Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/265

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
263
levr michéas.

té péhini a choum é Marésa : gloar Israel a iélô béteg Odollam.

16. En em voala, hag en em douz, diwar-benn da vugalé a ioa da zudi : léd da voalder ével ann er ; râk skrapet in̄t bét d’id ha kaset é sklavérez.


————


II. PENNAD


Direizded ha kastiz bugalé Israel.


l. Gwâ c’houi a venn traou gwân, hag a râ drougiez enn hô kwéléou : da c’houlou-deiz é réon̄t kémen̄t-sé, râg a-énep Doué é savon̄t hô dourn.

2. Ar parkou hô deûz c’hoan̄téet ; hô skrapet hô deûz gan̄d diboell ; hag ann tiez hô deûz ivé skarzet : mac’het hô deûz ann dén hag hé dî, ann dén hag hé zigwéz.

3. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou : Chétu mé a gasô war ann tiad-zé eunn drouk, a béhini na dennot két hô kouzoug : na valéot mui gan̄t balc’hder, râg eur gwall amzer e vézô.

4. Enn deiz-zé é vézô gréat rambréou diwar hô penn, kanaouennou bourduz a vézô kanet diwar hô koust, ô lavarout : Gwastet ha didudet omp : digwéz va fobl a zô névézet : Pénaoz é pellai-hén diouz-in ? p’az ai-kuît, é rannô hon douarou.

5. Râk-sé na vézô hini ac’hanoc’h a gémen̄t en dévézô hé lôd hag hé zigwéz é strollad ann Aotrou.

6. Na livirit két héb éhan : kémen̄t-sé na gouézô két war-n-ézhô, na vézin̄t két gôlôet a véz.

7. Tî Jakob a lavar : Ha berréet eo spéred ann Aotrou, hag ar ré-zé eo hé vénosiou ? Ha né két mâd va geriou é-kén̄ver néb a gerz er reizded ?

8. Hôgen va fobl a zô savet em énep : ar zaé hag ar man̄tel hoc’h eûz skrapet : ével énébourien oc’h en em daolet war ar ré a iéa ébiou é péoc’h.

9. Gragez va fobl hoc’h eûz taolet er-méaz eûz hô ziez dudiuz : va meûleûdi hoc’h eûz tennet da-vikenn eûz a c’hénou hô bugaligou.

10. Savit hag ît-kuît, râk n’eûz két a éhan aman̄ évid-hoc’h : râg ann hudurez gan̄t péhini hoc’h eûz hé saotret, é deûz hé leûniet a fléar.

11. A-ioul é venn eunn dén hép spéred, hag é teûjenn ken̄toc’h da lavarout gevier : kouéza a rinn war-n-od ével eur gwin a zeû da vézvi ; ha war ar bobl-man̄ eo é kouézinn.

12. Da strolla a rinn holl, ô Jakob : grounna a rinn dilerc’hiou Israel : hô lakaad a rinn kévret ével eunn tropel er c’hraou, ével dén̄ved é-kreiz hô c’hlôz : reûstl a vézô gan̄d al lôd brâz a dûd.

13. Râg ann hini a dlé digeri ann hen̄t d’ézhô a biñô enn hô raok : hî en em rannô, hag a dréménô dré ar porz, hag a iélô ébarz : hag hô roué a iélô ébiou dira-z-hô, hag ann Aotrou enn hô fenn.


————


III. PENNAD


Gourdrouzou Doué a-éneb ar brin̄sed, ar varnerien, hag ar véleien.


1. Lavaret em eûz ive : Sélaouit, prin̄sed Jakob, ha duged tî Israel : ha né két d’é-hoc’h gouzout ar varn ?

2. C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk : a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.

3. Debret hô deûz kîk va fobl, lamet hô deûz hé groc’hen diwar-n-ézhan̄ : hé eskern hô deûz brévet, hag hô deûz hô draḻet, ével évid lakaad enn eur pôd, hag ével kîg enn eur gaoter.

4. Neûze é c’harmin̄t étrézég ann Aotrou, hag hén̄ na zélaouô két out-hô : kuza a rai hé zremm out-hô enn amzer-zé, ével ma in̄t bét droug enn hô ôberiou.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded a douell va fobl ; péré a rôg gan̄d hô den̄t, hag a brézeg ar péoc’h : ha ma tinac’h eur ré leûnia hô génou d’ézhô, é réon̄t enn hô san̄télez brézel d’ézhan̄.

6. Râk-sé é vézô nôz d’é-hoc’h évit