Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/156

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
levr ar profed ézékiel.

5. Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué : Eur c’hlac’har a zeû, chétu é teû eur c’hlac’har.

6. Ann divez a zeû, don̄d a râ ann divez ; beḻa a râ ouz-id ; chétu é teû.

7. Ann disman̄tr a zeû war-n-od, té péhini a choum war ann douar ; ann amzer a zeû, tôst éma deiz al lazérez, ha nann gloar ar ménésiou.

8. Bréma é skuḻinn a dôst va buanégez war-n-od, hag é walc’hinn va frouden ouz-id ; da varna a rinn hervez da hen̄chou, hag é likiinn da boéza war-n-od da holl wallou.

9. Va lagad na espernô két, ha n’am bézô két a druez ; hôgen lakaad a rinn da hen̄chou war-n-od, ha da fallagriézou a vézô enn da greiz ; ha c’houi a wézô pénaoz eo me ann Aotrou, mé péhini a skô.

10. Chétu ann deiz, chétu eo deûet ; kouézet eo ann disman̄tr ; bleûn̄eet eo ar walen, diwanet eo ar rogen̄tez.

11. Ann drougiez a zô savet war walen ar fallagriez ; na zeûi két anézhô, nag eûz ar bobl, nag eûz hô zrouz ; ha n’hô dévézô két a éhan.

12. Deûet eo ann amzer, tôstaad a râ ann deiz ; néb a brén, n’en em laouénaet két ; ha néb a werz, n’en em c’hlac’haret két ; râk savet eo ar vuanégez war hé holl bobl.

13. Râg ann hini a werz na zistrôiô két d’ar péz a werz, ha pa ven̄t c’hoaz béô ; râg ar wélédigez diwar-benn ann dûd holl na zistrôiô két war hé c’hîz ; hag ann dén na grévai két é fallagriez hé vuez.

14. Sonit gan̄d ar c’horn-boud, r’en em aozô ann holl, hôgen n’az ai hini d’ann emgann : râk va buanégez a zô savet war ar bobl holl.

15. Ar c’hlézé enn diavéaz ; ar vosen hag ann naounégez enn diabarz ; néb a vézô er park, a varvô gan̄d ar c’hlézé ; ha néb a vézô é kéar, a vézô bévézet gan̄d ar vosen ha gan̄d ann naounégez.

16. Ar ré anézhô a déc’hô a vézô dieûbet ; hag hî a vézô war ar ménésiou ével koulmed ann traon̄iennou, bépréd ô kréna er gwél eûz hô fallagriez.

17. Daouarn ann holl a zeûi da véza laosk, hag ann dour a rédô hed-da-hed daoulin ann holl (M).

18. Saéou-reûn a wiskin̄t, hag é vézin̄t gôlôet a spoun̄t ; ar véz a vézô war bép dremm, ha moal é vézô penn ann holl.

19. Hô arc’han̄t a vézô taolet er-méaz, hag hô aour a vézô ével teil. Hô arc’han̄t nag hô aour na hellin̄t két hô dieûbi é deiz frouden ann Aotrou : na walc’hin̄t két ho éné, ha na leûñin̄t két hô c’hôv ; ô véza ma in̄t da wall-skouér gan̄d hô fallagriez.

20. Braven̄tez hô c’helc’hennou hô deûz lékéat évit maga hô balc’hder, hag hô deûz gréat gan̄t-hô skeûdennou hô argarzidigézou hag hô idolou : dré-zé hé rôinn d’ézhô ével eunn dra dic’hlan ;

21. Hé rei a rinn da breiz étré daouarn ann diavésidi, ha da skrap d’ar ré fallagr eûz ann douar, hag hî hé zaotrô.

22. Distrei a rinn va daoulagad diout-hô, hag hî a wallô va zan̄tuar : skrapérien a iélô enn-han̄, hag hî hé zaotrô.

23. Laka eunn divez ; râk leûn eo ann douar a varniou goaduz, hag ar géar leûn a fallagriez.

24. Digas a rinn ar ré falla eûz ar brôadou, hag hî a gémérô hô ziez ; lakaad a rinn da éhana balc’hder ar ré c’halloudek hag hô san̄tuarou a vézô skrapet.

25. Pa zeûi ann en̄krez, é klaskin̄t ar péoc’h, ha n’her c’havin̄t két.

26. Reûz war reûz a zeûi, ha kélou war gélou ; klask a rain̄t gwélédigez digan̄d eur profed ; al lézen a iélô-da-nétra er bélek, hag ar c’huzul enn hénaoured.

27. Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô  ; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou.


————