâs-kuît.

32. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz piou-bennâg a gasô-kuîd hé c’hrég, néméd avoultr é vé hî, hé laka da véza avoultr : ha piou-bénnâg a zimézô gan̄d eur c’hrég a vézô bét kaset-kuît gan̄d hé goâz, a gouéz enn avoultriez.

33. Kleved hoc’h eûz ivé pénaoz eo bét lavared d’ar ré-gôz : Na dorri kéd da lé : hôgen miroud a rî al léou az pézô gréad da Zoué.

34. Ha mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz na dléit toui é nép doaré é-béd, na dré ann én̄v, rak trôn Doué eo :

35. Na dré ann douar, râk skabel hé dreid eo : na dré Jéruzalem, râk kéar ar Roué braz eo :

36. Na doui kéd ivé dré da benn, râk na hellez kéd ôber eur vléven wenn pé eur vléven zû.

37. Hôgen ra vézô hô lavar, Ia, ia ; nann, nann ; râk kémen̄d a zô ouc’h-penn ar geriou-zé a zeû eûz ann drouk.

38. Kleved hoc’h eûz pénaoz eo bét lavaret : Lagad évid lagad, ha dan̄t évit dan̄t.

39. Hôgen mé a lavar d’é-hoc’h : Pénaoz na dléeur kéd énébi ouc’h ann drouk : ha ma skô unan-bennâg war da vôc’h zéou, trô ébén out-han̄.

40. Mar fell da unan-bennâg breûtaad ouz-id, évit kéméroud da zaé, laosk ivé da van̄tel gan̄t-han̄.

41. Ha piou-bennâg a lakaiô ac’hanod da ran̄kout ôber eul léô gan̄t-han̄, gra c’hoaz gan̄t-han̄ diou léô all.

42. Rô da néb a c’houlenn diganéz, ha na bella ket piou-bennâg a fell d’ézhan̄ empresta diouz-id.

43. Kleved hoc’h euz pénaoz eo bét lavaret : Karoud a rî da nésa, hag é kasai da énébour.

44. Hogen mé a lavar d’é-hoc’h : Karid hoc’h énébourien, grît vad d’ar ré a gasa ac’hanoc’h : ha pédid évid ar ré a heskin ac’hanoc’h, pé a lavar droug ac’hanoc’h é-gaou.

45. Évit ma viot bugalé hô Tâd péhini a zo enn én̄vou ; péhini a laka da zével hé héol war ar ré-vad ha war ar ré-zrouk, hag a laka ar glaô da gouéza war ar re-léal ha war ar ré-zisleal.

46. Râk mar kirid ar ré hô kar, pé gôbr hô pézô-hu ? hag ar Bublikaned na réon̄t kéd ével-sé ?

47. Ha ma na livirid deiz-mâd néméd d’hô preûdeûr, pétrâ a rît-hu ouc’h-penn ? hag ar Baganed na réon̄t kéd évél-sé ?

48. Bézid éta dinam, ével ma’z eo dinam hô Tâd péhini a zô enn én̄v.


————


VI. PENNAD.


1. Likid évez na rafac’h hô mâd-ôberiou dirâg ann dûd, évit na viot gwélet gan̄d-hô : anéz n’hô pézô két a c’hôbr digan̄d hô Tad, péhini a zô enn én̄vou.

2. Pa réz éta ann aluzen, na laka kéd da zeni ar c’horn-boud enn da raok, é c’hîz ma ra ar bilpouzed er sinagogou hag er ruou, évit béza meûlet gan̄d ann dûd. Hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.

3. Hôgen pa rî ann aluzen, grâ na wézô kéd da zourn kleiz ar péz a râ da zourn déou :

4. Évit ma vézô da aluzen enn amc’houlou, ha ma tistaôlô d’id da Dâd, péhini a wél enn amc’houlou.

5. Ha pa bédit, na vézit kéd ével pilpouzed, péré a gâr pidi enn hô sâ er sinagogou, hag é kornou ar ruou, évit ma vézin̄t gwélet gan̄d ann dûd : hé lavaroud a rann d’é-hoc’h, hô gôbr hô deûz bét.

6. Hôgen té, pa bédi, kéa enn da gambr, hag ô véza serred ann ôr, péd da Dâd enn amc’houlou : ha da Dâd péhini a wél enn amc’houlou, a rôi d’id da c’hôbr.

7. Pa bédod éta, na gomzit két kalz, ével ma ra ar Baganed. péré a gréd