Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
272
levr habakuk.


II. PENNAD


Doué a rô da anaout d’ar profed diskar Nabukodonosor.


1. Sével a rinn war va gwéré, hag é chouminn stard em c’hré : hag é sellinn piz, évit ma wélinn pétrâ a vézô lavaret d’in, ha pétrâ a respoun̄tinn d’ann hini a damallô ac’hanoun.

2. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, hag a lavaraz : Skrîv ar péz a wélez, ha laka-hén̄ fréaz war daolennou, évit ma hellor hé lenna enn eur rédek.

3. Râk, mar doaré béza pell ar wélédigez, en em ziskouézô enn divez, ha na douellô két : mar gourzéz, gortoz-hen̄ : râk don̄t, don̄t a rai, ha na zaléô két.

4. Chétu ann hini a zô diskrédik, né két éeun hé éné enn-han̄ : hôgen ann dén reiz a vév eûz ar feiz.

5. Râg ével ma eo touellet ann hini a év gwîn, ével-sé ann dén balc’h na choumô két enn hé skéd ; hén̄ péhini en deûz lédet hé éné ével ann ifern ; hen̄ péhini a zô ével ar marô, ha na hell két béza gwalc’het ; hén̄ péhini a stroll war hé drô ann holl vrôadou, hag a zastum étrézég enn-han̄ ann holl boblou.

6. Ha na zeûi-hén̄ két da zorc’hen évid ar ré-zé holl, ha na raint-hi két a c’hoab anézhan̄, ô lavarout : Gwâ ann hini a vern ar péz né két d’ézhan̄ ? bété pégeit é tastumô enn hé énep berniou fan̄k ?

7. Ha na zavô két war-eunn-taol tûd hag a grogô enn-od, hag a rogô ac’hanod, ha da béré é teûi da breiz ?

8. Ével ma éc’h eûz preizet kalz a vrôadou, holl zilerc’h ar boblou az preizô ivé, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’as fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.

9. Gwâ ann hini a zastum eur gwall bizoni enn hé dî, évit lakaad hé neiz war ann uc’hel, hag a venn béza dieûb eûz a zourn ann drouk.

10. Mennet éc’h eûz mézégez da dî, dispennet éc’h eûz kalz poblou, ha da éne en deûz péc’het.

11. Râg ar méan a c’harmô eûz ar vôger, hag ar c’hoat a framm ann tiez a gomzô.

12. Gwâ ann hini a zâv eur géar er goâd, hag a ziazez anézhi er fallagriez.

13. Ha na zeû két kémen̄t-sé dioud Aotrou ann arméou ? Râg ar boblou a vézô dispennet gan̄d ann tân, hag ar brôadou az a iélô da-gét.

14. Râg ann douar a vézô leûn eûz a wiziégez gloar ann Aotrou ; ével ma eo gôlôet ar môr gan̄d ann doureier.

15. Gwâ ann hini a vesk hé véstl er braoued a rô d’hé viñoun, hag a laka anézhan̄ da vézvi, évit ma wélô hé noazded.

16. Leûniet é vézi a vézégez é léac’h gloar : év ivé té, ha môréd : kôp dourn-déou ann Aotrou a iélô war-drô d’id, hag eunn disloun̄k mézuz a gouézô war da c’hloar.

17. Râk fallagriez al Liban a c’hôlôi ac’hanod, ha gwastadur al loéned a spoun̄tô anézhô, enn abek da c’hoad ann dûd, ha d’hô fallagriez é-kén̄ver ar vrô, hag ar géar, hag ar ré holl a choumé enn-hi.

18. Pé lâz ar skeûden gréat gan̄d eur c’hizeller, pé ann hini faoz gréat gan̄d ann teûzer ? koulskoudé ann ôbérour a laka hé c’héd enn hé labour hé-unan, er skeûden vûd en deûz gréat.

19. Gwâ ann hini a lavar d’ar c’hoat : Dihun ; ha d’ar méan mûd, sâv : hag hen̄ a hellô deski eunn dra d’id ? Chétu hen̄ a vézô gôlôet a aour hag a arc’han̄t, ha na vézô éné é-béd enn-han̄.

20. Hôgen ann Aotrou a zô enn hé dempl san̄tel : râ davô ann douar holl dira-z-han̄.


————


III. PENNAD


Ar profed a-grén dirâk meûrdez ann Aotrou.


1. Péden Habakuk ar profed évid ann diwiziégésiou.