Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/264

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LEVR MICHÉAS.


————


I. PENNAD


Ar profed a ziougan disman̄tr Samaria ha Jéruzalem.



1. Gér ann Aotrou péhini a zeûaz da Vichéas ar Morastiad, é deisiou Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias rouéed Juda, hag a wélaz diwar-benn Samaria ha Jéruzalem.

2. Sélaouit, holl boblou ; ra lakai évez ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄ : bézet ann Aotrou Doué da dést enn hoc’h énép, ann Aotrou eûz hé démpl san̄tel.

3. Râk chétu ann Aotrou a zeûi er-méâz eûz hé léac’h : diskénna a rai, hag é vac’hô holl uc’helennou ann douar.

4. Ar ménésiou a steûziô dindan-han̄ : ann traon̄iennou a faoutô ével koar dirâg ann tân, hag ével ann doureier en em daol enn eul loun̄k.

5. Ha kémen̄t-sé enn abek da wall Jakob, ha da béc’héjou tî Israel. A béléac’h é teû gwall Jakob ? Ha né két eûz a Zamaria ? Péléac’h édo lec’hiou-uc’hel Juda ? Ha né két é Jéruzalem ?

6. Lakaad a rinn Samaria ével eur bern mein enn eur park pa blan̄teur eur winien : hag é likiinn hé mein da ruḻa enn draon̄ien, hag é tizôlôinn hé diazézou.

7. Hé holl skeûdennou kizellet a vézô torret, hag hé holl c’hounidou a vézô devet gan̄d ann tân, hag hé holl idolou a gasinn-da-gét : ô véza ma in̄t bét dastumet gan̄t gounidou eur c’hreg fall, hag é tistrôin̄t da c’hounid da eur c’hreg fall.

8. Râk-sé e keininn, hag é iouc’hinn : kerza a rinn diwisk hag enn noaz : keinvanou a rinn ével ann aérévent, ha kunuc’hennou ével ann aotruzed.

9. Râk man̄truz eo hé gouli ; deûet eo béte Juda, stokét en deûz oud dôr va fobl, bétég é Jéruzalem.

10. Na embannit, két kémen̄t-sé é Get, na skuḻit két a zaérou, é tî ar poultr en em c’hôlôit a boultr.

11. Id ébiou, gôlôet a véz hag a vézégez, c’houi péré a choum enn eul léac’h dudiuz : né két éat er-méaz ann hini a choum enn hoc’h harzou : ann ti nés, péhini a zô choumet enn hé zâ anézhan̄ hé-unan, a zô bét glac’haret enn abek d’é-hoc’h.

12. Râg ann hini a choum er c’houervder a zô bét ré wan évid ôber vâd d’é-hoc’h : ô véza ma eo diskennet ann drouk diouc’h ann Aotrou bété porz Jéruzalem.

13. Ar ré a choum é Lac’his a zô bét spoun̄tet brâz gan̄t trouz ar c’hirri : penn ar péc’hed eo té, merc’h Sion ; râg enn-od eo bét kavet gwallou Israel.

14. Râk-sé roué Israel a gasé eûz hé dud étrézé prin̄sed Get : hôgen na gavin̄t néméd eunn ti a c’hevier, a douellô anézhô.

15. Eunn her a gasinn c’hoaz d’id,