Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/687

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 31.

Da gastia a rin gant muzur ;
Koulskoude ne zalc’hin ket ac’hanout evit didamall.
12 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Da vlonseur a zo diac’huz ;
Da c’houli a zo hep esperans.
13 Nikun ne gemer da du, evit paka da c’houli,
N’euz remed ebet evidout, doare a iec’hed ebet.
14 Ar re holl a gar ac’hanout ho deuz da ankouezet ;
N’en em zoursiont ket ouzit ;
Rag me em euz skoet ac’hanout evel ma skoer eun enebour,
Evel ma kastier eun den kriz,
Abalamour d’an niver euz da fallentezou,
Abalamour ma eo da bec’hejou kresket.
15 Perag e kriez-te evit da vlonseur ?
Da c’hlac’har a zo diac’huz.
Evit braster da zrougiez,
Abalamour ma eo da bec’hejou kresket,
Ma em euz groet an traou ma.
16 Koulskoude ar re holl a zevor ac’hanout a vezo devoret,
Ha da holl waskerien, holl, a ielo en esklavach ;
Ar re a ziwisk ac’hanout a vezo diwisket,
Ha me a livro d’ar pillach ar re holl a bill ac’hanout.
17 Mes me a genstardo da c’houliou hag a iac’hao ac’hanout,
A lavar an Aotrou ;
Rag galvet ho deuz ac’hanout ar c’haset kwit :
Sion eo, a behini den na zourzi !
18 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Setu, e tigasan an esklaved euz a dantennou Jakob,
Ha me em euz truez euz he choumajou ;
Ar gear a vezo savet var he huelder,
Hag ar palez a vezo tudet hervez ar c’hiz.
19 Hag e teuo kantikou a veulodi anezhei,
Ha kriadennou a joa.
Me a nivero anezhei, ha ne vihanafont ket ;
Enori a rin anezhei, ha ne vefont ket izeleet.
20 He vibien a vezo evel gwech all,
He asamble a vezo starteet dirazoun,
Ha me a gastio ar re holl a wask anezhan.
21 Hag he chef a vezo kemeret anezhan,
Hag he rener a vezo deuet euz he vruched.
Lakaat a rin anezhan da dostaat, hag e teuo entrezek ennoun ;
Rag piou eo an hini a lakao he galoun da dostaat ouzin ?
A lavar an Aotrou.
22 Ha c’hwi a vezo va fobl,
Ha me a vezo ho Toue.
23 Setu, tempest an Aotrou, ar fulor a skeud,
Hag an arne prest da deuzi
A gouezo var benn ar re fall.
24 Arder koler an Aotrou n’en em distroo ket,
Bete ma hen devezo groet ha peur-c’hroet c’hoantou he galoun.
Klevet a refet kement ma en deiziou diveza.

31 En amzer ze, a lavar an Aotrou,
Me a vezo Doue holl famillou Israel ;
Hag int a vezo va fobl.
2 Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Kavet Hen deuz trugarez en distro,
Ar bobl tec’het euz ar c’hleze ;
Israel a vale d’an diskwiz.
3 A bell eo en em diskouezet an Aotrou d’in, hag Hen deuz lavaret d’in :
Da garet em euz euz eur garante peur-baduz,
Abalamour da ze em euz hireet va madelez en da genver.
4 Me a lakaio ac’hanout c’hoaz hag e vezi lakeat,
O gwerc’hez Israel !
En em orni a ri c’hoaz euz da daboulinou,
Hag ez i entouez an dansou joauz.
5 Planta a ri c’hoaz gwiniennou var meneziou Samari ;
Ar re ho devezo ho flantet a zastumo ar frouez anezhei.
6 Rag beza e vezo eun deiz ma krio ar gwarded var menez Efraim :
Savet, ha piniomp da Sion entrezeg an Aotrou, hon Doue.
7 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
En em laouenaet gant kanaouennou a driomf abalamour da Jakob,
Straket a joa en penn ar broadou !
Lekeet ho klevet, kanet meulodiou, ha livirit :
Aotrou ! delivr da bobl, an nemorant euz a Israel !

679