P’eo torret ar yun, e kroger
Dre gaer,
P’eo torret ar yun, e kroger
Da danañ ar c’horn butuner
En eun dommañ an divesker,
Da danañ ar c’horn butuner :
Gwasa micher eo kemener !
« Petra vê gwell ganac’h ober,
« Komper,
« Petra vê gwell ganac’h ober,
« Eur roched pe eur bragou-lêr,
« Eur gorfenn pe eun davanjer,
« Eur roched pe eur bragou-lêr ? » —
« Eur roched », emê ’r c’hemener.
« Ho torchenn, pelec’h he saver,
« Komper,
« Ho torchenn, pelec’h he saver,
« War an dôl, war ar bank-toser,
« Penn ar foenn pe kreiz al leur-gêr,
« War an dôl, war ar bank-toser ? » -
« War an dôl », emê ’r c’hemener.
Hag evit lein pa ’n em gaver
Er gêr,
Hag evit lein pa ’n em gaver,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
Hag ar bara du en doubier,
’Mañ war ar bank soubenn Yann-Gouer
War an dôl emañ… ’r c’hemener.