Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
levr ar profed ézékiel.


III. PENNAD


Ézékiel a wél a-névez gloar ann Aotrou.


1. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, debr kémen̄d a gavi : debr al levr-zé ha kéa da gomza out bugalé Israel.

2. Ha mé a zigoraz va génou, hag hen̄ a lékeaz ac’hanoun da zibri al levr-zé.

3. Hag hen̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, da gôv a zébrô, ha da vouzellou a vezô leûniet gan̄d al levr a rôann d’id. Ha mé hé zébraz ; hag hén̄ a zeûaz em génou c’houék ével ar mél.

4. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mab dén, kéa étrézé tî Israel, ha rô da anaout va gériou d’ézhô.

5. Râk né két oud eur bobl a zô diez hé lavar, ha dianaf hé iez, az kasann ; hôgen out tî Israel.

6. N’az kasann két étrezé kalz poblou, a zô diez hô lavar, ha dianaf hô iéz, a béré na helfez két klévout al lavariou. Ha pa gasfenn ac’hanod étrézé tûd enn doaré-zé, é sélaoufen̄t ac’hanod.

7. Hôgen ar ré eûz a dî Israel na fell két d’ézhô da zélaoui, ô véza na fell két d’ézho va zélaoui : râg holl di Israel a zô garô a dâl ha kalet a galoun.

8. Chétu em eûz lékéat da zremm da véza startoc’h égéd hô dremm, ha da dâl kalétoc’h égéd hô zâl.

9. Ével ann diaman̄t hag ével ar bili em eûz lékéat da dâl da véza ; n’az péz két a aoun ra-z-hô, na spoun̄t két dirâg hô dremm ; ô véza ma eo eunn ti héguz.

10. Hag hén̄ a lavaraz d’in : Mâb dén, laka enn da galoun ann holl c’hériou a lavarann d’id, ha sélaou anézhô gan̄d da ziskouarn.

11. Kéa da gavout tûd ann dizougadur, bugalé da bobl ; komz out-hô, ha lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué. Martézé é sélaouin̄t hag éc’h éhanin̄t.

12. Hag ar spéred a grogaz enn-oun, hag é kléviz adré d’in ar vouéz-man̄ gan̄d eunn trouz brâz : Benniget ra vézô gloar ann Aotrou eûz hé léac’h.

13. Hag é kléviz ivé trouz ann anévaled a skôé hô askellou ann eil oud ébén, ha trouz ar rôdou a iéa war-lerc’h ann anévaled, ha trouz eur c’héflusk brâz.

14. Ar spéred a zavaz ivé ac’hanoun, hag am c’hasaz gan̄t-han̄ ; ha mé a iéaz, va spéred leûn a c’houervder hag a vuanégez ; hôgen dourn ann Aotrou a oa gan-én̄, hag a grévéé ac’hanoun.

15. Ha mé a zeûaz el léac’h ma édô ar sklaved, é-tâl eur bern éd névez-trouc’het, étrézeg ar ré a choumé war aod ster C’hobar ; hag éc’h azéziz el léac’h ma oan̄t azézet ; hag é choumiz énô enn eur geinvani a-héd seiz dervez.

16. Hôgen pa oé tréménet ar seiz dervez, é teûaz gér ann Aotrou étrézég enn-oun, hag é lavaraz :

17. Mâb dén, da rôet em eûz da évésiad war di Israel : ar gér a glévi eûz va génou, hag hé rôi da anaout d’ézhô eûz va fers.

18. Pa livirinn d’ann dén fallagr : Mervel, mervel a rî ; ma n’her roez két da anaout d’ézhan̄, ma na gomzez két out-han̄ évit ma tistrôi eûz hé wall hen̄t, ha mar bév ; ann dén fallagr-zé a varvô enn hé fallagriez ; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

19. Hôgen ma éc’h eûz rôet da anaout va gér d’ann dén fallagr, ha ma na zistrô két eûz hé fallagriez, hag eûz hé wall hen̄t ; hén̄ a varvô enn hé fallagriez ; hôgen té ez pézô dieûbet da éné.

20. Mar tistrô eunn dén reiz eûz hé reizded, ha mar grâ fallagriez ; é likiinn eur méan-fazi dira-z-han̄ ; hag hen̄ a varvô, ô vésa n’éc’h eûz két rôet da anaout d’ézhan̄ va gér ; enn hé béc’hed é varvô, ha na vézô mui a én̄vor eûz ann traou reiz en dévézô gréat ; hôgen hé c’hoad a c’houlenninn digan̄d da zourn.

21. Hôgen mar rôez da anaout d’ann dén reiz pénaoz na dlé két péc’hi, ha ma na béc’h két-hen̄ ; hén̄ a