Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
levr ar profed isaias.

enn-od, n’in̄t két bét lazet gan̄d ar c’hlézé, n’in̄t két marô er brézel.

3. Da holl brin̄sed a zô bét tec’het kévret ; gan̄t krisder in̄t bét chadennet ; ar ré holl a zô bét kavet, a zô bét éréet kévret, pétrâ-bennâg ma oan̄t tec’het pell.

4. Râk-sé em eûz lavaret : Pellait diouz-in ; mé a wélô gan̄t c’houervder ; n’en em likit két é poan da zic’hlac’hari ac’hanoun diwar-benn disman̄tr merc’h va fobl.

5. Râk chétu deiz al lazérez, ha deiz ar mac’hérez, ha deiz ann daérou, a gâs ann Aotrou, Doué ann arméou e traon̄ien ar wélédigez ; hén̄ péhini a dreûz ar vûr, hag a ziskouéz hé c’hloar war ar ménez.

6. Élam a gémer hé dron̄s, hag a aoz hé girri évid hé varc’heien ; tenna a râ hé dirennou diouc’h ar vôger.

7. Ha da wella draon̄iennou a vézô leûn a girri, hag ar varc’héien a ziazézô hô c’hamp oud da bors.

8. Ha tôen Juda a vézô dizôlôet, hag enn deiz-zé é wéli skiber armou tî ar c’hoajou.

9. C’houi a wélô odéou kéar David, ha pénaoz éz eûz kalz anézhô ; ha c’houi a zastumô douréier al lenn izéla ;

10. Nivéri a réot tiez Jéruzalem, hag é tiskarot lôd eûz hé ziez évit krévaat hé mûr.

11. Eur poull-dour a réot étré diou vôger é-tal al lenn kôz ; ha na zavot két hô taoulâgad étrézég ann hini en deûz hé gréat, ha na zellot két a bell oud ann hini en deûz hé savet.

12. Hag enn deiz-zé ann Aotrou, Doué ann arméou, hô kalvô d’ar gwélvan ha d’ar garm, da douza hô penn, ha d’en em c’houriza gan̄t séier-reûn :

13. Ha chétu en em rôot d’al lévénez ha d’ar cholori, é lazot leûéou, é lazot tourzed, é tebrot kîk, hag éc’h évot gwîn : Debromp, hag évomp, émé-c’houi ; râk warc’hoaz é varvimp.

14. Hag Aotrou ann arméou a rôaz d’in da glevout ar geriou-man̄ : Ar fallagriez-zé na vézô két distolet d’é-hoc’h, kén na varvot, émé ann Aotrou, Doué ann arméou.

15. Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, Doué ann arméou : Kerz, kéa da gavout ann hini a choum enn tabernakl, Sobna préfed ann templ, hag é liviri d’ézhan̄ :

16. Pétrâ a réz-té aman̄, pé piou a zô gan-éz-té aman̄ ? Ma éc’h eûz toullet eur béz évid-od aman̄, ma éc’h euz toullet eur béz kaer enn eul léac’h uc’hel, eunn tabernakl d’id er méan.

17. Chétu ann Aotrou a lakai da zizougen ac’hann, ével ma tizougeur eur c’hiḻek, kéméret é vézi gan̄t-han̄ ével ma kéméreur eur van̄tel.

18. Da guruni a rai gan̄d eur gurunen a c’hlac’har ; da deurel a rai ével eur bellen enn eur park lédan hag éc’hon ; énô é varvi, hag énô é vézô karr da c’hloar, mézégez tî da Aotrou.

19. Da gâs a rinn kuît eûz al léac’h é péhini émoud ; da denna a rinn eûz da garg.

20. Chétu pétrâ a vézô enn deiz-zé : Gervel a rinn va servicher Éliakim, mâb Helkias ;

21. Ha gan̄d da zaé é wiskinn anézhan̄, ha gan̄d da c’houriz é krévainn anézhan̄, hag enn hé zourn é likiinn da véli ; hag hén̄ a vézô ével da dâd da dûd Jéruzalem, ha da dî Juda.

22. Ha mé a lakai war hé skoaz alc’houéz ti David ; hag hén̄ a zigorô, ha na vézô dén évit serra ; serra a rai, ha na vézô dén évid digeri.

23. Hé zan̄ka a rinn ével eur peûl enn eul léac’h stard, hag hén̄ a vézô eunn trôn a c’hloar évit tî hé dâd.

24. Holl c’hloar tî hé dâd a vézô skourret out-han̄, listri a bép doaré, binviouigou a bép doaré, adaleg ar c’hôpou bété binviou ar c’hiniaded.

25. Enn deiz-zé, émé Aotrou ann arméou, é vézô tennet ar peûl a oa bét san̄ket enn eul léac’h stard ; hag hén̄ a vézô torret ha diskaret, ha kémen̄d a vézô skourret out-han̄ a iélô-da-nétra, râg ann Aotrou en deuz komzet.


————


XXIII. PENNAD.


Disman̄tr Tir hag hé gwellaen.


1. Béac’h Tir. Iudit, listri ar môr ;