Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/662

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

JEREMI, 8.

34 Ha lakaat a rin da baouez en keariou Juda hag en ruou Jerusalem,
Mouez a joa ha mouez a levenez,
Mouez an ozac’h ha mouez ar vreg ;
Rag ar vro a vezo eun distro.

8 En amzer ze, a lavaraz an Aotrou, e vezo taolet eskern rouane Juda, hag eskern he brinsed, eskern he sakrifikatourien, eskern he brofeded hag eskern tud Jerusalem, er meaz euz ho beziou ; 2 astennet e vefont dirag an heol, ha dirag al loar, ha dirag holl arme an envou pere ho deuz karet, pere ho deuz servichet ha varlerc’h pere ho deuz baleet, pere ho deuz adklasket ha dirag pere int en em stouet. Ne vefont ken dastumet na sebeliet ; beza e vefont evel teil var gorre an douar. 3 Hag ar maro a vezo muoc’h deread evit ar vuez evit ar re holl pere a zo choumet euz ar ras fall ze, en holl lec’hiou ma em bezo kaset an nemorant, a lavar Aotrou an armeou.

4 Lavaret a ri eta dezhei : Evelhen Hen deuz lavaret an Aotrou :
Mar kwezer, ha ne adsaver ket ?
Ha ma en em distroer, ne ad deuer ket ?
5 Perag eta eo en em dianket ar bobl ze euz a Jerusalem,
En eun diank kendalc’huz ?
Kenderc’hel a reont en droumplerez ;
Ne fell ket dezhei distrei.
6 Prestet em euz ar skouarn, selaouet em euz :
Ne gomzont ket gant eeünder.
Nikun n’hen deuz keuz euz he zrougiez,
Ha ne lavar : Petra em euz groet ?
Holl en em distroont d’ho redaden,
Evel ar marc’h pehini a red d’ar brezel.
7 Ar sigon zoken a anavez en envou he amzeriou ;
An durzunel, ar gwennili hag ar gru
A vir an amzeriou en pelec’h e kleont dont ;
Mes va fobl ne anavez ket barnedigez an Aotrou.
8 Penaoz e livirit-hu : Ni a zo fur,
Ha lezen an Aotrou a zo ganeomp ?
Mes setu, pluen gaouiat ar skribed
A ra eur gaou anezhei !
9 Ar re fur a vezo mezek ;
Spouronet e vefont hag e vefont kemeret.
Rag taolet ho deuz kwit gir an Aotrou,
Ha pez furnez ho defe ?
10 Dre ze me a roio ho gragez da re all,
Hag ho farkeier da berc’hennou nevez.
Rag, adaleg ar bihana beteg ar brasa
Holl int c’hoantuz a c’hounid.
Adaleg ar profed bete ar sakrifier,
Holl en em renont en faoz.
11 Louzaoui a reont gant skanvadurez gouli merc’h va fobl,
O lavarout : Peoc’h, peoc’h !
Ha n’euz ket a beoc’h.
12 Ha bet int-hi mezek euz ma ho deuz groet euzusted ?
N’ho deuz ket zoken bet mez ebet, ha na ouzont ket petra eo ruia.
Dre ze e kwefont gant ar re a gwez ;
En amzer ho gwelidigez e vefont diskaret,
A lavar an Aotrou.
13 Me ho lamo kuit holl, a lavar an Aotrou.
N’euz tokad ebet er winien ;
N’euz fiezen ebet er wezen fiziez ;
An delien a zo gwevet ;
Ar pez em euz roet dezhei a vezo lamet diganthei !
14 Perag e choumomp-ni azezet ?
En em dastumet ha deomp er c’heariou krenv,
Hag e varvfomp ennhei !
Rag an Aotrou hon Doue Hen deuz c’hoanteet hon c’holl ;
Ober a ra deomp eva dour ampouezounet ;
Abalamour ma hon deuz pec’het a enep an Aotrou.
15 Gortoz a reat ar peoc’h, mes n’euz netra a vad ;
Eun amzer a iec’hed, ha setu ar spount.
16 Euz koztez Dan en em ro distrefi ar c’hezek da glevet ;
Euz trouz gourin ho rederien gallouduz, an douar holl a gren.
Dont a reont ; devori a reont ar vro hag ar pez a zo ennhi,
Kear hag ar re a choum annhi.
17 Rag setu, e kasan a enep deoc’h aered, baziliked,
A enep pere n’euz charm ebet ;
Kregi a rafont ennoc’h, a lavar an Aotrou.
18 Ah ! ehan evit va glac’har !
Va c’haloun he deuz poan em c’hreiz !

654