Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
20
levr ar profed isaias.

râk diskaret eo al léac’h a béhini é oan̄t boazet da zon̄t : eûz a zouar Kétim é teûiô hô disman̄tr.

2. Tavit, c’houi péré a choum enn énézen : marc’hadourien Sidon a dreûzé ar môr évit leûnia da borsiou.

3. Ann hadou a zeû da greski gan̄t douréier brâz ann Nîl, éd ar ster a oa da voéd d’ézhi ; hag hî a zô deûet da varc’hallac’h ar brôadou.

4. Az péz méz, ô Sidon ; râg ar môr, ners ar môr en deûz lavaret : n’em eûz két en̄géhen̄tet, ha n’em eûz két ganet ; n’em eûz két maget paotred-iaouan̄k, n’em eûz két savet plac’hed-iaouan̄k.

5. Pa vézô klevet kémen̄t-sé enn Éjipt diwar-benn Tîr, é vézô gwélvan.

6. Treûzit ar môriou ; iudit, c’houi péré a choum enn énézen.

7. Ha né két houn-nez ar géar-zé a veûlac’h kémen̄t, péhini a fougéé gan̄d hé hénan̄ded enn deisiou ken̄t ? Hé zûd a zô éat war-droad pell-brâz er broiou a-ziavéaz.

8. Piou en deûz mennet kémen̄t-sé a-énep Tîr péhini a zougé ar gurunen, péhini é doa prin̄sed da varc’hadourien, hag ar ré vrudéta eûz ann douar da werzerien ?

9. Aotrou ann arméou eo en deûz mennet kémen̄t-sé, évid diskara holl c’hloar ar ré rôk, hag évit vuélaat ar ré vrudéta eûz ann douar.

10. Treûz da zouar ével eur ster, merc’h ar môr ; n’eûz mui a c’houriz enn-drô d’id.

11. Astennet en deûz ann Aotrou hé zourn war ar môr, ar rouan̄télésiou en deûz horellet ; a-énep Kanaan en deûz rôet hé c’hourc’hémenn, évit ma vézô brévet hé ré gréva.

12. Hag hén̄ en deûz lavaret : Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui ; saô ha kéa dré vôr bété Kétim ; ha na gavi két zôkén a éhan énô.

13. Chétu douar ar C’haldéed ; n’eûz két bét a bobl hén̄vel out-hô ; ann Assiried eo hô deûz hé ziazézet ; ar ré gréva anézhô a zô bét kaset é sklavérez ; hô ziez a zô bét diskaret ; gwastet holl in̄t bet.

14. Iudit, listri ar môr, râg hô ners a zô kaset-da-nétra.

15. Chétu pétra a vézô enn deiz-zé : É an̄kounac’h é vézi, ô Tîr, a-héd dék vloaz ha tri ugen̄t, ével deisiou eur roué ; hôgen goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t é teûiô Tîr ével eur c’hrek-fall hag a gân.

16. Kémer eunn délen, trô-war-drô kéar, grek-fall lékéeat enn an̄kounac’h : kân kaer, kân aliez, évit ma vézô koun ac’hanod.

17. Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô goudé dék vloaz ha tri-ugen̄t : Ann Aotrou a emwélô Tîr hag hé digasô d’hé c’hen̄ta gwerzidigez ; hag hî en em wallô adarré gan̄d ann holl rouan̄télésiou a zô war ann douar.

18. Hag hé gwerzou, hag hé gôprou a vézô gwéstlet d’ann Aotrou ; na vézin̄t két lékéat a dû nâg enn eunn ten̄zor ; hôgen béz’ é vézin̄t holl évid ar ré a choum dirâg ann Aotrou, évit ma tebrin̄t hô gwalc’h, ha ma vézin̄t gwisket bépréd.


————


XXIV. PENNAD.


Droug a dlé kôuéza war ar Judéa.


1. Chétu ann Aotrou a lakai ann douar didûd, hé lakai enn noaz, a drôi hé zoaré, hag a skiñô ar ré a choum enn-han̄.

2. Neûzé ar bélek a vézô ével ar bobl ; ann aotrou ével ar mével ; ann itroun ével ar vatez ; ann hini a werz ével ann hini a brén ; ann hini a gémer ével ann hini a rô war gampi ; ann hini a dlé ével ann hini a c’houlenn ar péz a zô dléet d’ézhan̄.

3. Disman̄tret é vézô ann douar ; preizet é vézô ; râg ann Aotrou en deûz hé lavaret.

4. Gwéla a râ ann douar, hag é teûz, hag é teû da fallaat ; teûzi a râ ar béd, hag ar ré vrâz é-touez ar bobl a zeû da fallaat.

5. Hag ann douar a zo saotret gan̄d ar ré a choum enn-han̄ ; râg hî hô deûz torret al lézennou, hô deûz trôet ar gwîr, hô deûz kaset-da-gét ar gévrédigez a dlié padout da-vikenn.