ma hen doe Hanania, ar profed, torret ar ieo divar gouzouk Jeremi, ar profed : 13 Kea, ha komz da Hanania ha lavar dezhan : Evelhen Hen deus lavaret an Aotrou : Torret ec’h euz ieou koad ; mes, el lec’h ar re ze, te ar pezo ieou houarn. 14 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Lakeat em euz eur ieo houarn var gouzouk an holl vroadou ze, evit ma vefont dindan Nebukadnetsar, roue Babilon, hag e vefont dindanhan ; ha roet em euz dezhan zoken loened ar parkeier.
15 Neuze Jeremi, ar profed, a lavaraz da Hanania, ar profed : Selaou, Hanania ! an Aotrou n’euz ket kaset ac’hanout ; mes groet ec’h euz ma hen deuz ar bobl ma lekeat he fizians er gaou. 16 Dre ze evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Setu, e taolan ac’hanout a zivar an douar ; mervel a ri er bloaz ma ; rag prezeget ec’h euz an dirolded a enep an Aotrou. 17 Hag Hanania, ar profed, a varvaz er bloaz ze, er zeizved mis.
29 Setu ama an dalc’h euz al lizer hen doa Jeremi, ar profed, kaset euz Jerusalem d’an nemorant euz ar re ansien en esklavach, d’ar sakrifierien, d’ar brofeded ha d’an holl bobl, pere hen doa Nebukadnetsar dizouget euz Jerusalem da Vabilon, 2 goude ma hen doe ar roue Jekonias, gant ar rouanez, an eunuked, chefou Juda ha Jerusalem, ar galvezerien hag an dorzellerien, eat er meaz euz a Jerusalem. 3 Douget e oe gant Eleazar, mab Shafan, ha Guemaria mab Hilkija, pere a oa kaset gant Sedesias, roue Juda, da Vabilon, entreze Nebukadnetsar, roue Babilon hag a oa evelhen :
4 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel, d’an holl esklaved em euz dizouget euz Jerusalem da Vabilon : 5 Sevet tiez ha choumet ennhei ; plantet jardinou ha debret euz ho frouez ; 6 kemeret gragez, ha bezet mibien ha merc’hed ; kemeret gragez evit ho mibien ha roet ezec’h d’ho merc’hed, evit ma c’hanfont mibien ha merc’hed ; en em niveret aze, ha na vihaneet ket. 7 Klasket peoc’h ar gear el lec’h ma em euz ho tizouget, ha pedet an Aotrou evithi ; rag en he feoc’h ho pezo ar peoc’h.
8 Rag evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel : Ra na droumplo ket ar brofeded hag an divinierien a zo en ho touez ac’hanoc’h, ha na gredet ket d’an huvreou ho pezo huvreet. 9 Rag profetiza a reont gant faosentez em hano. N’em euz ket kaset anezhei, a lavar an Aotrou.
10 Rag evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou : Adaleg ma vezo dek vloaz ha tri-ugent peur-c’hroet var Babilon, me a welo ac’hanoc’h, hag e peur-rin va c’homz vad en ho kenver, evit ober deoc’h distrei d’al lec’h ma. 11 Rag anaout a ran ar sonjou a ran evidoc’h, a lavar an Aotrou, sonjou a beoc’h ha nan a enebiez, evit rei deoc’h eun donedigez hag eun esperans. 12 Neuze c’hwi a bedo ac’hanoun, hag ez efet kwit ; pedi a refet ac’hanoun, ha me a zelaouo ac’hanoc’h. 13 Klask a refet ac’hanoun, hag em c’hevfet ; rag klasket o pezo ac’hanoun euz a greiz ho kaloun. 14 Me en em lakao da veza kavet ganeoc’h, a lavar an Aotrou, ha me a gerc’ho hoc’h esklaved, ha me a zastumo ac’hanoc’h a douez an holl vroadou hag euz an holl lec’hiou ma em euz ho kaset, a lavar an Aotrou, ha me ho lakao da zistrei d’al lec’h a be hini em euz ho tizouget.
15 Koulskoude ma livirit : An Aotrou Hen deuz savet deomp profeded en Babilon ; 16 abalamour da ze, an Aotrou Hen deuz lavaret evelhen divarben ar roue pehini a zo azezet var drôn David, ha divarben an holl bobl a choum er gear ma, ha divarben ho preudeur pere n’int ket eat ganeoc’h en esklavach,— 17 Aotrou an armeou Hen deuz lavaret evelhen : Setu, e kasan a enep dezhei ar c’hleze, ar gernez hag ar vosen, ha me ho lakao da zont evel ar fiez euzuz ze, pere n’heller ket dibri kement int fall. 18 Ha kenredek a rin anezhei gant ar c’hleze, ar gernez hag ar vosen ; ha me a livro anezhei da veza kemesket dre holl rouantelezou an douar, en malloz, en eston, en goaperez hag en dismegans, d’an holl vroadou el lec’h ma em bezo kaset anezhei ; 19 abalamour ma n’ho deuz ket selaouet va c’homzou, a lavar an Aotrou, pa em euz kaset dezhei va zervicherien, ar brofeded pere em euz kaset adaleg ar beure : mes c’hwi na zelaouac’h ket, a lavar an Aotrou.
20 Mes selaouet gir an Aotrou, c’hwi holl esklaved, pere em euz kaset euz Jerusalem da Vabilon. 21 Evelhen Hen deuz lavaret Aotrou an armeou, Doue Israel, var Akab, mab Kolaja, ha var Sedesias, mab Maaseja, pere a brofetiz deoc’h en