Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/178

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
176
levr ar profed ézékiel.

va ézan̄s ha va louzou-c’houés-vad.

42. Hag é kléved enn-hi mouéz eul lôd brâz a dûd a ioa el lévénez : hag ô kémérout hiniennou eûz ann dûd a zigased eûz ann distrô, é lékéjon̄t lagadennou-bréac’h enn hô daouarn, ha kurunennou skéduz war hô fennou.

43. Neûzé é liviriz d’ann hini a zô kôséet enn avoultriez : Hag hou-man̄ en em rôi c’hoaz d’hé c’hadélez ?

44. Hag hî a zô éad d’hé c’havout ével m’az éeur da gavout eur c’hrég fall ; ével-sé in̄t bét éat da gavout Oolla hag Ooliba, ar gwall c’hragez-zé.

45. Râk tûd gwirion in̄t ; hi a varnô anézhô ével ma varneur ann avoultrérézed, ével ma varneur ar ré a skuḻ ar goâd ; ô véza ma in̄t avoultrérézed, ha ma éz eûz goâd enn hô daouarn.

46. Râg ével-henn é lavar ann Aotrou : Digas out-hô eul lôd brâz a dûd, ha rô-hi d’ar reustl ha d’ar preiz.

47. Ra zeûi ar boblou d’hô labéza gan̄t mein, ha d’hô zoulla gan̄d hô c’hlézeier ; ra lazin̄t hô mipien hag hô merc’hed ; ra zevin̄t hô ziez gan̄d ann tân.

48. Ével-sé é laminn ar gwall eûz ar vrô, hag ann holl c’hragez a zeskô da dec’hout diouc’h gwallou ar ré-man̄.

49. Hag hî a lakai da gouéza hô kwall war-n-hoc’h ; hag é tougod péc’héjou hoc’h idolou ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.


————


XXIV. PENNAD


Marô grég Ézékiel. Difenned eo d’ézhan̄ ôber kaon̄.


1. Enn naved bloaz, enn dékved mîz, enn dekved deiz eûz ar mîz, é teûaz gér ann Aotrou d’in, ô lavarout :

2. Mâb dén, skriv évid-od hanô ann deiz-man̄ ; râg enn deiz-man̄ eo savet roué Babilon a-énep Jéruzalem.

3. Hag é komzi oud ann ti héguz gan̄d eul lavar-trôet, hag é liviri d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Kémer eur pôd ; kémer, émé-vé, ha laka dour enn-han̄.

4. Dastum tammou kîk enn-han̄, eûz al lec’hiou gwella, ar vorzed, ar skoaz, ann tammou dilennet ha leûn a eskern.

5. Kémer al larta loéned, ha laka ann eskern a vern dindân ar c’hîk : laka-hi da virvi kaer, kén na boazô ann eskern a zô ébarz.

6. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, ar pôd a zô merklet, ha n’az a két ar merkl diout-han̄ ; tenn ar c’hîk anézhan̄ a-damm-é-tamm, hép ma vézo taolet ar sort war-n-ézhô.

7. Râg hé goâd a zô enn hé c’hreiz : war ar méan al lampra é deûz hé skuḻet ; n’é deûz két hé skuḻet war ann douar, évit na vijé két gôlôet gan̄d ar poultr.

8. Évit lakaad da gouéza va frouden war-n-ézhi, hag en em ven̄ji anézhi, é rôinn hé goâd da skuḻa war ar méan al lampra évit na vézô két gôlôet.

9. Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Gwâ ar géar a c’hoad, é béhini é rinn eur c’hrac’hel-geûneûd vrâz.

10. Bernit ann eskern, évit ma hô dévinn ; ar c’hîg a vézô bévézet ; ann holl dammou a vézô poazet, hag ann eskern a iélô-da-nétra.

11. Laka ivé ar pôd goullo war ar glaou béô, évit ma tommô ha ma loskô hé arem ; ma teûzô hé genn enn-han̄, ha ma vézô bévézet hé verkl.

12. Enn aner eo bét labouret ha c’houézet évit tenna ar merkl anézhan̄, né két éat zôkén gan̄d ann tân.

13. Argarzuz eo da hudurez : râk fellet eo bét d’in da c’hlana, ha n’oud két bét glanet eûz da zaotrou ; hôgen na vézi mui glanet, kén n’am bézo lékéat da arzaôi va frouden war-n-od.

14. Mé ann Aotrou em euz komzet : Deûet, hag é rinn. N’az inn két ébiou, na esperninn két, na habaskainn két : hervez da hen̄chou, hag hervez da ôberiou é varninn ac’hanod, émé ann Aotrou.

15. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

16. Mâb dén, chétu mé a zigasô eur gouli war-n-od, ô skrapa d’id ar péz a zô ann hétusa d’as daoulagad ;