Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/177

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
175
levr ar profed ézékiel.

ével kîg ann azéned, hag hô divéradur ével divéradur kézek.

21. Névézet éc’h eûz gwallou da iaouan̄ktiz, pa eo bét gwasket war da vronnou enn Éjipt, pa eo bét tarzet penn-bronnou da werc’hded.

22. Râk-sé, Ooliba, ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai da zével énn da énep da holl orgédérien, a béré en deûz da éné bét hé walc’h ; ha mé ho strollô enn da énep trô-war-drô.

23. Mipien Babilon, hag ann holl Galdéed, ann dûd vrudéta, ar rouéed hag ar brin̄sed, holl vipien ann Assiria, ann dûd-iaouan̄k a zoaré vâd, ann holl zuged hag ann holl vléñerien, hag ar ré vrudéta holl é-touez ar varc’héien :

24. Hag é teûin̄t enn da énep gan̄t kalz a girri hag a rôdou, hag eul lôd brâz a boblou ; sével a rain̄t enn da énep a bép tû, hag hi armet a harnézou, a dirennou, hag a dôkou-houarn ; hag é rôinn ar varnédigez dira-z-hô, hag hî a varnô ac’hanod hervez hô barnédigézou hô-unan.

25. Ha mé a lakai va oaz enn da énep, hag hî hé zévénô gan̄t frouden ; trouc’ha a rain̄t da frî ha da ziskouarn ; hag ar péz a vézô choumet a gouézô dindân ar c’hlézé ; da vipien ha da verc’hed a gémérin̄t ; hag ann dilerc’h ac’hanod a vézô dévet gan̄d ann tân.

26. Diwiska a rain̄t da ziḻad d’id, hag é skrapin̄t da annézou ar ré dalvoudusa.

27. Ha mé a lakai da éhana da wall enn-od, hag ar c’hadélez éz pôa digaset eûz a zouar ann Éjipt ; na zavi mui da zaoulagad étrézég enn-hô, ha n’az pézô mui a goun eûz ann Éjipt.

28. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Chétu mé a lakai ac’hanod étré daouarn ar ré a gaséez, étré daouarn ar ré, a béré en deûz da éné bét hé walc’h.

29. Hag hî en em rénô enn da gén̄ver gan̄t kasoni, hag a gémérô da holl labouriou, hag az lézô enn-noaz ha leûn a véz, hag a ziskouézô noazded da c’hadélésiou, da wallou, ha da c’hastaouérézou.

30. Ével-sé é rain̄t d’id, ô véza ma oud en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d ar brôadou, é-touez péré oud en em saotret gan̄d hô idolou.

31. É hen̄t da c’hoar éc’h eûz baléet, hag é likiinn hé c’hôp enn da zourn.

32. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Éva a ri eûz a gôp da c’hoar, péhini a zô lédan ha doun ; béz’ é vézi da c’hoarz ha da c’hoapérez ; râk brâz meurbéd eo.

33. Leûniet é vézi a vézventi hag a c’hloaz gan̄d ar c’hôp a c’hlac’har hag a zoan-zé, gan̄t kôp da c’hoar Samari.

34. Hé éva a ri, hag éc’h évi bétég al lec’hid ; ann darniou anézhan̄ a loun̄ki, hag é tiframmi da zivronn ; râk mé eo em eûz komzet, émé ann Aotrou Doué.

35. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : O véza ma éc’h eûz va an̄kounac’héet, ha ma éc’h eûz va zaolet adré da gein, é tougi ivé da wall ha da c’hadélésiou.

36. Hag ann Aotrou a gomzaz ouz-in, ô lavarout : Mâb dén, ha na varnez-té két Oolla hag Ooliba, ha na zisklériez két d’ézhô hô gwallou ?

37. Râg gragez avoultr in̄t, hag hô daouarn a zô leûn a c’hoad ; hag hî a zô en em rôet d’ar c’hadélez gan̄d hô idolou ; hag ouc’h-penn, ar vugalé hô dôa ganet évid-ounn, hô deûz kenniget d’ézhô évid hô loun̄ka.

38. Hôgen kémen̄t-man̄ hô deûz ivé gréat d’in : va zan̄tuar hô deûz saotret enn deiz-zé, ha va deisiou sabbat hô deûz gwallet.

39. Ha pa lazen̄t hô bugalé dirâg hô idolou, hag éz éan̄t em san̄tuar enn deiz-zé évid hé zaotra ; kémen̄t-sé hô deûz gréat é-kreiz va zî.

40. Hag hî hô deûz klasket tûd péré a zeûé a bell, da béré hô dôa kaset kannaded ; ha chétu hî a zô deûet ; ha té a zô en em walc’het, hag éc’h eûz lékéat liou dindân da zaoulagad, hag oud en em gin̄klet é doaré ar merc’hed a neûz vâd.

41. War eur gwélé eûz ar ré gaéra oud bét gourvézet, hag eunn daol kin̄klet-kaer a zô bét lékéat dira-z-od ; hag éc’h eûz lékéat war-n-ézhi