Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/722

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

EZEKIEL, 1.

10 Hon c’hroc’hen a zo devet evel eur forn,
Dre arder boaniuz an naoun.
11 Disenoret ho deuz ar gragez en Sion,
Hag ar gwerc’hezed en keariou Juda.
12 Chefou a zo bet krouget dre ho daouarn ;
An den koz n’eo ket bet respetet.
13 An dud iaouank ho deuz douget ar mean milin,
Hag ar vugale ho deuz bransellet var ar c’hoad.
14 Ar re goz n’emaint ken euz an doriou ;
An dud iaouank ho deuz dilezet ho dirennou.
15 Joa hon c’haloun a zo paouezet ;
Hon dansou a zo eet en kanvou.
16 Kurunen hon fenn a zo kwezet.
Gwal-eur deomp ! abalamour ma hon deuz pec’het !
17 Abalamour da ze eo klanv hon c’halounou ;
Abalamour d’an traou ze eo tevaleet hon daoulagad ;
18 Abalamour da venez Sion, pehini a zo glac’haret,
Kement ken a bourmen al lern ennhi.
19 Mes te, Aotrou ! te a choumo da virviken,
Ha da drôn a bado a oad en oad !
20 Perag he c’hankwefez-te ac’hanomp-ni da virviken,
Perag e tilesfez-te ac’hanomp ken pell ?
21 Distro ac’hanomp ouzit, Aotrou, hag e vefomp distroet !
Adneveza hon deiziou evel ma oant gwech all !
22 Hon zaolet kwit ez pefe evit biken ?
Ha koleret he vefez a enep deomp dreist holl ?


————


LEVR AR PROFED EZEKIEL.


1 AN dregontved bloaz, ar bemved deiz euz ar bevare mis, neuze pa en em gaven entouez ar re pere a oa bet dizouget tost da rivier Kebar, an envou a zigoraz hag e weliz gweledigezou divin.

2 Ar bempved deiz euz ar mis,—ar bempved bloaz euz a esklavach Jehojakim e oa,— 3 gir an Aotrou a oe diskleriet da Ezekiel, ar sakrifier, mab Buzi, en bro ar Galdeed, tost da rivier Kebar. Eno eo e oe dorn an Aotrou varnezhan.

4 Ha setu, e weliz eur gorventen avel pehini a zeue euz an Hanter-noz, eur goabren teval, eun orzen dân, pehini a skulie he skeud trozro. 5 Er c’hreiz e lugerne evel arem floureet o tont euz an tân. Er c’hreiz c’hoaz e welet pevar aneval a bere ar visach a oa evelhen : beza ho doa eun henvelidigez den ; 6 pep hini anezhei hen doa pevar fas ha pevar askel pep hini. 7 Ho zreid a oa eeün, ha seul ho zreid evel seul troad eul loue ; lugerni a reent evel arem floureet. 8 Daouarn tud a zeue a zindan ho eskel var ho fevar c’hoste, hag ho fevar holl ho doa ho bisach hag ho eskel. 9 Ho eskel a oa stag an eil euz egile ; pa valeent, n’en em droent ket, mes pep hini anezhei a iea eeün dirazhan. 10 Divarben an doare euz ho bisach, ho fevar holl ho doa bisachou tud, eur fas leon euz an tu deou, ho fevar holl eur fas ijen trozro kleiz, hag ho fevar eur fas egl. 11 Ho fasou hag ho eskel a oa separet an eil euz egile dre grec’h ; pep hini hen doa daou askel unanet an eil d’egile, ha euz daou pere a c’holoe ho c’horfou. 12 Ha pep hini anezhei a valee eeün dirazhan ; mont a reent dre ma voute ar spered anezhei da vont, ha n’en em distroent ket euz ho bale. 13 Doare al loened ze a oa henvel euz hini glaou tân ardant hag euz torchou elumet ; hag an tân ze a flamme entre an anevaled gant eur splander skeuduz, ha luc’hed a zeue outhan. 14 Hag al loened ze a eue hag a iea evel doare ar gurun.

15 Hag, evel ma sellen euz al loened ze, setu e weliz eur rod var an douar, tost d’al loened ze, dirag ho fevar fas. 16 Divarben doare ar rodou ze hag ho ober, henvel e oant euz eur c’hrisolit ; ho feder e oant er memeuz doare ; ho doare hag ho stun groet evel ma vije eur rod enkreiz

714