Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, eil levr.djvu/151

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
149
levr ar profed ézékiel.

anézhô, ével pa vijé eur rôd é-kreiz eur rôd.

17. Hô févar rann a iéa kévret, ha na zistrôen̄t két pa gerzen̄t.

18. Ar ven̄t hag ann uc’helder eûz ar rôdou a oa heûzuz da wélout ; hag ann holl gorf anézhô hô féder a oa leûn a lagadou trô-war-drô.

19. Ha pa gerzé ann anévaled, é kerzé ivé ar rôdou enn hô c’heñver ; ha pa zavé ann anévaled diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret.

20. É pé léac’h-bennâg m’az éa ar spéred, ha ma zavé ar spéred, é savé ivé ar rôdou, oc’h hé heûlia : râg ar spéred a vuez a oa er rôdou.

21. P’az éan̄t éz éan̄t, ha pa arzaôen̄t é arzaôen̄t ; ha pa zaven̄t diouc’h ann douar, é savé ivé ar rôdou kévret, oc’h hô heûlia : rag ar spéred a vuez a oa er rôdou.

22. A-ziouc’h pennou ann anévaled éz oa eunn ebr, é doaré strin̄k heûzuz, hag en em astenné a-ziouc’h d’hô fennou.

23. Dindân ann ebr-zé éz oa éeun hô askellou, ann eil-ré dirak ré égilé ; unan anézhô a guzé hé gorf gan̄d diou eûz hé askellou, hag égile hé guzé enn hévélep doaré.

24. Ha mé a glevé trouz hô askellou, ével trouz douréier brâz, ével mouéz Doué diwar-laez : pa gerzen̄t é oa ével trouz eul lôd brâz a dûd, ével trouz eunn armé ; ha pa arzaôen̄t, é laosken̄t hô askellou.

2$. Rak pa zeûé eur vouéz eûz ann ebr, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, é arzaôen̄t hag é laosken̄t hô askellou.

26. Ha war ann ebr-zé, a ioa a-ziouc’h d’hô fenn, éz oa ével doaré eunn trôn héñvel oud eur méan safir, ha war ann trôn ével doaré eunn dén azézet war-n-ézhan̄.

27. Ha mé a wélaz ével doaré goularz, hag ével tân, enn diabarz hag enn-drô d’ézhan̄ : adaleg hé zigroazel hag uc’héloc’h, hag adaleg hé zigroazel hag izeloc’h, é wéliz ével doaré eunn tân a luc’hé trô-war-drô.

28. Ével ar wareg a wéleur er c’hoabr enn eunn deiz glavek ; ével-sé é oa ar goulou a luc’hé trô-war-drô.


————


II. PENNAD


Ann Aotrou a lavar da Ézékiel komza héb aoun.


1. Houn-nez eo ar wélédigez em boé eûz a zoaré gloar ann Aotrou : ha pa hé gwéliz, é kouéziz war va génou, hag é kléviz eur vouéz a gomzé ouz-in, hag a lavaraz d’in : Mâp dén, sâv war da dreid, hag é komzinn ouz-id.

2. Hag ar spéred goudé béza komzet ouz-in a iéaz enn-oun̄, hag a zavaz ac’hanoun war va zreid : hag é kléviz anézhan̄ ô komza ouz-in,

3. Hag ô lavaroud d’in : Mâb dén, mé az kâs étrézé bugalé Israel, eur vrôad argiluz, a zô en em dennet diouz-in : hî hag hô zadou hô deûz torret bétég ann deiz-man̄, ar gévrédigez em bôa gréat gan̄t-hô.

4. Bugalé a benn kalet, hag a galoun dizon̄vuz eo ar ré étrézé péré az kasann ; lavar d’ézhô : Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué,

5. Évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô ; râg eunn ti héguz eo : ha ma wézin̄t pénaoz éz eûz eur profed enn hô zouez.

6. Hôgen té, mâb dén, n’az péz két a aoun ra-z-hô, ha na spoun̄t két râg hô lavariou : râg ar ré gan̄t pére émoud, a zô tûd diskrédik, ha dispac’herien ; gan̄t kruged é choumez : N’az péz két a aoun râg hô gériou, ha na spoun̄t két râg hô zremmou râg eunn ti héguz eo.

7. Va gériou a liviri éta d’ézhô, évit gwélout hag hi a zélaouô hag a éhanô ; râk tûd héguz in̄t.

8. Hôgen té, mâb dén, sélaou kémen̄d a livirinn d’id, ha na véz két héguz, ével ma eo héguz ann tî-zé : digor da c’hénou ha debr kémen̄d a rôann d’id.

9. Ha mé a arvestaz, ha chétu eunn dourn a oé kaset étrézég enn-oun, é péhini édo eul levr rodellet ; hag hen̄ a zirodellaz anézhan̄ dira-z-oun ; lizérennou a ioa enn diabarz hag enn diavéaz ; skrivet é oa war-n-ézhan̄ keinvanou, ha kanaouennou, ha mallosiou.


————