Unable to compile LilyPond input file:
Ken brao tra vel am eus kavet Aboe an de ’mon bet ganet, Ken brao tra vel am eus karet, Eo, da viz mae, deus ar beure, Gwelout, ken koant hag eun hunvre, Glizennig mae war he gourre, Eur vleuñvennig ken glan, ken gwenn, Ken dudîus ha ken laouen, Eur vleuñvennig war ar spern-gwenn. Gwisket ganti eur gorfennig Seurt n’ devê ket plac’h pinvidik, Digor ganti he c’halonig ;