Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
153
levr ar profed ézékiel.


VI. PENNAD


Disman̄tr Jéruzalem gan̄d ar c’hlézé, ann naounégez hag ar vosen.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,

3. Ha lavar : Ménésiou Israel, sélaouit gér ann Aotrou Doué : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué d’ar ménésiou, ha d’ar c’hrec’hiennou, ha d’ar rec’hier, ha d’ann traon̄iennou : Chétu é tigasinn ar c’hlézé war-n-hoc’h, hag é tispenninn hô lec’hiou-uc’hel.

4. Diskara a rinn hoc’h aoteriou, hag é vrévinn hô skeûdennou ; ha mé hô lakai da gouéza marô dirâg hoc’h idolou.

5. Léda a rinn korfou marô bugalé Israel dirâg hô skeûdennou ; hag é skiñinn hoc’h eskern enn-drô d’hoc’h aoteriou.

6. Enn holl vrôiou é péré é choumit, ar c’hériou a vézô didûd, al lec’hiou-uc’hel a vézô freûzet ha diskaret ; hoc’h aotériou a gouézô hag a vézô brévet ; hoc’h idolou a éhanô da véza azeûlet, hô templou a vézô diskaret, hag hoc’h ôbériou a vézô kaset-da-gét.

7. Hag eul lazérez tud a vézô enn hô touez ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.

8. Lôd ac’hanoc’h a virinn eûz ar ré a vézô bét tec’het diouc’h klézé ar brôadou, p’am bezô hô skiñet dré ar brôiou.

9. Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez ; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in ; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou ; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.

10. Hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, ha pénaoz n’em eûz két lavaret enn-aner é rajenn ann drouk-zé.

11. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar : Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.

12. Ann hini a zô pell, a varvô gan̄d ar vosen : ann hini a zô tôst, a vézô skôet gan̄d ar c’hlézé ; hag ann hini a vézô choumet, hag a vézô strôbet, a varvô gan̄d ann naonn ; ha mé a walc’hô va frouden war-n-ézhô.

13. Ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, pa vézô korfou hô tûd lazet é-kreiz hoc’h idolou, enn-drô d’hoc’h aoteriou, war bép kréc’hien uc’hel, war lein ann holl vénésiou, dindân pép gwézen hîr, dindân pép derven bodek, el lec’hiou a béré é savé ann ézañs a zeven̄t dirâg hô holl idolou.

14. Ha mé a astennô va dourn war-n-ézhô ; hag é likiinn ann douar da véza gwastet ha dilézet, adalek distrô Déblata, el lec’hiou holl é péré é choumen̄t ; hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————


VII. PENNAD


Diwar-benn disman̄tr douar Israel.


1. Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout :

2. Ha té, mâb dén, ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué douar Israel : Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez war bévar c’horn ann douar.

3. Bréma eo deûet da zivez, hag é kasinn va frouden war-n-od ; hag é varninn ac’hanod hervez da hen̄chou ; hag é likiinn da gouéza war-n-od da holl fallagriézou.

4. Va lagad na espernô két ac’hanod, ha n’am bézô két a druez ; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.