Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
213
levr ar profed daniel.

5. Pénaoz er préd ma klevot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolot d’ann douar, hag éc’h azeûlot ar skeûden aour en deûz savet ar roué Nabukodonosor.

6. Ha mar béz eur ré ha n’en em daolô két d’ann douar, ha na azeûlô két, é vézô taolet râk-tâl er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô.

7. Kerken̄t éta ha ma klévaz ann holl boblou son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, ar boblou, ar breûriézou, hag ann dûd a béb iéz, en em daolaz d’ann douar, hag a azeûlaz ar skeûden aour en dôa savet ar roué Nabukodonosor.

8. Râk-tâl hag enn hévéleb amzer Kaldéed a dôstaaz hag a damallaz ar Iuzévien.

9. Hag a lavaraz d’ar roué Nabukodonosor : O roué, bév da-vikenn.

10. Té, roué éc’h eûz gréat eur gourc’hémenn, pénaoz kémen̄d hini a glévô son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolô d’ann douar, hng a azeûlô ar skeûden aour ;

11. Ha pénaoz piou-bennâg n’em em daolô két d’ann douar, ha na azeûlô két, a vézô taolet er fourn-vrâz, é-kreiz ann tân béô.

12. Koulskoude ar ré eûz ar Iuzévien da béré éc’h eûz rôet ar véli war géfridiou provin̄s Babilon, Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; ar ré-zé, ô roué, hô deûz disprizet da c’hourc’hémenn : na géélon̄t két da zouéed, ha na azeûlont két ar skeûden aour éc’h eûz savet.

13. Neûzé Nabukodonosor leûn a frouden hag a vuanégez a c’hourc’hémennaz ma vijé digaset Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; hag hî a oé digaset râk-tâl dirâg ar roué.

14. Hag ar roué Nabukodonosor a gomzaz out-hô, hag a lavaraz : Ha gwîr eo, Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago, pénaoz na géélit két va douéed, ha na azeûlit két ar skeûden aour em eûz savet ?

15. Bréma éta mar d-oc’h daré, er préd ma klévot son ar c’horn-boud, hag ar zutel, hag ann délen, hag ar bombard, hag al liren, ha son ann holl binviou, en em daolit d’ann douar, hag azeûlit ar skeûden em eûz gréat : ha ma na azeûlit két, enn hévélep préd é viot taolet er fourn-vrâz é-kreiz ann tân béô ; ha piou eo ann Doué hô tennô eûz va daouarn ?

16. Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago a respoun̄taz hag a lavaraz d’ar roué Nabukodonnsor : Né két réd d’é-omp respoun̄ta d’id diwar-benn kémen̄t-sé.

17. Rak chétu hon Doué, ann hini a géélomp, a hell hon tenna eûz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, hag hon tenna eûz da zaouarn, ô roué.

18. Ma na fell két d’ézhan̄ hé ôber, bézet anad, ô roué, pénaoz na géélimp két da zoûéed, ha na azeûlimp két ar skeûden aour éc’h eûz savet.

19. Neûzé Nabukodonosor a oé leûn a frouden ; ha sell hé zaoulagad a névézaz a-énep Sidrac’h, Misac’h, hag Abdénago ; hag hén̄ a c’hourc’hémennaz ma vijé tommet ar fourn seiz gwéach muioc’h égét na voad boazet d’hé zomma.

20. Hag hén̄ a rôaz urs d’ann dûd kréva eûz hé armé da éréa treid Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago, ha d’hô zeûrel er fourn-vrâz leûn a dân béô.

21. Ha râk-tâl ann dûd-zé goudé béza bét éréet, a oé taolet é-kreiz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, gan̄d hô bragou, hag hô bonédou, hag hô boutou, hag hô diḻad all ;

22. Râg urs ar roué a hasté kalz : hag ar fourn a oa tommet enn eunn doaré direiz, ha flamm ann tân a lazaz ann dûd hô dôa taolet ennhan̄ Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago.

23. Hôgen ann tri dén-zé, da lavaroud eo, Sidrac’h, Misac’h hag Abdénago, a gouézaz é-kreiz ar fourn-vrâz leûn a dân béô, hag hi éréet.

24. Hag hî a valéé é-kreiz ar flammou, ô veûli Doué, hag ô venniga ann Aotrou.

25. Hogen Azarias oc’h en em zerc’hel enn hé zâ, a bédaz ével-henn ; hag ô tigeri hé c’hénou é kreiz ann tân, é lavaraz :