Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/686

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 30.

faoz em hano : Setu, e lekean anezhei en daouarn Nebukadnetsar, roue Babilon, hag e lakaio anezhei d’ar maro dirag ho taoulagad. 22 Hag e vezo kemeret outhei eun doare a valloz, entouez holl esklaved Juda pere a zo en Babilon ; lavaret e vezo : Ra raio an Aotrou d’id evel da Sedesias ha da Akab, pere hen deuz roue Babilon lakeat da zevi er beo !— 23 abalamour ma ho deuz groet traou euzuz en Israel, ha ma ho deuz groet avoultri gant gragez ho nesa, ha ma ho deuz lavaret traou faoz em hano, pere n’em boa ket gourc’hemennet dezhei ; me va unan eo a oar kement se, ha me eo an test, a lavar an Aotrou.

24 Komz ive da Shemaja Nekelamit, ha lavar dezhan : 25 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Abalamour ma ec’h euz kaset he c’hano lizerou d’ar bobl holl a zo en Jerusalem, da Sofoni, mab Maaseja, ar sakrifier, ha d’an holl sakrifierien, o lavarout : 26 An Aotrou hen deuz da lakeat da sakrifier er plas Jehojada, ar sakrifier, evit ma vije eveserien en ti an Aotrou, eveserien evit evesaet pep den pehini a ra ar speredek hag ar profed, hag evit he lakaat er prizoun hag en hern. 27 Ha brema, perag n’ec’h euz-te ket gourdrouzet Jeremi a Anathoth, pehini, a brofetiz deoc’h ? 28 Rag abalamour da ze eo hen deuz digaset entrezek ennomp, da Vabilon, evit lavaret deomp : Hir e vezo ; savet tiez, ha choumet ennhei ; plantet jardinou, ha debret frouez anezhei.

29 Ha Sofoni, ar sakrifier, hen doa lennet al lizer ma dirag Jeremi, ar profed. 30 Ha gir an Aotrou a oe diskleriet da Jeremi, er c’homzou ma : 31 Lavar kement ma d’ar re holl pere a zo bet dizouget : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou var Shemaja euz Nekelam : Abalamour ma hen deuz Shemaja profetizet deoc’h, petra benag n’em euz ket he gaset, ha ma hen deuz lakeat ac’hanoc’h da lakaat ho fizians er gaou ; 32 abalamour da ze, evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou ; Setu, ez an da gastia Shemaja, Nekelamit, hag he lignez ; ha n’euz den euz he ras pehini a choum entouez ar bobl ma ; ha ne welo ket ar vad ez an da ober d’am fobl, a lavar an Aotrou, abalamour ma hen deuz prezeget an dizurs a enep an Aotrou.


30 Ar Gir a oe diskleriet da Jeremi a beurz an Aotrou, er c’homzou ma : 2 Evelhen Hen deuz komzet an Aotrou, Doue Israel : Skriv en eul levr an holl gomzou em euz lavaret d’id. 3 Rag setu, an deiziou a zeuo, a lavar an Aotrou, ma tigasin esklaved va fobl Israel ha Juda, Hen deuz lavaret an Aotrou ; me ho c’herc’ho d’ar vro em euz roet d’ho zadou, hag int a berc’henno anezhan.

4 Hag ar re ma eo ar c’homzou Hen deuz an Aotrou diskleriet evit Israel ha Juda ;

5 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Klevet a reomp kriadennou a spouron ;
Ar spouron eo ; ha n’euz ket a beoc’h eno !
6 Evesaet, ha gwelet hag hen hell eur mal genel.
Perag e welan pep den gant he zaouarn var he groazellou,
Evel eur vreg en poan ?
Ha perag eo deuet an holl visachou drouk-livet ?
7 Alaz ! an deiz ma eo a zo bras,
Ha n’euz ket bet henvel outhan.
Eun amzer a dristidigez eo evit Jakob !
Koulskoude e vezo delivret.
8 Hag en deiz ze, a lavar Aotrou an armeou,
Me a vruzuno he ieo divar da c’houzoug,
Hag e torrin da ereou ;
Hag an diavezidi na vestronifont ken ac’hanout.
9 Servichi a refont an Aotrou ho Doue
Ha David ho roue, pehini a savin dezhei.
10 Te eta, va zervicher Jakob, n’az pez ket aoun, a lavar an Aotrou ;
Na spount ket, Israel !
Rag setu, e telivrin ac’hanout euz an douar pell,
Ha da lignez euz bro an esklavach.
Neuze Jakob a zistroio, hag e vezo zioul hag ezet,
Ha ne vezo den da drubuli anezhan.
11 Rag me a zo ganez, a lavar an Aotrou, evit da zelivra.
Distruja a rin holl an holl vroadou entouez pere em bezo da sklabezet ;
Mes te, na zistrujin ket ac’hanout holl ;

678