9 Ar re a varo dre ar c’hleze a zo eurusoc’h
Evit ar re a varo gant an naoun ;
Rag ar re ma a zo kuzumet nebeut ha nebeut,
Skwizet dre zefaot produ ar parkeier.
10 Gragez tener,
Ho deuz gant ho daouarn lakeat da boazet ho bugale,
Hag' ho deuz servichet da voued dezhei,
En diskar euz merc’h va fobl.
11 An Aotrou hen deuz dizec’het he fulor,
Sklabezet Hen deuz an tân euz he goler,
Elumet Hen deuz en Sio eun tân
Pehini Hen deuz devoret he zoliou.
12 Rouane an douar
Nag hini euz a dud ar bed, n’ho dije kredet
Penaoz ar stourmer, an enebour a iaje
En doriou Jerusalem.
13 Abalamour da bec’hejou he brofeded eo,
Ha da fallentez he sakrifier
Pere ho deuz skuliet en he c’hreiz
Goad ar re wirion.
14 Kerset a reent evel se dall dre ar ruou,
Louseet a oad,
Kement na hellet ket
Stoka ho dillad.
15 Krial a ret dezhei : En em dennet c’hwi, re souliet !
En em dennet c’hwi, ha n’hon stoket ket !
En tec’h emaint, kerset a reont aman hag ahont.
Lavaret a reer penaoz entouez ar boblou. N’ho devezo ken choumaj ebet !
16 Fas an Aotrou Hen deuz ho sklabezet.
Ne zell ket outhei.
N’ho deuz ket bet a respet evit ar sakrifierien,
Nag a respet evit ar re goz.
17 Hag evidomp-ni, hor daoulagad a zo en em guzumet
Beteg ama varlerc’h komzou vên.
Euz krec’h hon zouriou, hon deuz sellet
Entrezeg eur bobl pehini n’helle ket hon delivra.
18 Spia a rea hon faziou
Abalamour da herzel ac’hanomp da vale en hon lec’hiou.
Hon fin a zo tost ; hon deiziou a zo peur-c’hroet ;
Hon fin a zo deuet !
19 Hon zrubulierien a oa skanvoc’h
Evit egled an envou ;
Hon c’henredet ho deuz var ar meneziou,
Stiniet ho deuz pechou deomp en distro.
20 An hini a rea deomp dialani, eoliet an Aotrou,
A zo bet kemeret en ho foullou ;
Hen a behini he lavaremp :
Ni a vevo dindan he skeud entouez ar broadou.
21 En em laouena, ha bez er joausted, merc’h Edom,
Pehini a choum en bro Uts !
Ar c’halei a dremeno ive entrezeg ennout,
Mezvet he vezi anezhan, hag he vezi lakeat en noaz.
22 Merc’h Sion ! poan da zrougiez a zo achu ;
An Aotrou na gaso ken ac’hanout en esklavach.
Merc’h Edom ! gwelet a raio da fallentez,
Lakaat a raio da bec’hejou en noaz.
5 AZ pez sonj, o Aotrou, euz ar pez a zo c’hoarvezet ganeomp !
Sell ha gwel hon dismegans !
2 Hon heritach a zo tremenet da ziavezidi,
Hag hon ziez da dud dizhano.
3 Deuet omp da veza minored hep tad,
Hag hon mammou a zo evel intanvezed.
4 Evet hon deuz hon dour en priz arc’hant ;
Evit pea eo he teu deomp hon c’hoad.
5 Ar ieo var ar c’houzoug, he c’handuromp an drubul ;
Skwizet omp, n’hon deuz diskwiz ebet.
6 Astennet hon deuz hon dorn var zu an Ejipt hag entrezeg an Assiri,
Evit hon leunia a vara.
7 Hon zadou ho deuz pec’het, n’emaint ken,
Ha ni, ni a zoug ar boan euz ho drougiez.
8 Esklaved a ren varnomp,
Ha den na zelivr ac’hanomp euz ho daouarn.
9 Klask a reomp hon bara en riskl hon buez,
Abalamour da gleze an distro.
Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/721
Neuz
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
KLEMMOU JEREMI, 5.
713